« Gwiskañ » : sell Aurélie Skouarneg war ar c’helc’hioù keltiek

Diskouezadeg al luc’hskeudennerez vreizhat Aurélie Skouarneg a c’heller gwelet abaoe an 11 a viz Meurzh er Maezioù Frank e Roazhon. Dre he labour e c’hell an dud gouzout hiroc’h war ar c’helc’hioù keltiek hag an darempred tost o deus o izili gant dilhad hengounel Breizh. Betek ar 26 a viz Here 2025 e chomo an diskouezadeg e plas.

« Gwiskañ » eo anv an diskouezadeg a c’heller gwelet er Maezioù Frank e Roazhon betek ar 26 a viz Here. © Aurélie Skouarneg

E-pad daou vloaz, eus 2022 da 2024, he deus heuliet un nebeud kelc’hioù, en ur deurel evezh dreist-holl ouzh ar jestroù gwiskañ etre ar merc’hed. Kinnig liesseurted an dilhad e Breizh e oa ar pezh a felle dezhi ober.


Ur raktres personel
A orin eus Poullaouen eo bet awenet-bras gant he mamm-gozh, bet ezel eus ur c’helc’h keltiek. Fellout a rae dezhi adkavout ar mareoù prizius-se pa veze prientet ha lakaet ar gwiskamantoù. Evit en ober eo aet e darempred gant ar c’hengevredad Kenleur evit kaout an aotre da vont e-barzh salioù-gwiskañ ar c’hampionad. Tapet he deus luc’hskeudennoù hep leurenniñ, en ur lakaat ar jestroù aketus hag an eskemmoù didrouz war wel. « C’hoant ‘moa da dapout poltriji war ar prim, hep direnkañ ar mareoù diamzeret-se », a zispleg an arzourez.


Gwiskamantoù a bep seurt
Kelc’hioù keltiek zo e pevar c’horn Breizh. Ur bern dilhad ha koefoù he deus luc’hskeudennet Aurélie Skouarneg eta gant ar c’hoant da ziskouez luc’hskeudennoù all, ha n’eo ket ar re glasel a vez gwelet ingal. C’hoariet he deus gant efedoù ar gouleier, ar pezh a zo bet diaes a-wechoù e salioù zo. « Klasket em eus lakaat ar jestroù war wel en ur ziskouez ar munudoù », emezi. « Alies e vez gwelet luc’hskeudennoù eus kelc’hioù keltiek gant tud e-pad an abadennoù. Ar pezh am boa c’hoant da welet e oa skeudennoù hag a dostae ar muiañ posupl d’an darempred gant ar c’horf hag an dilhad, an holl jestroù a ya d’ober ar prientiñ », a zisplege an arzourez er gelaouenn Bretons.


Labourat war an treuzkas
Ar merc’hed zo e-kreiz ar raktres-se hag an treuzkas etre ar rummadoù o deus ur perzh pouezus en he labour. Met paotred zo ivez. « Buanoc’h e vezont gwisket, setu ‘m eus bet nebeutoc’h a amzer da luc’hskeudenniñ anezho ».
Ouzpenn an diskouezadeg he deus embannet Aurélie Skouarneg ul levr ivez*. Ar raktres-se, gant testennoù troet e brezhoneg hag e gallaoueg, a glask lakaat war wel arouezelezh an dilhad en istor hag en identelezh Breizh.

N. Gourvenneg

*Gwiskañ, Aurélie Skouarneg, embannet gant Rue du Bouquet, 45 €, 144 p.


Ur pennad embannet en niverenn 1034, d’ar 1añ a viz Ebrel 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez