Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ha saveteet e vo ar skol akordeoñs “Mintin Atao” e Kerniliz ?

Miz zo ez eus bet un distruj bras e Skol Akordeoñs Mintin Atao gant ar gorventenn Ciarán. Teir pikol gwezenn zo bet pilet, lod all gwanaet, ha tiez-prenn Skol Boest an Diaoul zo bet freuzet.

Distrujet zo bet an holl lochennoù a zegemer ar stajidi·adezed. © Florence Pinvidig

Mantrus eo gwelet penaos eo deuet al lec’h da vezañ bremañ, goude ar gorventenn Ciarán : kabannennoù flastret ha drailhet, dindan pikol gwez pilet. Ar stajidi akordeoñs o deus dalc’het soñj mat eus al lochenn pintet er wezenn-bin, e lec’h ma veze ken plijus seniñ… Setu hi ivez, kouezhet war an douar ! Hag an onenn vras, ken brav, a vo ret diskar anezhi ivez, rak gwanaet eo bet ha deuet eo da vezañ dañjerus evit an dud.

Ur c’hlaoustre bras

“Krouet hon doa Skol Boest an Diaoul Mintin Atao pevarzek vloaz zo”, eme Florence Pinvidig, a zo o chom war al lec’h. “D’ar poent-se, hon doa plantet kalz gwez ha girzhier, Flo Glorion ha me. Savet hon doa tiez-prenn bihan, evit degemer stajidi-akordeonisted a liveoù disheñvel (eus deraouidi betek tud hag a son abaoe pell… Setu ret eo dispartiañ anezho e lec’hioù disheñvel evit ul labour efedus !)”
Ur c’hlaoustre bras e oa bet, moarvat, sevel ur skol akordeoñs war ar maez, en ur barrez vihan (Kerniliz). E 2023 ez eus deuet da Gerniliz muioc’h eget tri-ugent stajiad (kromatek ha diatonek) da wellaat o doare da seniñ… Ha marteze ez eus deuet c’hwec’h kant, pe seizh kant den abaoe ar staj kentañ e 2010. Bez’ ez eus (evel-just) stajidi vreizhat, met an darn vuiañ eus an akordeonisted a zeu eus rannvroioù all Frañs pe Europa : Belgia, Suis, Bro-Saoz, Spagn, pelloc’h a-wechoù…

Labour zo

An distruj en em gavet er miz diwezhañ a zo ur gwalleur personel evit Flo Pinvidig, sur eo, met diaezamantoù micherel vo ivez evit an daou vikro-embregerezh (Flo G. evit an akordeoñs kromatek ha Flo P. evit an akordeoñs diatonek), rak “ur sapre labour a vo evit adsevel al lec’h” a lavare Flo Glorion disul ouzh mikro Katell Uguen : “ret e vo diac’hubiñ ar gwez pilet, diskar ar gwez lakaet bresk… ha n’int ket gwez bihan, met pikol gwez (ugent metrad bennak a uhelder), ret eo kaout tud a vicher o deus skiant-prenet evit ober al labour-se ! Ur budjed bras eo, ha Flo ha me ne c’hellimp ket paeañ ar pezh ne vo ket restaolet gant an asurañsoù !”

Gant ar c’hef-arc’hantaouiñ, bet savet nevez zo en internet [e lec’hienn La cagnotte des proches] o deus gellet kregiñ al labourioù diac’hubiñ er sizhun-mañ. Met kalz labour a chomo c’hoazh da ober goude se : ret e vo lemel kuit ar pezhiad gwrizioù, kompezañ an dachenn, sevel tiez-prenn nevez, prenañ ha plantañ adarre gwez bihan ha girzhier evit krouiñ ul lec’h nevez degemerus… Ha pell emañ Yann diouzh e gazeg c’hoazh !

Sikour

Bez’ e c’hellit sikour an Diou Flo [anv an daouad sonerezed] da adsevel al lec’h en ur reiñ an tamm arc’hant dre ar rouedad. Pep gwenneg roet a zo ur goanag evit ar skol “Mintin atao”, ur skol sonerezh un tammig disheñvel diouzh ar re all (“atypique” e vefe lavaret e galleg) hag a zo anavezet gant akordeonisted eus pep lec’h er bed, ur skol neuze hag a zo dav dezhi chom bev !

Florence Glorion


Ur pennad embannet en niverenn 965, d’ar 5 viz Kerzu 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez