Poazh e vez ar piz sisez dalc’hmat a-benn fardañ un houmous, met gallout a reer ober e mod-all ha lakaat piz bet laosket da c’hlec’hiañ1 e-pad un nebeud deizioù. Sed amañ ar pezh emaon o vont da ginnig deoc’h ar wech-mañ. Disheñvel-krenn eo an houmous e giz-se en gwirionez ha kement hini a zo digor hag entanet da zizoleiñ traoù nevez a-fet blaz a vo laouen gant ar rekipe-mañ.
Un doare brav eo ivez da virout nutrimantoù ar piz sisez. Hag evidon e vez aesoc’h koazhañ2 piz sisez diwanet ha kriz eget poazh, ar pezh a zo start evit lod da goazhañ hep kaout goerezh er bouzelloù3 ha louf da heul…
Aozennoù (evit 5 den) :
* 400g piz sisez diwanet (da lâret eo war-dro 200g sec’h)
* 10 loaiad eoul olivez (gwelloc’h pa vez bio)
* 4 loaiad bras chug sitroñs
* 3 loaiad vras tomatez sec’h (sec’h da vat peotramant ar re a vez kavet en o hilienn4 gant eoul ha spisoù) ha ma n’ho peus ket se er gêr, lakait louzoù frondus evel perisilh pe koriandr e plas, bezit ijinek !
* 3 loaiad vras tahin5
* Holen, pebr ha spisoù evel kumin, kurkuma pe paprika e poultr
Pazennoù :
1 – Lakait ar piz da c’hlec’hiañun devezh-pad (noz ha deiz = 24 eurvezh). An deiz war-lerc’h skarzhit an dour, riñsit mat ar greun ha loaskit ar re-se en ur plad kleuz pe en ur volenn goloet. Tri zra a zo da ziwall evit dont a-benn da gaout greun propik : riñsañ dindan zour bemdez, ha dizourañ mat goude. N’hall ket ar greun diwanañ evel m’eo dleet pa vez beuzet. Goleiñ ar volennad greun. Evel-se e chom ar vouestijenn e-barzh ha primoc’h e teu ar greun a-benn da ziwanañ. Lakaat ar volennad greun en ul lec’h na re domm na re yen. Ma vez re domm e teu da ziwanañ re vuan a-wechoù ha techet eo d’en em lakaat e go goude. Ma vez re yen e chom sac’het ar greun ha ne ziwan ket mat.
2 – Neuze, goude daou pe dri devezh da vihanañ, pa vez gwelet ur santimetr diwan (ul lostig gwenn), eo prest ho piz da vezañ lakaet en houmous !
3 – Kemerit ur mekanik da flastrañ (robot-kegin) ha lakait kement aozenn a zo er rekipe e-barzh, war-bouez ar spisoù, marteze, a zo gwelloc’h lakaat tamm-ha-tamm, goude tañva ingal evit bezañ sur da gempouezañ mat an houmous. N’haller ket tennañ ar spisoù a zo bet lakaet…
4 – Techet e vez an danvez flastret da chom war bordoù ar mekanik. Neuze e ranker kas anezhi e foñs gant ul loa, ingal a-walc’h. Pegus eo ar piz sisez flastret. Gallout a reer lakaat un dakenn eoul, chug sitroñs pe zour ouzhpenn ma seblant re sec’h.
5 – Ur yod tanav az pez a-benn ar fin, mat da lakaat war un tamm bara pe war dammoù karotez, irvin du pe kaol-fleur evit an digor-kalon yac’h ha digustum.
1lakaat da c’hlec’hiañ (glec’hiañ) : mettre à tremper
2Koazhañ : réduire, digérer
3goerezh er bouzelloù : fermentation intestinale
4hilienn : sauce, saumure
5Tahin : yod sesam
- Lec’hienn embregerezh Timothée Messager : Tim Lipouz
- Ur rekipe embannet en niverenn 814 – d’ar 15 a viz Genver 2021.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ