E fin ar bloavezh 2022 e oa bet embannet indeks ar plas sokial (IPS) gant Ministerezh an Deskadurezh-Stad. Souezhet eo bet izili Diwan gant renk o skolioù : daoust d’an diaesterioù arc’hant anavezet gant ar rouedad dre soubidigezh eo bet renket e-kichen ar skolioù prevez ar muiañ en o aez. Gant an disoc’hoù-se e tislavarer ar re am boa kavet e lise Diwan Karaez e 2018, e lec’h ma veze merzet ul live a yalc’hourien a-us keidenn akademiezh Roazhon.
An diforc’h etre an disoc’hoù a gav e orin en dro-lavar “plas sokial” implijet gant ar Ministrerezh, un dro-lavar dizimplijet e sokiologiezh, gant un termenadur amsklaer diwar-se. Neuze pa veze implijet gant ar mediaoù mare embann an IPS e oa dispisoc’h c’hoazh. En ur bern pennadoù eo bet mesket ar plas sokial gant ar binvidigezh, padal eo dister pouez ar c’horvoder1 e jedadenn an indeks — ha disteroc’h c’hoazh pouez ar c’hevala2 ekonomikel.
Un indeks touellus
E gwirionez eo kentoc’h an IPS un indeks hag a lak war-wel kevala sevenadurel ar gerent a-benn gouzout hag-eñ eo desavet ar vugale en un endro sokial ma sikourer an deskiñ. Awenet eo an indeks gant labourioù ar sokiologour Pierre Bourdieu en doa diskouezet e-korf ar bloavezhioù 60 e oa pouezusoc’h kevala sevenadurel ar gerent eget an hini ekonomikel evit displegañ berzh-mat skolioù ar vugale.
Neuze zo bet choazet reiñ an indeks uhelañ d’ar familhoù kelennerien. Sur n’eo ket gant o live korvoder eo bet tizhet ar plas kentañ gant ar gelennerien — kalzik a rummadoù sokiomicherel (RSM) zo uheloc’h o live korvoder keitat — met gant berzh-mat o bugale, a zo uheloc’h eget an 31 RSM all implijet evit jediñ an IPS.
Ma klasker gouzout hiroc’h war an doare da jediñ an indeks e verzer ne vez ket kemeret e kont ar c’horvoder kement-se. Implijet e vez evit sevel an indeks, met evit ur variadenn hepken e-touez pemp all, ha c’hoazh n’eo nemet un elfenn er variadenn-se e-kichen reoù all evel an niver a bezhioù el lojeiz, dasparzh ar c’hambreier, kaout un urzhiataer er gêr… E berr gomzoù eo dister pouez ar c’horvoder evit jediñ an indeks. Hag ouzhpenn-se ne reer ket anv eus ar c’hevala arc’hant (ar glad, an niver a diez, ar sammad arc’hant er bank…) a sav ar braz eus an dizingalderioù e Frañs.
Diwar ar poell sevenadurel-se zo bet choazet reiñ un notenn uheloc’h da vugale “micherioù ar c’helaouiñ, an arzoù hag an arvestoù” eget da vugale ar “pennoù embregerezh gant dek goprad pe ouzhpenn”. Evit kinnig ur skouer fetis, bugel ur soner gant diaesterioù evit tizhout an niver a eurvezhioù rekis a-benn kaout an digoll astalerien3 en do un indeks IPS uheloc’h eget ur bugel dezhañ un tad e penn un embregerezh gant pemp kant goprad ennañ. Koulskoude, o c’hevalaoù ekonomikel n’int ket par an eil d’egile tamm ebet.
Hep titouroù resis-tre hon eus memes tra peadra da grediñ eo dreistdileuriet e Diwan ar gerent a labour e bed an arzoù hag an arvestoù, hag ar gerent kelennerien. Daou c’hennad e lec’h ma’z eus labour e brezhoneg. Ar gerent gant atebegezh er c’hevredigezhioù o deus lakaet ivez da greskiñ live an indeks e skolioù zo padal n’eo ket uhel o gopr kennebeut.
A-benn ar fin e “tizoloomp” gant an indeks eo dedennet kerent Diwan gant an danvez sevenadurel ! N’eo ket un disoc’h dic’hortoz pa anavezomp an talvoudoù lakaet war wel gant ar rouedad dre soubidigezh. Stadañ an dra-se ne c’hall nemet kadarnaat an ezhomm da lakaat e plas ur gwir bolitikerezh publik evit ma vefe digor ar c’helenn dre soubidigezh d’an holl vugale, un azgoulenn4 savet gant Diwan abaoe ma oa bet krouet e fin ar bloavezhioù 70.
Muioc’h a yalc’hourien e lise Diwan e-keñver ar geidenn akademek
Interest kerent Diwan evit ar sevenadur ne dalv netra war o finvidigezh ekonomikel, daoust ma c’hall bezañ liammet en ur mod statistikel. An titouroù nemeto hon eus kavet zo reoù lise Karaez. Eno eo anat eo dispartiet live kevala ekonomikel ar gerent (dindan ar geidenn akademek) diouzh o c’hevala sevenadurel (a-us ar geidenn akademek) : “Hervez titouroù an akademiezh eo dreistdileuriet ar familhoù sternerien uhel ha kelennerien e-keñver ar peurrest eus an akademiezh. 41,4 % eus liseidi Diwan o doa tud sternerien uhel ha kelennerien pa n’oa nemet 30,7 % anezho en akademiezh Roazhon. Koulskoude ez eus muioc’h a liseidi o resevout yalc’hadoù e-keñver keidenn an akademiezh (18,9 % anezho e-skoaz 15,1 %)”. (Grimault, 2020).
Kondaonet eo bet an Deskadurezh-Stad da ziskoachañ d’an holl an IPS evit kement skol a zo, met diglok eo ar benveg kinniget ganti siwazh. Ne ziskouez ket mat framm sokial ar familhoù er skolioù hag er skolajoù. Anat eo e vank un indeks all evit disklozañ an dizingalderioù ekonomikel etre ar skolioù.
Digoust eo ar skolioù Diwan, kontrol d’an darn vrasañ eus ar skolioù prevez all, da lâret eo, n’int ket arc’hantaouet gant ur priz uhel paeet gant kerent pinvidik-brein, met gant arc’hant an dud a gav dezho eo hollbouezus kaout ur rouedad skolioù dre soubidigezh. Riskl zo evit Diwan, abalamour da embann an IPS, e kredfe an dud emañ ar rouedad en hec’h aez, hag e wanafe ar skoazell arc’hant gant se.
Gildas Grimault
1korvoder : revenu
2kevala : capital
3digoll an astalerien : indemnisation des intermittents
4azgoulenn : revendication
Ur pennad embannet en niverenn 956, d’an 3 viz Here 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg