Istor Breizh : ur gartenn nevez evit ur glad kozh

Skrivagner eo Jérôme Nedeleg ha warlene en doa roet lañs d’e di-embann, Khronos. Emañ o paouez embann ur gartenn hag a zo renablet warni ar monumantoù istorel hag al lec’hiennoù arkeologel pennañ e Breizh.

An Historicarte eo embann kentañ Khronos, an ti-embann krouet gant Jérôme Nedeleg e 2024. © Khronos

Labouret en deus Jérôme Nedeleg e servij-rannvro an arkeologiezh e Roazhon a-raok labourat e bed ar sonerezh ha kregiñ gant ar skrivañ da vat e 2015. Meur a zanevell hag a levr en deus skrivet evel an drilogiezh L’Armée des veilleurs (embannet gant Stéphane Batigne ha Tri Nox).


Ur gartenn hag ul lec’hienn
Gant e di-embann Khronos en deus c’hoant « da lakaat an Istor da vevañ ». An Historicarte eo an dra gentañ a zo deuet er-maez : ur gartenn baper 1,30 metr war 1 metr hag a ro da welet ouzhpenn 1600 monumant istorel ha lec’hienn arkeologel e pemp departamant Breizh, eus ar Ragistor d’an Eil Brezel-bed.
Ul lec’hienn zo ivez lec’h ma c’heller adkavout daveennoù GPS an holl vonumantoù ha lenn pep a fichenn deskrivañ warno.
Ar skeudennaouer ha kartennour Stéphane Arson en deus treset ar gartenn hag a-drugarez dezhañ e tenn an Historicarte « d’ur gartenn deñzor » war a lavar Jérôme Nedeleg.
Er bloaz a zeu e vo embannet stummoù brezhonek ha gallaouek ar gartenn.

N. Gourvenneg


Ur pennad embannet en niverenn 1066, d’an 2 a viz Kerzu 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez