Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Istorioù Camino

Pa soñjit e Hent Sant Jakez, e wellit marsen un hent treuzet get tud speredel-tre. Skouted, leanezed pe menec’h o tougañ o c’hroez… Ma ijinit an dra-sen c’hoazh e alian deoc’h mont da vale àr ar C’hamino c’hui ivez. Pezh a zo anat, e vez gwelet ur bochad tud seier-kein, lunedoù ha dilhad sport gete, o c’houzañv forzh pegement. Goust flaer ar c’hwezhadur àrne ha gwashoc’h c’hoazh pa dennont o botoù-kerzhout. Seksi, neketa.

Ur bochad anezhe az a da gerzhout da vout tostoc’h doc’h Doue. Elzbieta, ag bro Pologn hi doe lâret deomp ur wech, e pede bemdez. Darempredet hor boe geti en A Guarda, he c’hroc’henn a oe ken ruz èl ur veleganez bet tremenet an devezh a-bezh dindan un heol gorr hep netra d’he gwareziñ doc’h ar bannoù loskus.

Peregrinos all o deus traoù da brouiñ. D’o familh, d’o mignoned, pe dezho o-unan. Sara a oe a vro Alamagn, graet 70 km e-korv an daou zevezh kentañ. Re a bouez en he sac’h-kein (ha marse en he c’halon), gloazet a oe he zreid get klogorennoù. Pe Jessica, plac’h hegarat kenañ a vro Iwerzhon. Dremmlivaj a lake bemdez a-raok mont da gerzhet dindan an heol, he blev prop lakaet brav berped. C’hoant he doe mont buannoc’h evit ar pezh a oe posubl dezhi, er penn kentañ d’an nebeutañ. Un deiz benneg hi doe lonket un nebeut gwerennadoù gwin e fin an enderv, p’ hi doe c’hoazh un div pe deir euriad bale benneg da gerzhout. Aet e oe kuit àr lerc’h bout bet graet un troc’h en davarn, pa oe an heol o tiskenn. Galvet he doe un taksi evit erruout er gêriadenn arsav, pa vanke dezhi 7 km evit erruout get an albergue. Jack a oe ag ar Stadoù-Unanet. Evitañ e oe diboell kerzhout get div vazh (unan e pep dorn) peogwir e vez alies a-walc’h afer ag un dorn pa gerzher. Evit reiñ un dra benneg d’un den all, stardañ un dorn pe debriñ un draig. E tihan a reiñ kentelioù deomp oe pa lakas un euro en dalc’her, da gaout e lom koka. 8 eur vitin e oe, kemer a reas e aferioù hag e krogas an devezh get e goka hag e sigaretenn.

Bout ‘zo ivez beajourion a gav plijus gober an Hent e-pad ur miziad benneg, erruet e Sant Jakez ha merzet gete n’o doe ket kalz a argant ken, met ur bochad amzer c’hoazh da dremen er vro… Neuzen eo o gweler en-dro oc’h ober an Hent en tu kontrel ! « My flight is in two weeks and I don’t have a lot of money left… so I’m heading back to Porto on the Camiño » hi doe larêt deomp Anna Vita, plac’h a G/Kroatia.

Hag ur lodennig all a gav dezhe emañ arru poent gober un dra benneg evit achap doc’h o buhez bemdez, dic’houzañvus. Lena a zeue a G/Krimea. He faseporzh a vez roet get Rusia bremañ. Ne fell ket dezhi bevañ e Rusia, ar pal eviti a zo chom en Europa. « Kevandir ar frankiz hag ar peoc’h » he doe lavaret deomp. Kerzhet a rae àr ar C’hamino evit bout ‘maez ag ar Rusi hep ma koustehe re ger dezhi, evit daremprediñ get tud a c’hellehe he degemer er gêr evit prantadoù hirroc’h.

Pep hani en deus e zoare d’ober an Hent. Tro-spered Alice ne oe ket ken mat p’he doe kroget get ar C’hamino. Un tu d’en em saveteiñ hi he-unan e oe. An hent diwezhañ da heuliañ, diskoulm ebet n’he doe kavet. Marvet e oe he gwaz ouzhpenn ur blez a-raok, ha levenez ebet en he vuhez bemdez a-c’houde. En he c’hêr lec’h e oe o chom, Toronto, ne chome nemet he c’hoar, hag hi a laboure kalz. Neoazh e teue Alice da di Jessie a-wezhadoù. Arrestet hi doe àr lec’h ur prantadig. El just e oe aet da welet ar psikologour. Louzoù oe bet roet dezhi, evit derc’hel da vont. Gouiet a rae Alice e oe un dra benneg enni da bareañ. E-kreiz he c’horf, lec’h m’emañ ar galon, e sante un toull bras ha yen. Seul vuioc’h e klaske kenderc’hel da veviñ èl a-raok e varvehe he gwaz, seul yenoc’h ha brasoc’h an toull. P’he doe merzet an dra-sen hi doe laosket an traoù da vont. Ehanet hi doe get ar labour ha klask a gwelet an dud. Chomet oe da vevañ en he c’hanape e-pad un nebeut sizhuniadoù. Lâret e oe bet dezhi e oe fall meskañ an alkol get ar louzoù. Ur prantad teñval e oe.

Un deiz benneg, marsen e oe noz, e huñvreas Alice. En em welet a reas hi he-unan, o klask nijal, met sachet get tud varv, get euzhviled, hag e oe tapet get chadennoù. Gint a glaske he zapout hag he debriñ. Penfollet e oe, klask a rae tec’hout kuit met tapet e oe bet tamm ha tamm he nerzh beviñ get an euzhviled. A-daol trumm e welas ur sklêrijenn, e tonet ag he diabarzh dezhi.

« N’eo ket posubl dit kenderc’hel mod-se. Skuizh eo da gorf, skuizh eo da galon, ha klañv da empenn. N’ous ket an dristidigezh. N’ous ket an diouer. N’ous ket da benn ha n’out ket da gorf. Te a zo, ha setu tout. Gwel an dra-se ». Hag hi a welas Alice dirazi. Ar plac’h o klask tec’hout kuit dirak an euzviled. Enni e oe gorre ur lenn, sioul ha didrouz hag e tihunas.

Jan a oe o vale àr ar C’hamino Francés. « Buon Camino » a responte a-hed an deiz d’ar beregrinos arall a dremene dirazañ. Kousket fall en doe. Dihunet e oe bet meur a-wech get tud o tiroc’hal. Neoazh e soñjas e kemerehe ur gambr en ur leti. Ne gousker ket mat pa vezer en un albergue. Tud ‘zo a arru er c’houskva da 11e noz, ha reoù all a sav da 5e. Met e gwirionez ne oe ket se e gudenn. Un tammig trubuilhet e oe. E-pad an noz e oe bet dihunet get ur c’houblad tud, er gwele dindan he hani, o taremprediñ en un doare joaius hag entanet, lakomp. N’e doe ket bet darempredoù tost get ur vaouez a-c’houde marv e wreg. Pell ‘oe ar mare-se.

« Ah, salud deoc’h ! Dihanit a ober ar memestra evidon mar plij ganeoc’h ! Mont a rit e pep lec’h ma tremenan, displijus eo ! » Setu ar pezh a lâras ur vaouez, get ur c’hoarzhadenn en ur erru en e gichen. Jan ne respontas netra. Pegen drol ar plac’h. « Na rit ket bil ! Ur farsadenn e oe ! Ni ‘zo holl o vont da Sant-Jakez ! Peseurt anv ‘peus ? Alice on. » Hag e stardas Jan dorn Alice.

Plas a vank amañ lennerezed ha lennerion gaer evit e vehe kontet deoc’h penaos o deus pareet Jan hag Alice an eil egile. Met ma tremenit dre Arzùa e Galisia, ho po marse an digarez da chom en o albergue.

Enora Molac


Un danevell embannet en niverenn 698, d’ar 26 a viz Here 2018.

  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez