Kanaldude, ur chadenn kant dre gant en euskareg

N’eo ket gwall vras Iparalde, an hanter eus departamant ar Pirineoù-Atlantel hepken. Koulskoude ez eus eno ur chadenn tele euskarek. Diskouez a ra eo bev-mat ar yezh er vro c’hoazh.

E 1987 e oa bet krouet ar chadenn euskarek Kanaldude. © Kanaldude

N’eo ket Kanaldude ur chadenn nevez penn-da-benn. Krouet e voe e 1987 e Nafarroa-Izel, da lavaret eo e menezioù Iparalde, gant Mikel Erramouspe. Talvezout a ra Kanaldude kement ha « kanol an Aldudes ». Er penn kentañ ne voe ket ur chadenn evel ma soñjer hiziv an deiz. Savet e veze abadennoù war kasedoù VHS hag a veze gwerzhet pe kaset d’an dud. Abadennoù zo a veze diskouezet war ur skramm bras e-barzh salioù dirak un nebeud tud zoken. E 2002 e voe klasket skignañ dre ar gwagennoù hertzian hep aotre met ne zeuas ket da vat. Ar pezh a voe graet
neuze eo skignañ dre internet. Pa zeuas mare an TNT e voe roet an abadennoù d’ar chadennoù lec’hel.
E 2010 e voe cheñchet lec’h evit dont da zDonibane Garazi. Abaoe 2017 emañ e Bidarray. Pouezus eo ar bloavezh-se evit ar chadenn rak e meur a zoare eo bet deroù un diorren heverk. E miz Gouere e voe sinet ur c’henemglev gant Kuzul Meur ar C’hleweled (CSA), deuet da vezañ ARCOM hiziv. Bloaz goude e voe tro ur c’henemglev all gant meur a ostaleri eus Iparalde evit skignañ enno dre ar box. E 2019 e kemeras perzh Kanaldude e krouidigezh Next Station, ul labourva neveziñ evit produiñ danvez kleweled en euskareg. E miz Meurzh 2022 e tapas ar statud a « servij intrudu foran lec’hel » digant an ARCOM gant ar pal ledanaat he zachenn skignañ. E miz Here 2022 e c’hoarvezas ar pep pouezusañ e istor ar chadenn rak degemeret e voe e torkad Orange.


Ur skinwel-perzhiañ
Chomet eo feal da zoare mont-en-dro ar bloavezhioù kentañ avat dre ar mod ma kemer perzh ur bern tud e abadennoù ar chadenn. Stummañ a ra Kanaldude an arvesterien a fell dezho sevel un dra bennak pe ober kelaouadennoù eviti. Ur chadenn hollek eo, gant kelaouadennoù, teulfilmoù, krogadoù sport, c’hoarioù, darvoudoù sevenadurel war-eeun, kaozeadegoù e studio. A-hed an deiz e c’heller sellet ouzh Kanaldude. Kalz adskignadennoù a vez, evel-just.
Harpet eo Kanaldude gant Rannvro Akitania-Nevez, Ofis Publik an Euskareg, ha Kumuniezh Kumunioù Iparalde. 100% en euskareg emañ ha setu perak pa vez un abadenn en ur yezh estren e vez skrivet an droidigezh en euskareg e traoñ ar skramm. Heñvel dra a c’hoarvez gant ar galleg a-wechoù met ral a wech eo. Gwelloc’h e vefe lakaat ur vouezh euskarek e plas an hini c’hallek pa vez e-giz-se moarvat.
Anat eo eo bet kresket budjed ar chadenn abaoe ma voe krouet e 1987. E-tro 500 000 € eo ar sammad yalc’hadoù resevet bep bloaz bremañ. Seizh den a labour evit ar chadenn.
Bez’ e c’heller sellet ouzh Kanaldude forzh peseurt mare eus an deiz war Orange (kanol 358), Bouygues (kanol 338), Free (kanol 948), SFR (kanol 496).

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1089, d’an 12 a viz Mae 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez