Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kaout peizanted, an dae nevez

Daou vloaz ‘zo e oa kroget strollad ar Roz Chas – pe roz-aer – e Paris gant Fabrice Nicolino, kazetenner e Le Canard enchaîné, Charlie Hebdo, ha bevet gantañ daou dra spontus : gloazet e 1985 gant bombezenn sinema Rivoli ba Paris, ha goude, al lazhadeg e Charlie e 2015.

Ar strollad ar Roz Chas, bet ijinet gantañ, a zo bet skoazellet gant meur a hini, sinadur ar petision « Ni a fell deomp kaout roz chas » a zo bet sinet gant 1,1 million a dud. Kaout 5 milion e oa ar pal, evit cheñch penn d’ar vazh, ha difenn da vat an diastuzerioù e labour-douar Bro-C’hall. Start eo al labour, met tamm-ha-tamm e teu da vout ruz ar gartenn gant an 800 strollad lec’hel a ra un emvod bep gwener kentañ ar miz, e-pad daou vloaz. Afer maer Langoet, Daniel Cueff, a zo bet skoazellet gant ar strolladoù-mañ, peogwir e oa ar maer kentañ e Bro-C’hall o verzout an diastuzerioù war ar gumun, heuliet gant 20 maer (Naoned en o zouez). Met gant ar gurunenn eo chomet skañv ar rouedad, hag evit an emvod diwezhañ e oa 200 strollad hepken e Bro-C’hall a gemere perzh, hag ul lodenn vras a-walc’h outo eus Breizh.

Strolladoù lec’hel gant ul labour ispisial evit an holl

Aet eo skuizh skipailh Pariz. Poent eo dezho diskuizhañ. Ma chom argant er c’hef (Natures et Découverte, Yann Arthus Bertrand, Pierre Rabbi, Biocoop…) e vo sikouret ar strolladoù lec’hel a labouro war un dachenn ispisial. « Spi zo ganeomp e vo buan strolladoù lec’hel barrek a raio darvoudoù a-feson, e lec’h-mañ lec’h ». Stourmoù bras a chom (metabolit, SDHI), ar fed e vez roet un tamm douar a seblant bout mat met karget gant traoù fall-spontus evit ar yec’hed, o tont eus ar diastuzerioù, anvet « metabolit ». Ar re a zo chom e Vitell, e Tautavel pe e departamant an Yonne a vo e penn ar stourm war an teuliadoù-mañ. Ur stourm etrebroadel a zo da gas ivez : er Reunion evit ar re a zroc’h ar c’horzennoù sukr, e lec’h ma vez implijet diastuzerioù difennet e Bro-C’hall… En Afrika e kendalc’h Bro-C’hall da werzhañ produioù kimiek evit al labour-douar, leun a ampoeson ivez…

Staliañ peizanted er vro

Ret eo kavout peizanted, « niverus, niverusoc’h c’hoazh, laouen hag eurüs da voueta ar bed, asambles gant ar gevredigezh aet maez eus gwallhuñvre al labour-douar mod ramzel a zo bet betek-henn. Dle ebet ken ganto, dieubet eus ar diastuzerioù a rivin o buhez, o dazont, hon dazont, hag hini an holl loened munud a zo mammenn ar vuhez war an douar ».

Evit René Louail, Joël Labbé, e ranker kaout intrudu e Breizh, ur vro a zo bet gwallgaset, jahinet gant tout ar pezh a zo bet graet abaoe 50 bloavezh evit rivinañ an douar, saotrañ ar mor hag ar stêrioù, tennañ kuit ar c’hleuzioù hag ar gwez avaloù, lazhañ al laboused hag ar gwenan…

FC

https://nousvoulonsdescoquelicots.org/a-vous-tous-amoureux-des-coquelicots/

Ur pennad embannet en niverenn 798 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez