Kastell Kostaerez da werzhañ

Ral a wech e vez inizi da werzhañ e Breizh. Enez Kostaerez gant ur c’hastell savet warni zo bet lakaet e gwerzh. Seul rouesoc’h e vez ar madoù evel-se, seul geroc’h e vezont avat.

E bae Santez-Anna, etre Enez Rennod ha beg Tour-tan Ploumanac’h, emañ an enezig a zo gwarezet e-barzh an takad Natura 2000. © Wikimedia Commons

Gwechall-gozh e talveze an enez da sec’hiñ pesked ha man deilheñvel, alese anv an enezenn – Kostaerez, da lavarout eo Kozh-Sec’herezh. Gounezet e veze avaloù-douar ivez. Un den eus Perroz e oa perc’henn an enezenn pa voe gwerzhet gantañ e 1892. Ar perc’henn nevez a lakaas sevel ur c’hastell bihan gant ur stumm nevezkrennamzerel, touribelloù en nec’h d’ar mogerioù. Un hektar eo gorread an enezenn, un dekvedenn anezhi bet kemeret da sevel ar c’hastell.
War gumun Tregastell emañ an enezennig, e-keñver traezhennoù Touroni ha Sant-C’hireg. Pa vez ar mor en e zaere e c’heller mont di war-droad. Pa vez en e c’hourlen e ranker
mont gant ar vag. An neb a gar a c’hell mont da vale war an enez. Prevez eo ar c’hastell avat.

Un tammig kemplezh eo urzh ar salioù ennañ rak kresket e oa bet meur a wech. Da gentañ e voe goude 1900, pa fellas da verc’h ar perc’henn, aet d’an Anaon, bravaat ar savadur. Ouzhpennet e voe ur gazel. Un nebeud trubuilhoù a c’hoarvezas ivez. E-pad ar brezel e voe foeltret un tammig an diabarzh gant ar soudarded alaman deuet d’ober o annez ennañ. E 1990 e voe un tangwall hag a zistrujas ul lodenn anezhañ. Abaoe eo bet renket pep tra avat.


Ur savadur cheuc’h
300 m2 eo ar gorread da vevañ, rannet etre pevar solieradur hag un danzouar. Frank eo ar pemp kambr, ha teir sal-gibellañ zo. Ur saona hag ur sal-jiminas yac’haat zo ivez. 10 metr eo hirder ar poull-neuial.
Karget eo an ajañs Sotheby’s Norzh Breizh d’ober ar werzh ha fiziañs en deus ar rener e vo kavet buan ur prener rak klask zo war madoù a seurt-se. Evel ma kinnig an ajañs ez eus « ur gweled dibar war ar mor ha digustum eo ar savadur. N’eus ket a amezeg tost. » Hag ar rener da c’houlenn ouzhpenn : « Bevañ war un enezenn, daoust hag-eñ n’eo ket un huñvre bugel ? »
Piv ne vefe ket dedennet gant ur baradozig ken dispar ? Moarvat emañ kalon meur a lenner eus Ya! o tridal gant ar soñj e c’hellfe tremen an hañv a zeu eno. 9,5 milion a euroioù eo ar priz. Ma ne c’heller ket astenn kement all a arc’hant e c’heller atav prenañ ur gartenn-bost lec’h ma tiskouezer ar c’hastell. Unan eus lec’hioù dibar Aod ar Vein Ruz eo, priziet kalz gant an douristed a zeu da arvestiñ outañ.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1024, d’an 21 a viz Genver 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez