Keleier e brezhoneg abaoe 2005

An diferadenn guzh e-barzh kevrad Messi

Daoust hag e vo gwelet kement-mañ e kevradoù ar c’hleuboù mell-droad breizhat un deiz bennak ? Skrivet eo er gevrad a liamm Lionel Messi ouzh ar Barça e « rank-eñ deskiñ katalaneg ». N’en deus ket graet a-benn ar fin, met un arouez eo ez eo a-youl ar c’hleub katalan da gas àr-raok ar yezh hag an identelezh katalan er c’hleub hag er gevredigezh a-bezh.

Lionel Messi a-enep Granada CF e miz Here 2014. © Lluís

N’eo ket ur ral lenn diferadennoù kuzh peotramant dic’hortoz e-barzh kevradoù ar sportourion. Kement ha kemer ur skouer : e 2011 pa oa bet enrollet Samuel Eto’o en ur c’hleub rusian dinav, an Anzi Makhachkala, e c’houlennas ar C’hamerounad e vehe kaset ha degaset da vMoskou, e-lec’h ma oa o chom, goude pep pleustradenn (evel m’en dehe bet graet ur mont-ha-dont Lille-Marsilha div wech), dre viñsaskell pe dre garr-nij prevez. Ha skrivet e oa bet er gevrad !

Deskiñ ar c’hatalaneg

E-barzh hini Lionel Messi, anezhañ renour ar c’hoari mil-vrudet ag an FC Barcelona, eh eus bet diskuliet un iskis a ziferadenn gant ar gazetenn-sport El Mundo : sinet e oa bet gant niverenn 10 ar Barça ur promesa da zeskiñ ar c’hatalaneg ! Ent-resis e oa skrivet : « Dav eo da Lionel Messi ober pep tra evit enframmiñ er gevredigezh katalan dre zoujiñ ouzh talvoudegezhioù sevenadurel ar gevredigezh ha, dreist pep tra, dre brometiñ e tesko ar yezh katalan, anezhi an doare gentañ da enframmiñ ». Hervez El Mundo, estroc’h evit Lionel Messi en deus bet an diferadenn-mañ en e gevrad er Barça.

Pezh ‘zo, den n’en deus klevet Lionel Messi o komz katalaneg e gwirionez. Ur wech, er C’hamp Nou, e voe klevet o huchal er mikro goude ma oa bet gounezet ur gib bennak gant ar Blangranes : «¡ Visca el Barça i visca Catalunya !». Setu tout.

« E kenkaz e vehe arruet dizalc’h Katalonia »

E 2017 e oa bet diskuliet un diferadenn all ag e gevrad gant ar c’hazetennoù. Enni e oa skrivet « en doa droed Messi da guitaat ar c’hleub e kenkaz e arruhe dizalc’h Katalunya ha ma c’hoariahe an FCB en ur c’hampionad katalan ». Ha gwir eo, a-raok ar referendom e oa bet kaoz a betra o dehe graet ar c’hleuboù mell-droad katalan e kenkaz e vehe bet savet ar Republik evit gwir. E-touesk ar martezeadennoù : ar c’hleub a vehe chomet el Liga en ur seurt « kampionad iberek ». Da lavaret ar wirionez e kollfe ar Real Madrid forzh arc’hant ma vehe achu gant ar « C’hlasico » hag ar c’hevezerezh gant an enebour istorel. A-hend-all e oa bet kaoz da zegemer ar Barça er c’hampionad gall ! Ha bec’h d’ur C’hlasico nevez evit ar Vretoned, tapet etre daou gleub meur : Fc Nantes – Fc Barcelone !

E penn ar stourm evit an dizalc’hiezh hag implij ar c’hatalaneg er gevredigezh katalan emañ ar c’hleub Blaugrana. Er c’hontrol da gleub all ar gêrbenn, an « Espanyol de Barcelona » hag a zo kentoc’h kontet da gleub spagnolour. Evitañ da vout « spagnolour » en deus lakaet e anv e katalaneg (« espanyol » ha n’eo ket « español ») ha divyezhek eo e laz-kaniñ. Met chom a ra pell ag ar politikerezh ha kontet eo kentoch da gleub « estrañjourion ». Andalouiz, paneveken, o deus graet o annez tro-dro da vBarselona. Hag eñ savet gant Katalaniz, er c’hontrel ag ar Barça bet fontet gant ur suis.

E Katalonia e vez lavaret gant an dud e vez profet ur gartenn-anv katalan d’ar vugale pa vez prenet dezho o c’houmanant kentañ d’ar C’hamp Nou.

Fabien Lecuyer

UR PENNAD EMBANNET EN NIVERENN 819 (KOUMANANTIÑ : AMAÑ)

Da lenn

Da lenn ivez