Tamm-ha-tamm eo deuet skipailh Gwened da vezañ kreñvoc’h-kreñvañ, ken eo deuet a-benn da dizhout an Top 14, lec’h ma kaver gwellañ skipailhoù Frañs. Laouen eo an harperien evel-just met ne vo ket c’hoariet en Top 14 hep kreskiñ ar budjed avat. Ober a ra ar renerien eus o gwellañ.
E Breizh n’eus nemet ur c’hleub rugbi micherel, hini Gwened. Er c’houlzad 2016-2017 e oant pignet er rummad 2 lec’h m’int chomet meur a vloaz, betek ar bloaz-mañ ma c’hoariint en Top 14. « Bezañ ar skipailh micherel nemetañ e Breizh a zedenn sponsored », eme Vartin Michel, pennrener ar c’hleub. Da bep krogad e teu etre 800 ha 1000 harper, paeet o bilhed dezho gant sponsored, da sellet ouzh ar c’hoarierien. Ezhomm zo sponsored rak evit derc’hel an taol en Top 14 ez eus bet ranket tuta c’hoarierien nevez, a dalvoudegezh. Ha paeañ anezho evel-just. 13 milion a euroioù e oa ar budjed warlene e D2. Soñjet o devoa renerien ar c’hleub e vije bet kresket eus ur milion er bloaz-mañ ma vije chomet ar skipailh er memes live. Goude disoc’hoù ar c‘houlzad 2023-2024 hag ar bignadenn eo deuet da vezañ re izel. Kresket eo bet kalz. E dibenn an hañv e lavare Olivier Kloareg, prezidant ar c’hleub : « n’eo ket tizhet ganeomp ar pal 20 milion a euroioù c’hoazh met fiziañs am eus e teuimp a-benn. »
Ul labour ingal a-hed an hañv
M’o doa bet amzer ar c’hoarierien da ziskuizhañ goude m’o devoa gouezet e cheñchfent rummad n’eo ket bet gwir evit ar renerien eta. Raktreset o deus penaos e teufent a-benn da skoulmañ ganti. « C’hoari leun ar stad pep krogad a zegaso 3 milion a euroioù, skoulmañ emglevioù gant embregerezhioù a dalvezo 9,5 milion a euroioù e-lec’h 6,2 warlene », eme Olivier Kloareg. Un 10 embregerezh bennak a gaver o logo pe o anv ouzh roched Kleub Rugbi Gwened, evit 2,3 milion a euroioù. Bez’ e c’heller ouzhpennañ ar gwirioù skinwel evit 4,2 milion a euroioù.
Pa vez keñveriet Gwened ouzh kleuboù all an Top 14 e kaver Tolosa er plas kentañ gant 50 milion a euroioù. Ar c’hleub paourañ eo hini Gwened. Keidenn ar c’hleuboù eo 32 milion. E-skoaz warlene emañ kresket ar budjedoù eus 2 vilion. Pell emeur bremañ diouzh ar mare ma laboure c’hoarierien skipailh Frañs war ar pemdez ha ma‘z aent da c’hoari rugbi en dibenn-sizhun.
Pouezus eo evit Kleub Rugbi Gwened kaout ur budjed a-feson ma faot dezhañ desachañ c’hoarierien ampart. « Tutaet hon eus dija c’hoarierien barrek da c’hoari en Top14 : Hugo Djehi, Iñaki Ayarza, Fabriz Metz, Kristian Van der Merwe, Mako Vunipola. En holl e faot deomp kaout 8 c’hoarier nevez », eme Olivier Kloareg.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1007, d’ar 24 a viz Gwengolo 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg