Divizet en deus rektor Korsika ma vefe klasoù divyezhek en holl skolioù an enez. Tud zo savet a-enep, o lavarout ne c’hell ket ar familhoù dibab ken. Setu ar stourmerien o sevel o mouezh d’o zro.

Un deskamant diazez eo ar c’horseg, evel skrivañ, lenn, kontañ, bezañ doujus e-keñver ar re all. Alese an ezhomm da ledanaat kelenn ar c’horseg, evel ma oa bet displeget gant ar rektor p’en devoa kinniget e raktres akademek e miz Mae. Kemennet en devoa e vefe krouet 70 klasad « dre soubidigezh, dreist-holl er skolioù-mamm. » Ur plas brav a vefe roet d’ar c’horseg er bloavezhioù kentañ ha tamm-ha-tamm e kreskfe plas ar galleg.
Pa welas prezidant FCPE Su-Korsika ar raktres-se en deus kaset ul lizher da Elisabeth Borne, ministrez an deskadurezh, ma tispleg ennañ e vefe « dedennus-tre evit kalz bugale » kaout un deskamant divyezhek. Klemm a ra avat rak dont a raio skolioù ha skolajoù zo da vezañ skolioù divyezhek hepken. Hag eñ ha menegiñ teuliad ar rektordi ma lenner eo divyezhek penn-da-benn pe gant ur filierenn divyezhek enno 62,5 % eus ar skolioù.
Evit an FCPE n’eo ket reizh an dra-se rak ez pleustrek e vefe rediet familhoù zo da lakaat o bugale en ur c’hlasad divyezhek. Diaesoc’h e vefe da vugale hag o deus kudennoù DYS da skouer, pe d’ar re anezho na oar ket korsek o c’herent. Mont a ra pelloc’h prezidant an FCPE pa skriv e vo « kenofisiel ar galleg hag ar c’horseg » e-giz-se, ar pezh a oa bet nac’het er steuñv adreizh bonreizhel a oa da lakaat er pleustr en enezenn.
Stourmerien fuloret
Ne vije ket bet ur gwall afer ma ne vije ket en em gavet al lizher-se er rouedadoù sokial, ne oar den penaos. Ar strollad Femu a Corsica an hini zo e penn ar jeu, o rebech d’an FCPE un emzalc’h eus an amzer tremenet. Estreget izili ar strollad-se zo peogwir en deus kavet an depute Horizons Xavier Lacombe abeg e « ton hag arguzennoù al lizher. »
Dizalc’hourien ar strollad Core in Fronte o deus goulennet zoken ma vefe kaset kuit prezidant an FCPE eus an enezenn. Kunujennoù zo bet lakaet er rouedadoù sokial ha tagoù gourdrouzus zo bet livet war mogerioù zo e Aiacciu.
Respont ar rektor
Ur gemennadenn zo bet digant ar rektor Remi-François Paolini, e galleg hag e korseg, ma tispleg bezañ lakaet nec’het o lenn « traoù diwir niverus » e lizher an FCPE, hep menegiñ resis petra int. N’en deus ket lavaret kennebeut eus peseurt skolioù ez eus kaoz. Evit gwir, hervez tud hag a anavez mat an teuliad, e vefe ur skol kentañ derez e Aiacciu, div e Porto Vecchio ha skolaj Vico d’an nebeutañ. « Gwir eo, ranket em eus enskrivañ ma bugel er filierenn divyezhek rak n’em boa ket a zibab, pe mod-all e vefe bet ret cheñch skol », eme tad ur bugel eus skol bublik Charles-Bonafedi e Aiacciu, hag a zeuio da vezañ ur skol divyezhek hepken azalek miz Gwengolo.
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1049, d’ar 15 a viz Gouere 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg