Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kenstrivadeg an Erminig Helavar – Diwan

A drugarez ur profour eus Kanada e oa bet aozet ar genstrivadeg «An erminig helavar» gant Eil Derez Diwan d’ar Merc’her 16 a viz Here 2024, e lise Gwened.

Digoret e oa an enskrivadurioù da holl liseidi·adezed Eilvet klas Diwan. 23 lisead·ez o deus kemeret perzh er bloaz-mañ. Bez’ o doa da ezteurel o sonjoù dre gomz e-kerzh 5 munut, hep notennoù war un tem dibabet ganto (ekologiezh, gwirioù ar merc’hed, feulster er bed, gwallgas al loened…)

Tro o doa eta da ziskouez o barregezhioù da gendrec’hiñ e brezhoneg.

Barnet e oant war o yezh, o arguzennoù hag o c’hoari gant ur juri.

Prizioù a-feson a oa :

Lilwen BOENNEC (lise Karaez) : 500 €

Iris LORIC-PHILIPPE (lise Karaez) : 400 €

Laouen AUDOIRE (lise Gwened): 300 €

Rosenn MAIGNAN-VINCENT (lise Karaez) : kartenn brof 30 €

Manu GARREAU (lise Karaez) : kartenn brof 30 €

Aelig DANIEL (lise Gwened) : kartenn brof 30€

Mina JOSSO-ARHRID : kartenn brof 30 €

Tudi MAZO-RAGUIN : kartenn brof 30€

Ewen CHOUTEAU : Priz an arvesterien : 150€

Izili ar bodad-barn :

  1. Pascale Chevillard Renerez pedagogiezh Eil derez Diwan
  2. Gwenola Coic : Renerez skolaj Bro Dreger
  3. Kristof Krismenn : Soner, komedian
  4. Aziliz Peaudecerf : sevenerez podkast
  5. Morwenna Jenkin : Stummadurez Kreizenn Kelenn
  6. Goulwena an Henaff : Sevenerez filmoù Frañs 3 Breizh 
  7. Mael Gwenneg : E penn abadennoù e brezhoneg Frañs 3 Breizh 
  8. Marie-Claire Louis : kanerez strollad Triorezed

Trugarez d’ar berzhidi hag izili ar bodad-barn evit ar prantad brav e brezhoneg.

Degemeret mat-kenañ gant skipailh skolaj-lise Gwened. Trugarez dezho.

Diwan

Da lenn

Da lenn ivez