Tamm-ha-tamm e kresk ekonomiezh ar bezhin. Koulskoude n’eo ket anavezet mat kement tra a vez fardet diwar ar bezhin. Evit lakaat anaout gwelloc’h an implij-se o devoa divizet an embregerezhioù bodet er gevredigezh Merci les Algues kaout o saloñs dezho o-unan. Dalc’het e oa bet e dibenn-sizhun diwezhañ miz Du e Roazhon.

« Fellout a ra deomp diskouez ar gounid a c’heller tennañ diwar ar bezhin evit al labour-douar, an agrobouederezh, hag ar bevdanvezioù », a lavare Jeanne-Marie Robert, animatourez ar gevredigezh Merci les Algues, a-raok ar saloñs. Daou zevezh eo padet hemañ. En devezh kentañ e c’helle neb a gare dont da weladenniñ ar standoù. C’hoarioù a oa, ha displegadennoù. Tañva meuzioù a c’helled ober ivez. An eil devezh ne c’helle kemer perzh ennañ nemet an dud a vicher. Lakaet int bet da gendivizout ha da skoulmañ liammoù, pe e vefent klaskerien, produerien, artizaned, industriourien, dre atalieroù war temoù zo, ha prezegennoù. Un 70 embregerezh bennak a oa ur stand ganto er saloñs.
Breizh er penn a-raok
Pa vez meneget ar bezhin e Frañs eo eus Breizh ez eus anv dreist-holl rak 90 % eus ar bezhin a vez dastumet en hor rannvro, war-dro 70 000 tonenn. Goude treuzfurmiñ anezho e sav ar werzh da 400 milion a euroioù. N’eus ket mui ul log marc’had, da lavarout eo un obererezh dister ha kuzh, eus ekonomiezh ar bezhin, rak ur 150 bennak a embregerezhioù a ro labour da 2500 den, war-eeun pe zieeun. Koulskoude ne oar ket an dud an dra-se a-walc’h, nag an dilennidi atav kennebeut. Alese ar saloñs kentañ-se bet dalc’het e Roazhon.
Meur a zoare da implijout anezho
600 spesad bezhin a anavezer met n’eus nemet un dek bennak anezho hag a vez dedennet ar glaskerien ganto. Dastumet e vezont a-vaez da Vro-Leon gant bigi dreist-holl, pe war an aod pa vez izel ar mor. Goude o naetaat ez implijer anezho d’ober boued, en uzinoù fardañ gwezeladoù*, pe en uzinoù apotikerezh.
Gant ar soñj ezporzhiañ emeur ivez. « Soñjal a ra deomp e c’hellfemp ezporzhiañ da Azia », eme Frederic Faure, rener embregerezh. « Uhel eo kalite hor bezhin, abalamour d’an dour mat-tre e Breizh. E Japan e vez debret bezhin evel ma vez debret salad du-mañ. Dedennet e vefe ar vro-se ganto », emezañ.
Y.Y. ar Gov
*cosmétique
Ur pennad embannet en niverenn 1068, d’ar 16 a viz Kerzu 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg



