Kêrioù speredek

Evit azasaat gwelloc’h hor c’hêrioù ouzh ezhommoù ar geodedourien e vez implijet teknikoù nevez. Kaptorioù a vez ijinet ha fardet gant un embregerezh eus Lannuon evit studiañ hon doareoù bevañ hag hon doareoù en em ziblasañ.

E 2000 e oa bet krouet an embregerezh Eco-compteur gant Christophe Milon. © Eco-compteur

Ur bern keleier diwar hor penn a vez dastumet gant kaptorioù, kameraioù ha binviji kevreet ouzh ur greizenn. Lod a lavarfe evit spiañ ac’hanomp. Ur sikour d’ar boliserien eo ar c’hameraioù met abegoù all zo da staliañ anezho rak talvezout a reont ivez da wellaat hor buhez e meur a stumm, oc’h implijout muioc’h-mui an naouegezh artifisiel1. Unan eus an embregerezhioù a ra kaptorioù eo Eco-Compteur. « Kontañ a reomp an dud war-droad ha war varc’h-houarn ha dielfennañ a reomp an disoc’hoù goude. » Er bed a-bezh e werzh ar stal he c’haptorioù. Evit an dud war-droad e vez graet gant tommder ar c’horf. Evit ar varc’hhouarnerien e vez eveshaet ouzh sinadur tredanwarellek2 ar rodoù hag a zo disheñvel diouzh hini ar c’hirri-tan. « Gant ar sistem-se e c’heller dishañvalout an troterezed zoken », eme Raphaël Chapalain, rener an embregerezh.
Evit ar c’hêrioù eo pouezus gouzout pet kerzher a vez war ar riblennoù-straed pe en un dachenn natur ha pet marc’hhouarner zo boas da dremen war un hent beloioù. Reiñ sifroù d’an dud e karg a sikour anezho da gemer divizoù evit ober labourioù ha lakaat aveadurioù el lec’hioù ret.


Pellgomzerioù
Forzh pelec’h e vefemp e c’heller heuliañ ac’hanomp dre hor pellgomzer-chakod. Klevet e vez a-vare-da-vare e teu ar polis a-benn da adkavout an torfedour-mañ-torfedour dre ar roudoù en deus laosket war e lerc’h gant e bellgomzer. Memes mod e labour Eco-Compteur ivez, hep klask diskoachañ ar pezh a ra pep hini ac’hanomp avat, rak ar pezh a gont eo kaout statistikoù dre vras. Gant peseurt gwenodennoù ez a an dud, pelec’h e chomont a-sav ha pegeit amzer e vezont aze, setu aze titouroù a bouez evit kempenn an takadoù, gwareziñ an tevennoù pe al laboused war bord ar mor.


Talvoudus evit an touristerezh
N’eo ket un dra nevez lakaat konterioù evit gouzout an niver a douristed. Ur benveg evit dielfennañ gwelloc’h ar pezh a reont a ginnig an embregerezh Eco-Compteur. « Tamm-ha-tamm e vo resisoc’h. En ur sellet a-dostoc’h ouzh an disoc’hoù e teuimp a-benn da zegemer gwelloc’h an douristed e kement lec’h a zo met ivez da gizidikaat anezho ouzh breskted an natur », eme Didier Alno, rener ti an douristed e Perroz-Gireg. Cheñchet e vo traoù zo evit ar marc’hoù-houarn goude, pe evit ar gerzherien.
Dre staliañ kameraioù e penn ar c’hêrioù e c’heller niveriñ ar c’hirri-boutin hervez an eur ma teuont ha pegeit amzer e chomont. Lakaat ur parklec’h ha peseurt ment e vo a c’heller gouzout resisoc’h e-giz-se.


Muzuliañ an tommder
Pa vez tomm en hañv ne vez ket aes bevañ er c’hêrioù. Lakaat a ra an embregerezh Eco-Compteur kaptorioù evit muzuliañ an temperadurioù. Enezigoù tommder zo lec’h ma vez daou pe dri derez muioc’h eget e lec’h all. E Roazhon e klask an ti-kêr freskaat al lec’hioù-se. Goude bezañ dielfennet an disoc’hoù e vo plantet gwez ha lakaet plant lec’h ma oa ter-douar a-raok.

Y.Y. ar Gov

1naouegezh artifisiel : intelligence artificielle
2sinadur tredanwarellek : signature électromagnétique


Ur pennad embannet en niverenn 1084, d’ar 7 a viz Ebrel 2026.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez