Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Klez Brandar

Luc’hskeudenner, kaner, soner… un arzour eus ar c’hentañ an hini eo. E bevare albom a zeuio er-maez a-benn nebeut : Amazônia. © Martin Babic

A evel Animals pe Amazônia. Plijout a ra din kalz al loened. Poent bras eo gwareziñ an natur, ar mor, ar c’hoadoù ha tout al loened. Mab-den ivez zo ul loen, met unan hag a c’hall bezañ re zroch ga’ e endro. Poent eo cheñch. Ma fevare albom a vo ‘maez ‘benn nebeut ‘vo anvet Amazônia peogwir ‘oan fasinet pe boemet gant ar c’hoadoù bras pe bihan pa ‘oan bihan dija. An albom (un A all !) ‘vo e 7 yezh, an eko deus al liesseurted a vez kavet ‘ba seurt koadoù enno mil spesad plant ha loened… 

B evel Brandar. En Okitaneg e talvez « fifilat » pe « fiñval ». Ar pezh ‘m eus graet kalzik ‘pad ma buhez. Bet on bet o chom ‘ba Arc’hantina, Zeland-Nevez, Brazil, Italia, Breizh ha bremañ ‘ba Praha, Republik Tchek. Fiñval ‘oa un dra normal un nebeud milvedoù zo… Fiñval zo mat ha neseser met mat eo chom sioul ivez a-wechoù ‘vit soñjal ha santout. 

Ch evel cholori. Berr eo ar vuhez. Dav eo lidañ n’ei. O’r an traoù hag a blij deomp pa ‘vez posupl, bodañ an dud, o’r festoù, o’r cholori, bezañ a-stroll. Er mod-se ‘vo aesoc’h d’an dud en em gompren. ‘Blam da-se ‘plij din o’r digorlidoù foto, n’eo ket nemet ‘vi diskouez ma labour met ivez ‘vit lakaat an dud da vezañ asambles. 

C’h evel c’hoari. Ur ger important bras. Kalz tud en oad, ar re vras ‘giz ‘vez lâret, a soñj dezho c’hoari n’eo nemet pa oamp bugel. An dra-se zo ur gaou hag un doare da welet an traoù hag a zo sot-nay. Dav eo c’hoari ‘pad tout ar vuhez, deus bugel betek ar fin. C’hoari gant doujañs. C’hoari gant ar gerioù ‘vit farsal, c’hoari muzik pe skate, c’hoari gant ar chas pe me oar-me. Ar pezh a blij deoc’h. C’hoariomp ‘ta !  

D evel Dizehan. Lusk Dizehan zo ur c’honcept foto graet ganin abaoe 2016. Graet ‘m eus 11 pe 12 diskouezadeg ‘ba Praha gant fotoioù e gwenn ha du pe livioù. Digital pe analogel (gant ur c’hamera eus 1978). Laouen on bet pa ‘m eus graet un diskouezadeg vras ‘ba Ensavadur Gall Praha hag en doa moullet « Lusk Dizehan » war ur skritell bras-bras (ha titouroù all an diskouezadeg warnañ evel-just), hag a oa ‘ba straed kreiz-kêr Praha. An anv brezhonek skrivet bras ‘ba an Ensavadur… e kreiz-kêr ur gêr-benn europat. Un tamm justis ‘vit ar brezhoneg met ivez evit disachañ kuriusted an dud eus ar bed a-bezh marteze. Dizehan eo lusk hor c’halon ivez betek ‘vimp marv. 

E evel Evel pe Eskemm. Ni zo tout heñvel evel al loened, evel ar louzaouennoù pe al louzoù. Heñvel ha disheñvel. Unel ha diunel. Brav eo. Eskemm zo ezhomm.

F evel Fuck. Gwir eo ? An estremouriezh a zo bremañ partout ? Dav ‘vo bezañ kreñv… selaou, kehentiñ, eskemm, treuzkas ha chom uvel. N’eo ket ? 

G evel Gouest. Me zo gouest d’ober traoù hag a blij din. Ober ur vinil. Mersi d’ar vuhez. Mersi d’an eskemmoù ‘m eus bet. 

H evel Ho Pugale / Kâtibim – Üsküdar’a Gider İken. Intro an albom Mangrove (2022) zo bet ijinet ganin ‘ba Enez Edig e 2021. Da c’houde ‘m eus kejet ga’ Badr Tachouche (eus Aljeria) hag hemañ ‘neus lâret din e plije spontus-abominabl an ton-se ha c’hoant en doa d’o’r ur c’henlabour. Lâret ‘m eus dezhañ : « ro din ur miz ‘vit labourat war se. Diwar an tregont segondenn-se e skrivin muioc’h » e brezhoneg. Hag hemañ ‘neus bet ar mennozh meskañ gant ton Kâtibim – Üsküdar’a Gider İken… ha setu. kanet ‘neus en arabeg ha turkeg ha me e brezhoneg. Marteze ar ganouenn gentañ e brezhoneg, arabeg ha turkeg ! Kavet ‘vo war ar vinil. 

I evel I’ll Take A Train. Ur ganaouenn hag a vo war ar vinil o tont. Skrivet d’ar 1 a viz Genver 2021 gant poan vlev ‘pad an dijuniñ. Awenet… buan. Ur ganaouenn simpl. E dek munutenn ‘moa kavet ar gitar, an ton hag ar pozioù ! N’eo ket ‘mod-se ‘vit pep kanaouenn… 

J evel Janine. Ur vrezhonegerez eus Enez Edig. Evel kalz tud kozh eus Breizh Izel e oa krog da lâret din « na gomzan tcheut Brehoneg mat » (gant taol mouezh Enez Edig). Salud deoc’h Janine ha d’ho prezhoneg flour ha dous ‘vit an divskouarn. Komz a rit gwelloc’h eget mat ha gant an taol-mouezh bourrus ! Plijus ! 

K evel Kerouac Is Dead. Plijout a ra deoc’h Kerouac ? Plijout a ra deoc’h ar punk ? Un tamm fent hag energiezh… Ur c’hlip fentus graet en ur ober 5 eurvezh (ha divudjed) zo e YouTube ma fell deoc’h. Kavet ‘vo war « FACE B » ar vinil. 

L evel Loukoum Skateboards. Krouet ‘m eus ar merk-se e 2017. An anv fentus ‘vit tud hag a ra skate pa n’int ket « ken yaouank ». An digarez mat ‘vit krouiñ videoioù skateboards, boards (plankenn-ruilh), darvoudoù, emgavioù « punk » pe get… ‘Pad ar c’hovid hon doa aozet ur c’hontest ‘ba ar c’hoadoù ‘kichen Olomouc, ‘blam n’hon ‘oa ket ar gwir da vezañ muioc’h eget pemp den asambles. Risklet ? Ya ! Met ezhomm ‘oa da vodañ an dud, da gejañ, d’o’r traoù « normal » ha da vezañ dieub un tammig… Punk you ! 

M evel Mangrove. An albom hon eus graet gant Yoko. Dreist-holl gitar ha mouezh. Pemp kanaouenn : Você (kavet ‘vo war ar vinil), Fulenn (kavet ‘vo war ar vinil) ivez !), Buenos Aires, L’âme Hantée hag An Noz Didrouz. A-raok pep kanaouenn e kavoc’h ur « gartenn-bost sonerezh ». World music eo ? 

N evel « Ne ». « Ket » e Tchekeg. Important eo bezañ kap da lâret « ket », « ne » , « non », « no » ‘pad ar vuhez… Ha da fokusiñ war an traoù hon eus c’hoant ‘vit gwir. 

O evel Opala ! Deus petra zo kaoz ? Ur vinil e 7 yezh. Traoù all ivez. 

P evel Pitná Voda (dour mat da evañ e Tchekeg). Ma c’hanaouenn gentañ e yezh Karel Čapek (hemañ en doa skignet ar ger robot by the way…) N’eo ket ur yezh aes ‘vit kanañ ‘soñj din. Plijout a ra din klask o’r traoù nevez, traoù start. C’hoant am boa da lakaat ar gaoz war petrol an amzer da zont… kar an dour a vank hag a vanko e meur a lec’h er bed. Grevus. Ur ganaouenn « skañv- diskañv » kwa… 

Q evel Querem Mais. ‘Ba Amazônia e vo kavet ma zrede kanaouenn e portugaleg. Plijout a ra din kalz kalz ar portugaleg, ar muzik deus Brazil, Mozambik, Portugal, Angola, Kab Glas…. Ur soñj war ar c’hoant, an dud c’hoantek (tout an dud a-wechoù… atav… n’eo ket mat…). C’hoantek e vezomp war traoù ha n’hon eus ket ezhomm. Me ivez. 

R evel Rock. Ur ganaouenn funk-rock hag a vez kavet war ma vinil kentañ. Scoop ? An eil war ar « FACE A ». 

S evel skateboard. Abaoe 25 bloaz pe muioc’h… Pa ‘m eus kroget ‘soñje an dud tro-dro din ‘oa ‘vit ar vugale ha nemet ‘vit ur mare « rebel » pe seurt konirioù ‘mod-se. Me ouie ‘oa un dra ‘vit meur a vloavezh. Setu, atav war ar board oc’h ober « tricks », flips, heelflips, ha memes tra e switch ha traoù all ‘ba ar straedoù pe war ur mini ramp pe en ur poull-neuial goullo pe war un doenn ! Ijinegezh e-leizh ‘vez kavet ‘ba bed ar skateboard peogwir n’eus ket eus reolennoù resis ‘vel ‘ba tennis (pe me oar) e lec’h ‘vez ul linenn ha reolennoù resis ‘vit tout an dud. Ma plij deoc’h, dav eo esaeañ, ne ra forzh ma’z oc’h 50 vloaz. Atav zo moaien da gregiñ ‘barzh gant ma zo avi. Ar skate zo ur c’helenner mat peogwir eo dav sevel en-dro goude kouezhañ. Memes tra ‘pad ar vuhez goude prantadoù start. 

T evel Tango. Por una cabeza, todas las locuras… Su boca que besa… Borra la tristeza… Calma la amargura… 

U evel Unaniezh. Ar pezh hon eus ezhomm ‘vit ar pezhioù daeoù a zo o tont… 

V evel Vinil evel-just ! Na brav selaou an albom war ur bladenn (graet gant petrol ha dour…) mod-se… Leonard Cohen, Orchestra Baobab, Wes Montgomery, Mano Negra, Wu-Tang Clan, Soda Stereo, Mozart pe me oar ! 

W evel Walking On The Slackline. Ur ganaouenn graet gant ma c’henderv hag a vo war Amazônia. Ur pop-disco gant un tammig funk… Dav selaou d’al Lun a-raok al labour. 

X evel Xàbia. Ur gêr vrav e Spagn e-lec’h m’eo bet filmet klip ar ganaouenn « Salut, Je T’Aime » . Ur c’hlip gant ur maskl marmouz ‘vo rannet ‘benn nebeut ganin. Dihunet omp bet da bemp eur vintin ‘vit kat ar gouloù bravañ posupl.

Y evel YEAH ! Important eo lâret « no », pe « ne », pe « ‘m eus ket c’hoant » met important eo ivez lâret YA! Ya d’an traoù o deus ur stêr hag ur ster… an dalvoudegezh. Pas nemet d’an traoù a blij deomp marteze ? 

Z evel ZO. Me ZO laouen. Daoust hag-eñ ho peus lennet ar pennad betek ar fin ? Mersi deoc’h. Kenavo.


Un atersadenn embannet en niverenn 994, d’ar 25 a viz Even 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez