10 vloaz zo e oa bet urzhiet ur studiadenn àr implij ar c’horseg e Korsika. Unan all a oa bet graet e 2021 hag embannet an disoc’hoù ar sizhun tremenet. Afi ! N’o deus ket cheñchet kalz ar sifroù. 39 % ag an dud a zo korsegerion oberiant ha 2 % a ra gant ar c’horseg nemetken àr ar pemdez ! E kreiz Korsika emañ kentoc’h ar gorsegerion oberiant o chom.
39 % ag an dud daet àr an enezenn a vehe korsegerion oberiant (etre 99 000 ha 112 000 en holl), hervez ur studiadenn bet urzhiet gant ar strollegezh tiriadel. En o zouesk, 2 % a gomz korseg nemetken àr ar pemdez ! 34 % a lavar e reont gant an div yezh, korseg ha galleg. 20 % a gomz kentoc’h galleg àr ar pemdez ha korseg “gwechoù zo”.
77 % ag ar re en tu all da 50 vloaz a gomz korseg bemdez. Ha 40 % ag ar re yaouank dindan 25 bloaz a ra gant ar yezh gant o mignoned. Er familhoù e vez korseget dreist-holl rak 85 % a lavar e reont gant ar yezh en o familh.
Kreiz Korsika, ar c’horsegva
Evit fed dasparzh ar yezherion oberiant n’eo ket unvan an traoù : e kreiz Korsika ec’h eus 75 % a gomzerion ha 50 % a dud divyezhek. E su pellañ an enezenn n’eus ket ‘met 35 % a gomzerion ha 25 % a dud divyezhek.
Evit a sell ouzh an deskadurezh n’eo ket memes kont hag e Breizh, pell alese. Ouzhpenn an drederenn ag an dud aterset o deus bet kentelioù korseg er skol. 63 % zo bet laouen d’o c’haout met 68 % a soñj dezhe ne oa ket a-walc’h evit mestroniiñ ar yezh da vat. A-hend-all, 62 % a soñj dezhe e vez klevet ha lennet muioc’h a gorseg er mediaoù bremañ.
Ur fazi strategiezh ?
Menegomp e oa bet graet ur choaz dishañval e Korsika diouzh an hini e Breizh : er bloavezhioù 70, da vare ar “Riacquistu”, e oa bet reklemet gant an emsaverion e vehe eurvezhioù korseg en holl skolioù ha n’eo ket sevel skolioù dre soubidigezh mod Diwan. D’ar mare-se e veze komzet korseg gant tout an dud pe dost e Korsika, dre-se ne oa ket ar yezh en arvar. Dibaoe degadoù n’eo ket memes kont. Ha ne vez ket treuzkaset mui ar yezh en holl familhoù. Alese ar choaz da sevel skolioù-mamm dre soubidigezh e 2021 (Scola Corsa). Ur sapre cheñchamant a voe evit an emsav korsat e gwirionez !
Hag ur goulenn sokial zo evit ar c’horseg e Korsika ? “Ié !” e-giz ‘vez lavaret. 88 % a soñj dezhe
eo un dra a bouez da saveteiñ o yezh. 97 % zo fier-ruz oc’h ober ganti. 99 % a soñj dezhe eo ur lodenn ag an identelezh korsat ha 79 % a soñj dezhe eo “ur yezh evel ar re all”.
Riacquistu
Ur sapre labour zo bet graet àr ar poent-se rak betek ar bloavezhioù 30 e veze kontet ar c’horseg da “italianeg Korsika”. Evel an elzaseg hiriv an deiz e veze komzet e korseg ha skrivet en italianeg. Betek deroù an XXvet kantved e veze kavet bommoù en italianeg e aktaoù noteriet zo ha n’eo ket bommoù e korseg. Hag en italianeg pe en div yezh (italianeg-galleg) e veze embannet ar c’hazetennoù betek ma vehe lañset ar gazetenn A Tramuntana e 1896. E 1930 nemetken e voe embannet ar romant kentañ e korseg : Pesciu Anguilla gant Sebastianu Dalzeto. A-raok eo en italianeg pe e galleg e veze skrivet an “danvez korsat”.
1500 den zo bet aterset evit an enklask-mañ. Evel-just ec’h eus bet aterset tud en holl rannvroioù ag an enezenn hag en div rannyezh pennañ a ya d’ober ar c’horseg eo bet kinniget ar goulennaouegoù : Pumonte ha Cismonte (da lavaret eo e norzh hag e su ar chadennad venezioù a dremen dre greiz an enezenn). Ar re na ouiont ket yezh ar vro o deus bet goulennaouegoù e galleg, anat. E 2021 e oa bet graet an enklask-mañ.
Fabien Lecuyer
Ur pennad embannet en niverenn 932, d’an 18 viz Ebrel 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg