Hag e c’hellahe ar c’hreoleg jamaikan bout lakaet da yezh kenofisiel a-benn 2024 ? Setu ar pezh en dehe c’hoant gouarnamant an enezenn d’ober bepred. Evit ar ministr kentañ e vehe un doare simbolek da droc’hiñ ar liammoù etre Jamaika ha Breizh-Veur hag embann ar republik dizalc’h da vat. Rak hiriv an deiz eo atav Charles III an hini eo roue an enezenn…
“Patois” pe “Patwah” (mui un aridennad a anvioù all : “Jamaican”, “Jamaïcan Creole”, etc…) setu penaos e vez graet ag ar c’hreoleg diàr saozneg a vez komzet e Jamaika. Ha padal, e bro Bob Marley n’eus ket ‘met ur yezh ofisiel : ar saozneg. Hogen, hervez ur studiadenn, ne vez ket komprenet ar c’hemenadennoù e saozneg er radio gant 40 % ag an dud. Rak ar jamaikaneg an hini eo a vez komzet gant tout an dud pe dost àr ar pemdez ha n’eo ket ar saozneg. Komzet er familhoù ha klevet er radioioù FM, ha betek en ilizoù zoken. Alese ar soñj gant reoù zo da reishaat ar yezh ha d’he lakaat ofisiel. Hervez an New-York Times e vehe ar gouarnamant jamaikan o
prederiiñ àr ar fed da lakaat kenofisiel ar jamaikaneg a-benn 2024. E gwirionez gant Kingston zo mennozh da adwelet ar liammoù etre an enezenn ha Londrez. Ezel ag ar C’hommonwealth eo Jamaika ha n’eo ket ar wech kentañ e klask ar vrose troc’hiñ ar liammoù gant Breizh-Veur, an trevadennour kozh, evit dont da vout ur Republik dizalc’h. E 2012 dija pa arruas ar PNP e penn ar vro e voe anv da guitaat ar C’hommonwealth.
Benveg a zieubidigezh
Dav eo lavarout ec’h eus, forzh penaos, ur seurt divyezhegezh de facto er gevredigezh jamaikan. Dre vras : ar patwah dre gomz hag ar saozneg dre skrid. Àr-bouez er renkadoù uhel ma vez komzet ha skrivet e saozneg hepken evel-just. Un dalc’h ken yezhel ken sokial eo ar yezh neuze. Setu perak e faot d’ar gouarnamant (ag an tu-kleiz) mont pelloc’h hag implijout ar jamaikaneg evel “benveg a zieubidigezh”. Ur referendom àr reizhañ ar vonreizh evit termeniñ ur statud nevez evit an enezenn a zo àr ar billig dija. Hervez an Times e c’hellahe bout aozet e 2024.
Menegomp eo bet troet an Testamant Nevez e patwah, pezh zo ral evit ar yezhoù kreol. An Testamant kozh a zo àr ar stern met n’eo ket achu gantañ c’hoazh. Gant an droidigezh-se e faot d’ar yezherion jamaikan ledanaat implij ar skritur unvan er gevredigezh, diàr-goust ar mor a “skriturioù anfurmel” a vez implijet gant ar bobl. Evel ma ta e ta ! E Jamaika e vez lavaret e vez skrivet en doare “Miss Lou” diàr anv ur skrivagner e jamaikaneg (Louise Bennett-Coverley hec’h anv gwir).
Er C’hab-Glas ivez…
Er bed kreol a-bezh e weler prosesusoù a seurt-se er mare-mañ : ar c’hoant da bellaat diouzh broioù ar c’hornôg dre implijout ar yezh. E Martinik evel-just gant Serge Letchimi met ivez e Nigeria (kerkent ha 2017), Sechelez hag er C’hab-Glas ma vez komzet ur c’hreoleg diàr portugaleg. Er vro-se en doa embannet e fin 2021 ar prezidant Jose Maria Neves e klaskahe lakaat ofisiel ar “c’hrioulo” asambles gant ar portugaleg a-raok fin e amzer. Siwazh, kudennoù a rannyezhegezh a zo gant ar c’hreoleg-se. Meur a enezenn a ya d’ober ar republik afrikan-se. Se zo kaoz ec’h eus rannyezhoù dishañval-tre àr pep hini. Emañ arbennigerion ar yezh o prederiiñ àr ur standard hag a vehe forchet diàr div rannyezh : hini Santiago ha hini São Vicente, ‘pezh a lakahe ar c’hrioulo da yezh lieskreiz gant meur a standard enni.
Fabien Lecuyer
Ur pennad embannet en niverenn 959, d’ar 24 viz Here 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg