Gant ar c’hufunañ, prenañ a-bell, e vez ezhommoù brasoc’h-brasañ a gartoñs, un danvez ne teu ket deus ar petrol. Peadra da soñjal en un dazont alaouret.
E Breizh zo daou broduer bras, Ds Smith Packaging Bretagne, Otor gwechall, staliet e Karaez, ha Smurfit Kappa, un embregerezh iwerzhonat, bet prenet ganti embregerezhioù e Karadeg, Kastell Paol ha Roazhon. Ar stalioù-se a zo a vent etrebroadel, a bren stalioù bet savet er vro, arbennikaet alies er c’hartoñsoù da gas-degas legumajoù pe kig. «N’eo ket talvoudus lakaat ar c’hartoñs d’ober hent. Gwelloc’h eo kaout labouradegoù tost eus ar vevezerien, koperativoù ha produerien.» eme Jacques Daquin, rener an embregerezh Gourio, (Pommeret, 22) 32 implijiad, krouet e 1976. «Arbennikaet omp el labourioù luziet, kementadoù bihan. 90 % eus hor pratikoù a zo tro-dro deomp, dindan nebeutoc’h eget 100 km.»
Embregerezhioù lec’hel
Ar memes tra a vez lâret gant William Gervais, eus ABC Line (Landaul, 56) ha Thierry Berriau eus ar Cartonnages de l’Atlantique (St Aignan Grandieu, 44). «Nebeutoc’h a dud a zo war ar vicher ( -18 % ) ha dre chañs zo bet eus an e-commerce dre ar rouedad e fin ar bloaz. Ar genwerzhourien o deus ezhomm da gaout kartoñsoù. Kempouezañ a reomp evel-se an niver a bratikoù hengounel o deus graet freuz-stal. Met ne reomp ken ‘met kempouezañ.» eme an hini kentañ, a-raok anzav e rankint cheñch doare da broduiñ ha mont war-zu pakadoù bihanoc’h, kaset buanoc’h.
Daoust d’e stal bezañ un tamm brasoc’h, 46 goprad, ha koshoc’h, 1974, e lavar Thierry Berriau heñvel. «E Breizh (45%) ha broioù al Liger ( 55%) emañ 90 % eus hor pratikoù. 30 milion a bakadoù a fardomp bep bloaz. 2020 ne oa nemet heñvel ouzh 2019, ha c’hoazh, a-drugarez d’an e-commerce.»
E bed ar produiñ kartoñs n’eo ket anatoc’h eget e lec’h all. Krouet e vez embregerezhioù gant Ds Smith e La Chevrolière, 15 km eus Naoned, met d’an 31/1 e vo skarzhet 26 goprad eus o labour er Mezier, e norzh Roazhon, gant Smurfit. «Soñjal a ra d’an dud e vez talvoudus deomp dre ma welont chadennoù la Poste pe Amazon gant o aridennad kartoñsoù. Met ni, produerien vihan e Breizh, n’ez eomp ket war ar marc’had-se rak kementadoù bras eo dav pourchas ha dister-kenañ e vefe ar gounid.» emezo.
Ur pennad embannet en niverenn 814 (koumanantiñ : amañ)