Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Le discours

Ur film sevenet gant : Laurent Tirard (2020). Gant : Benjamin Lavernhe, Sara Giraudeau (1e28).

Pa oa an Iliz mestr war ar speredoù hag ar c’houstiañsoù, pa oa stank niver ar veleion e peb parrez (en ur vuhez arall e oa, kredabl), peb beleg, peb person a ranke sevel ur predeg (pe ur bredegenn) evid uhellaad, beb sul en oferenn, eneoù e barrezianed. N’eo ket ag ur predeg e oa sañset boud anw amañ, normalamant, mez just a-walc’h, en em c’houlenn a raomp. Rag balañs a ra an istoer etre predeg ha prezeg (pe prezegenn), ha n’eus nemed er fin e taomp da benn ag an entremar-se.

Ema Adrian ur paotr yaouank un dregont vloaz bennag, ha eñv baltaz un tammig pa’n em gav e-mesk an dud. N’eo ket un den asur tamm ebed : nend eus ket kalz a fiziañs ennañ, ne oui ket penaoz komz d’ar merc’hed, ne gav ket aez e c’herioù. Ouzhpenn-se ema ar paotr-se taget gant e familh, yennet m’ema etre e vamm dorloüz a ra ataw ar memez katevenn-yogourt pa’n em gavont oll tro-dro d’an daol, hag e dad a vourr é kontiñ istoerioù kozh, ar memez re dalc’hmad, hag e c’hoar Sophie a ziskouez boud koutant-braz gant ar vuhez-se.

Ne vourr ket Adrian gant ar pezh a vez roet dezhañ da vevañ e-pad an emgavioù-familh, splann eo. Setu un deiz nawazh ma vez goulennet gantañ gant Ludo, e zanvez breur-kàer, ober ur brezegenn da zeiz e eured gant Sophie. Ha setu aze propoz ar film. Savet eo ar senario diwar ur romant berr bet skrivet gant Fabcaro. Hennañ en deus kemeret perzh e sevenadur ar film ive. Neuze e welomp petra ha penaoz e c’hoari an ide-se e penn Adrian : respont ya da c’houlenn Ludo pe ged ? Nen deus ket c’hoant Adrian tamm ebed da sevel ar brezegenn-se, n’eo ket-eñv den da grapiñ war ar leurenn dirag an oll ha d’ober e sinema. Mez pouezet en deus Ludo, lâret en deus dezhañ e vehe ar brasañ plijadur a c’hellehe ober d’e c’hoar.

Ha troiñ a ra ar soñj-se e spered Adrian, beteg breinañ e vuhez : ur bourreverezh ema daet goulenn Ludo da voud, noz-deiz. Savet eo ar film diwar ar soñjoù a dreuz spered Adrian e-pad an deizioù a gas d’an eured. Petra ober ? Boud jentil gant an daou zen nevez ? Tennañ korvo ag ar momant evid lâred o fegement da beb unan, c’hoar, breur-kàer ha kerent ? Hag evel e peb familh, n’eo ket ar rebechoù a ra diouver d’an den. A-dorimell e taont beteg e soñj. Ha gweled a raomp e pe hentoù dall e c’hellehe e c’herioù kas an oll. Oblijet dezhañ, kousto pe gousto, kavoud un ide arall… beteg kompren n’eo ket an heni nevez gwell eged an heni gentañ.

En em gavoud a raomp neuze gant helaezh a senariooù e-kreiz ar senario. Ha seul gwezh e komprenomp pegen diot e vez e soñjoù pa welomp penaoz e tro an traoù. Ur bern skenennoù bourrabl zo, hag a laka an den da c’hoarzhed pe da vousc’hoarzhed d’an nebeutañ. Ur portred flemmuz ag ar vuhez-familh eo, aez da beb unan en em gavoud ennañ.

Ur film eo hag a oa bet prezantet da festival Cannes 2020. Pa seller douzh skridoù ar journalioù war e zivoud, e tremenont ag ar meuleudi braz d’ar barnadennoù stard a-walc’h. Ar pezh a ziskouez e kav peb unan ennañ ar pezh en deus bet tro da vevañ marse. Lod a daol ur sell karantezuz kentoc’h war sïoù anad o buhez familh, gant an emgavioù ordinel tro-dro d’ur chervad gant e ritualoù kustum. Lod arall, ar re o deus gwelet kentoc’h sïoù ar film, zo ar re, marse, n’o deus ket gellet en em zistagañ sklaer ag ar prantadoù-se, liammet gant o bugaleaj ha gant an darempredoù aez pe diaez gant o c’herent, pe gant o c’hoarezed ha breuder. Kit da ouied : ha ne vehe ket, a-benn ar fin, ur film-milouer evid peb unan ?

Jean-Claude Le Ruyet

  • Ur pennad embannet en niverenn 836 – d’an 18 a viz Even 2021 da selaou amañ.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez