Ar yaouankiz eo tem 35vet Gouel al levrioù e Breizh a vo d’ar 26 ha d’ar 27 a viz Here 2024 e Karaez. A-viskoazh ez eus bet embannet levrioù evit ar re yaouank gant Keit Vimp Bev hag er bloaz-mañ e vo moaien da zizoleiñ levr nevez-flamm an ti-embann, Skeudennaoueg al Lapined gant Julia Atzeni, ha daou adembann, kentañ levrenn Pourmenadenn Yaya hag al levr faltaziek, Brezel an erevent, gant Marianna Donnart ha Moran Dipode.
D’ar 26 ha d’ar 27 a viz Here 2024 e vo tost da 300 skrivagner, skrivagnerez ha ti-embann o kemer perzh e 35vet abadenn Gouel al levrioù. Ar re yaouank a vo lakaet war wel er bloaz-mañ : « abaoe 35 bloaz hon eus dibabet kalz a demoù disheñvel met ne oa ket bet lakaet ar gaoz war ar re yaouank », eme Yann Pelliet, kenurzhier an darvoud. « Saloñsoù all zo arbennikaet war ar yaouankiz, koulskoude e oa mat kaozeal eus se etre tiez-embann Breizh. »
Evelyne Brisou-Pellen e vo maeron ar gouel. Ouzhpenn 160 levr he deus skrivet evit ar re yaouank. Er bloaz-mañ he deus kontet avanturioù Charlie e Londrez e penn-kentañ an XXvet kantved e kompagnunezh ar skrivagnerez milvrudet Agatha Christie hag an aktour Charlie Chaplin el levr Agatha, Charlie et moi embannet gant Albin Michel.
Digresk al lenn gant ar re yaouank
Evit mont pelloc’h ganti e vo kinniget un diviz d’ar Sadorn 26 a viz Here. 84 % eus ar re yaouank a lenn evit ar skol, ar studioù peotramant al labour met digresk a ra pa vez evit an dudi nemetken hervez enklask 2024 kreizenn vroadel al levrioù (CNL). Pedet e vo Evelyne Brisou-Pellen, Emmanuel Ethis, rektor akademiezh Rannvro Breizh, Bérengère Lebrun, levrdiourez e “Liliroulotte” ha Guillaume Robic, kuzulier rannvro Breizh ha prezidant “Livre et lecture en Bretagne” da 3 eur goude lein er C’hleub.
Er memes lec’h e vo kinniget abadenn vrezhonek an Daou Dangi, Ar boufoun hag an ozhac’h, da 5 eur. Istor ur boufoun hag un ozhac’h an hini eo, anat deoc’h. Gant kanaouennoù ha farsadennoù e vez lakaet ar vugale da gemer perzh en abadenn-se. Abaoe bloaz emañ Tangi Merien ha
Tangi ar Gall-Carré o labourat warni ha kinniget e vo an istor e stumm ul levr. Diskouezet e vo evit ar wech kentañ. Gant Marvin Moal eo bet treset hag embannet gant Timilenn.
Kentañ levr Julia Atzeni
Gant Keit Vimp Bev ez eus bet embannet a-viskoazh levrioù ha kelaouennoù e brezhoneg evit ar vugale. Evit Gouel al levrioù e Breizh e vo diskouezet tri levr nevez an ti-embann. En un doare aes da gompren e c’hell al lennerien hag al lennerezed a bep oad dizoleiñ Skeudennaoueg al Lapined, ur c’heriaoueg simpl e brezhoneg gant tresadennoù brav Julia Atzeni hag a vez embannet dija er c’helaouennoù Rouzig ha Louarnig.
E Louarnig e veze embannet bep miz Pourmenadenn Yaya, un istor a vignoniezh etre Yaya ha Tuduo. Mont a reont tre e Sina e 1937 pa oa krog an eil brezel etre Japan ha Sina. Adembannet eo bet “An Dec’hadenn”, ar c’hentañ manga eus heuliadenn Pourmenadenn Yaya. An istor brav ha fromus-se a blijo d’ar re vihan adalek 8 vloaz.
Evit ar grennarded e vo ivez al levr faltaziek Brezel an erevent skrivet gant Marianna Donnart ha Moran Dipode hag adembannet evit an trede gwech. Ha dont a raio a-benn Saki hag Aaka da lakaat an erevent hag an dud d’en em glevet mat ? Ar respont a vo roet e Karaez !
Manon Deniau
*D’ar Sadorn goude-merenn ha d’ar Sul vintin e vo Julia Atzeni e stand Keit Vimp Bev evit sinañ he skeudennaoueg.
Ur pennad embannet en niverenn 1011, d’an 22 a viz Here 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg