« Ar pezh a chom », ur brav a raktres zo bet kaset da benn gant Kenleur : « ur raktres evit liammañ an dud dre ar sevenadurioù hag al liesseurted a gaver er c’harterioù poblek. »

« Labourat a reomp gant kumuniezhoù kêrioù an Oriant, an Henbont ha Lannarstêr », eme Enora Molac, karget eus ar raktres « Ar pezh a chom ».
« Er penn-kentañ en doa eskemmet Florian Ferré (grafour e Kenleur) gant kenlabourerien all war ar soñj mont da zastum danvez sevenadurel er c’harterioù poblek ». Brudet e oa ar grafour evit kinklañ mogerioù kêr gant pegadennoù tennet eus fotoioù familh a veze roet dezhañ. E 2023 e oa bet lañset ar raktres da vat gant Mathieu ar Boulc’h e Gwened. Enora Molac he deus soñjet adtapout ar raktres gant tud eus an estrenvro. « Dastumet hon eus ar pezh o doa da lavaret, ur bochad re a oa war an dañsoù, diskouezet o deus o dilhadoù hengounel ha kanennoù eus o broioù », eme Enora.
Un taol esae e oa bet graet e 2023 [s.o. niverenn 946 Ya!] : « bet e oamp er c’harterioù poblek, Menemeur ha Kergadoù, e Gwened. Labouret hor boa gant ar poltredour Alain Perus ». Hennezh en deus skiant-prenet vras : labouret en doa e-giz kazetenner-foto e broioù estren.
Staget e oa bet poltredoù bras eus an dud ouzh mogerioù ar c’harterioù. « Ober al liamm etre hor sevenadur deomp-ni hag an hini eus a lec’h all, sed aze ar pal », hervez ar plac’h yaouank.
« Petra ‘chom ag ho kouriad ? »
Adalek nevezamzer 2025 e teu en-dro ar raktres nevesaet gant ur goulenn pennañ : « petra ‘chom ag ho kouriad ? »
« Gant ar c’houlzad 2025-2026 hor boa dija muioc’h a skiant-prenet. Gallet hon eus kaout muioc’h a amzer evit mont da welet an dud, muioc’h a barrezioù a oa war ar stern. » Aterset e oa bet an dud etre miz Even 2025 ha miz Even 2026. 47 testeni zo bet enrollet e-korf seizh devezh treiñ. « Staliet hon eus ur studio video ha foto er c’harterioù-se, er c’hreizennoù sokial pe e tiez ar c’harterioù. Un abeg ne oa ken da gompren gwelloc’h doare bevañ an dud », a zispleg Enora. « Lakaet eo bet ar gaoz war an dañsoù diskouezet an dilhadoù hengounel, eskemmet hon eus ivez war ar gizioù, an identelezhioù ».
Klevet a reer e video ar raktres tud o deus meur a identelezh. Ur paotr a lavar eo kanak da gentañ-penn ha breton a galon. Ur plac’h all, Rojin hec’h anv, a orin eus Kurdistan-Turk a zispleg e vez gwelet e-giz ur plac’h c’hall pa‘z a da Durkia ha Turkez pa vez e Frañs. « N’eo ket me a ziviz petra eo identelezh an dud, d’an dud da lavaret eus peseurt kultur en em santont an tostañ. Ul labour dastum testenioù eo, n’eo ket bet ul labour skiantel », eme Enora. War-lerc’h ez eus bet aozet festoù evit bodañ an dud o deus kemeret perzh er raktres. D’an 30 a viz Gouere e oa bet ur bal etresevenadurel. « Nag ur berzh ! Ni zo bet e darempred gant ar greizenn sokial Escale Brizeux en Oriant peogwir int akourset da labourat gant sevenadurioù all ha d’ober traoù asambles. Bez’ o deus savet un abadenn hag a lakae mesk-ha-mesk dañserezed eus Tahiti, dañserezed eus Mayotte hag ur bagad. Ur prantad a-feson : a-benn ar fin, tout an dud en deus esaet dañsal dañsoù eus sevenadurioù all », eme Enora.
Bez’ ez eus bet un diskouezadeg hag ur bal etresevenadurel e-pad ar Festival Etrekeltiek ivez.
« Bout zo bet ur fest-deiz a-raok ar FIL gant tud yaouank deuet eus pep bro keltiek hag o deus graet ur sonadeg », a zispleg Enora.
A bep seurt kumuniezhioù
A bep seurt kumuniezhioù o deus kemeret perzh er raktres, ar pezh a ziskouez liesseurted tud ar c’harterioù : « Kurdiz eus Turkia, Jeorjiz, pasabl a dud eus Mayotte, ur bochad Kanakiz, tud eus Breizh, tud eus Tahiti, tud eus Afghanistan. Bout zo bet ivez Druzed eus Siria. Div blac’h eus Venezuela, unan eus Perou ha tud eus Komorez. »
Evit Enora e oa ur feson vrav da ziskouez « ar vraventez douget gant an dud, pe ‘vije choazet pe ‘vije en despet dezho. »
Julien Meffre
Ur pennad embannet en niverenn 1107, d’ar 6 a viz Here 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


