Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Liammoù douar ar beizanted

Diaes d’al labourerien-douar nevez en em staliañ abalamour eo ker-ruz an douaroù. Sikouret e vez peizanted biologel gant Liamm an douar Breizh. D’an 13 a viz Here 2024 e oa bet kinniget ur valeadenn etre daou atant e Bro-Dreger evit kinnig ar gevredigezh vreizhat a zesach muioc’h-mui a dud.

E atant Plufur, da skouer, ez eus bet prenet 5 hektar gant Agathe, Olivier ha Yoann ha 36 hektar gant Liamm an douar. © GM

War zigresk ez a an niver a labourerien-douar staliet er vro. Evit daou labourer-douar hag a ya war o leve ez eus unan en em stal. Diaes eo ar c’hondisioñoù labour ha ker-ruz eo paeañ an akiperezh hag an douaroù, dreist-holl pa n’int ket bet treuzkaset gant unan eus ar familh. 270 000 € e koust dre zen well-wazh hervez ar sifroù embannet e 2023 gant kambr labour-douar Breizh.
Abaoe 2006 e klask ar gengevredigezh Liamm an douar cheñch penn d’ar vazh e Breizh. Ul labour-douar “peizant ha biologel penn-da-benn” a vez difennet gant 8 strollad lec’hel en ur sikour ar beizanted hag ar peizantezed. Prenañ douaroù dre ar SAFER a zo mestr war gwerzhañ ar parkeier e Frañs* zo unan eus an diskoulmoù a vez lakaet e-plas. “Terre de Liens zo un emsav e Frañs a-bezh, un Diazezadur en deus”, eme Jean-Lou an Intañv,, ezel eus ar gevredigezh evel ouzhpenn 800 den e Breizh 4 departamant. Abaoe 2003 e vefe bet prenet e Frañs ouzhpenn 300 atant hag a vije aet da get a-hend-all panevet sikour Liamm an douar.


Mont en-dro Liamm an douar
Dre ur c’homite rannvroel — Comité d’Engagement Régional (CER) — e vez dibabet ar raktresoù micherel hag asantet gant an Diazezadur Liamm an douar. E 2023 e oa bet studiet 17 raktres e Breizh, da lavaret eo an hanter vuioc’h eget e 2022 ma oa bet 6 raktres.
E-touez re 2022 ez eus daou atant staliet e Bro-Dreger abaoe warlene, ti-feurm Kirio e Lanvaeleg hag egile, hini ar Wazh Wenn, e Plufur. Gant Liamm an douar ez eus bet prenet 60 % eus douaroù, d’an dud da brenañ al lodenn all evit espern en un doare kengred. Posupl eo « adwerzhañ war-lerc’h”, a zispleg Jean-Louis an Intañv.
D’an 13 a viz Here 2024 e oa bet kinniget ur valeadenn etre an daou atant abalamour emaint tost an eil ouzh egile. Ur c’houblad eo Marion ha François e Lanvaeleg. « Treuzfurmet e vez ul lodenn eus al laezh saout ganto evit ober fourmaj », eme Jean-Lou an Intañv. « Mont a reont d’ar marc’hadoù evit gwerzhañ.” E Plufur ez eus tri den, Agathe, Olivier ha Yoann, hag a genlabour asambles evit sevel “deñved evit ar c’hig”, a vez gwerzhet dre rouedadoù berr.

Ar profiloù nevez-se a vez kavet aliesoc’h-aliesañ e Breizh. N’eont ket d’ober an darn vrasañ eus ar beizanted nevez memes tra, met sur a-walc’h e vo muioc’h-mui anezho a-drugarez sikour Liamm an douar.

Manon Deniau

Sikour kraou-deñved Plufur ha sikour atant Lanvaeleg

*Evit mont pelloc’h ganti ha kompren peseurt mod e vez graet an traoù, lenn enklask Splann!, “Brezel ar parkeier”, embannet e miz Gwengolo 2023 hag e lec’hienn Splann! 


Ur pennad embannet en niverenn 1011, d’an 22 a viz Here 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez