Lukaz, penaos e teuer da vezañ konter ?
Ne vez ket ezhomm da zont da gonter. Pep hini ac’hanomp a zo konterez pe gonter dija, hep gouzout dezhi pe dezhañ. Pa gonter un eñvorenn bennak da vignoned ‘zo ; pa saver un istorig war an tomm, un istorig mat da vezañ kontet da vugale ; pa liver gevier ; pa glasker kontañ un dra bennak bet c’hoarvezet gantañ er mod-mañ-mod, petra eo an dra-se ma n’eo ket kontañ ? Kontañ eo ober gant ar gaoz. Diwar-neuze eo gouest da gontañ kement hini hag a zo gouest da gomz ivez.
Kemer war e choug bezañ konter a zo un afer all… koulz lâret asantiñ bezañ e-kreiz ar jeu, amzer dezhañ dispakañ ur marvailh, asantiñ bezañ selaouet gant an holl bodet en-dro dezhañ, asantiñ ober gant galloud ar gerioù, daoust d’ar riskloù, ha dreist-holl asantiñ bezañ bihanoc’h eget ar pezh a gonter. Bezañ douger an tan e gwirionez. Met da ziwall ‘zo gant an tan ! Dañjerus eo ivez. Gallout a ra deviñ pep tra. Setu koulskoude e peseurt mod e c’hallfed marteze dont da vezañ konter : bezañ youl ennañ da zerc’hel tan an istorioù.
Ha neuze, penaos ez peus-te lakaet e-barzh da soñj dougen an tan ?
En desped din eo c’hoarvezet, un tamm dre zegouezh. Da gentañ e oa bet lakaet marvailhoù e-barzh ma divskouarn gant ma zud ha tud all. Soñj mat em eus eus deroù ar vakañsoù gant ar familh. An holl draoù e koufr ar c’harr-tan. Prest da vont war-zu ar menezioù. A-boan kuitaet an ti, setu ma mamm da lakaat kasedig Alain Le Goff el lenner-kasedoù ha ni, an tri breur, da lâret e bozioù war e lerc’h, c’hoazh hag adarre. Dre forzh mont da heul an enrolladennoù e anavemp ar c’hontadennoù dindan eñvor, betek dreveziñ e daol-mouezh hag all. Goude-se e oan stag da bleustriñ war ar c’hoariva, el lise hag er skol-veur goude. D’un nozvezh leurenn-frank e aozemp gant ur gevredigezh a studierien e skol-veur Montpellier e oa deuet ur c’honter da zanevellañ un draig. Hag aze e oan bet bamet. E gwirionez e oa bet disoñjet ganin petra e oa ar c’hontañ. Ha me hag en em gavet dirak al leurenn, daoulagad dispourbellet : « rik an dra-mañ eo a faot din ober ». Ar c’hontadennoù a zo koulz burzhud ar c’hoariva ha galloud an dregomz enno. Pa lâran « burzhud ar c’hoariva » e talvez burzhud ar salioù du hag al leur-c’hoari, burzhud an noz. Un abadenn gontañ a c’hall bezañ leurennet ivez, ha pa ne vez ket labouret er memes mod hag hini ar c’hoariva. Setu penaos on bet tommet en-dro gant tan ar c’hontañ.
Petra ho peus desket war bed ar vugale abaoe ma kontit ?
Ur seurt goulenn a ra din mousc’hoarzhin. Bep tro ma vez kaoz eus ar c’hontañ e vez ur goulenn bennak e-liamm gant ar vugale. Evel-just e sell ar c’hontañ diouzh bed ar vugale, evit meur a abeg. Ha dreist-holl e sell deus ar bed ha deus mab-den, dre vras ! Kontañ n’eo ket nemet lenn istorioù evit lakaat ar re vihan da gousket (ar pezh ‘zo mat-kaer koulskoude). Me oa krog da gontañ da dud deuet da gentañ penn, da skouer. Ha dre-se on deuet da gontañ da vugale un tamm diwezhatoc’h. Hogen ne oa ket an dra-mañ e dalc’h. N’en em c’houlennen ket bemdez da biv e konten. Ma’z eus un draig em eus desket abaoe ma kontan eo an dra-se, ar gentel nemeti : an dud o dez ezhomm eus an istorioù evit dont a-benn da vevañ. Ma ne vez ket ul lec’h difetis ha digor d’an holl, ul lec’h arouezek, ul lec’h e c’hall pep hini tec’hout kuit ennañ ha dont war e giz forzh pevare, petra a c’hoarvez neuze ? Re bounner ar c’horf ha bac’het an ene. Se zo kaoz e konter c’hoazh an deiz hiziv.
Petra eo plas ar varzhoniezh, al lennegezh, ar pozioù en ur bed a skeudennoù evel m’emañ ?
An dra-mañ a zo ur pezh kevrin. Din-me e tenn al lennegezh, ar c’hontañ, ar pozioù eus gallusted ar frankiz. Ar skeudennoù a vez kaset deomp e pep lec’h a zo anat ha plaen, skeudennoù ma ’z int. Ar gerioù n’int ket heñvel. Un istor kontet dre c’herioù a lak ar selaouerien da vezañ ijinourien. Ar gerioù a ya e-barzh penn an dud hag eno, e bed ar faltazi, e teu skeudennoù n’int ket rik ar memes re e pep spered. Ur galloud sokial ha politikel eo bezañ gouest d’ober gant e faltazi, padal. Petra eo talvoudegezh tudenn ar pezh bleiz drouk ma n’eo ket ur figur evit sikour ar re vihan da vont dreist spontoù ar bugaleaj ? Petra eo ar skiant-faltazi ma n’eo ket ur seurt lennegezh gouest da welet mod pe vod en a-raok ar gwashañ ha sellet ouzh an amzer-vremañ un tamm pishoc’h ? Amañ e-giz-mañ ez eus anv eus ekologiezh ar gomz, da lâret eo eus ar barregezh ober gant ar gerioù, tonkañ ar peoc’h ganto, diluziañ sekredoù hor buhezioù, kemer perzh er c’hoari, levezoniñ ar jeu ha kement ‘zo ! Abalamour da se eo ar pozioù talvoudus c’hoazh, daoust da bouez ar skrammoù.
Brest, Bro-Leon, Douarnenez, Roazhon, Tolosa… E pelec’h emañ ho pro ?
E Douarnenez da vat. E Douarnenez e vezan em butun. Harz ar mor ha ne vez morse pell, ar pezh a ro tu d’an holl da vont d’ar bed all buan a-walc’h e-giz ma lâre ar Gelted. Me a gav din eo frealzus bevañ e-kichen un harz seurt-mañ. Kêr Is a zo ma bro ivez en ur mod. N’ouzon ket pelec’h emañ homañ. Zoken an Amerikaned n’o deus ket kavet anezhi. Padal em befe c’hoant da gemer perzh e gouelioù Dahud. Soñjit ‘ta, gouelioù ken diroll ha se… Hiviz e vefe skignet sonerezh tekno e gouelioù Dahud. A-grenn. Klevet e vefe an uhelgomzerioù betek Karaez. E Brest ivez emañ ma bro rak ganet on eno, daoust ma vez an Elorn da dreuziñ… Givri-houarn ar porzh a zo mignonezed din. E Roazhon dalc’hmat emañ ma bro peogwir ez eus kement a eñvorennoù ennon bet c’hoarvezet en he straedoù koulz deus noz ha war an deiz… Ouzhpenn-se emañ ma bro e Tolosa, a dra sur. Bevet em eus meur a vloavezh du-hont. Penaos ne c’hallfe ket ur gêr hag a zo roz he liv-stur chom hep bezañ ma bro ? E kostez Brive-la-Gaillarde ivez em boa graet un ehanig en ur porzh-servij d’un deiz bennak. Ha toullet em boa kaoz gant ar goprad diwar-benn istorioù kamm hag a zegouezh gant an douristed war hent ar vakañsoù. Plijadur oa bet. Piket e oan ma c’halon gantañ moarvat. Er porzh-servij-hont emañ ma bro eta. C’hwezh an eoul-maen a blij din. Hag ur wech all, d’un noz bennak, e oan bet kaset gant un huñvre d’ur blanedenn all. Ur blanedennig e oa, unan vunut da vat, ha ne oa ket ront ouzhpenn. Stumm ur milendall a oa warni. Dre m’am boa graet anaoudegezh e pleg an noz gant ar vro-faltazi-se e oa ma bro din-me da vintin goude-se. Klasket em eus mont di en-dro. Siwazh n’em eus adkavet nag an hent nag an alc’hwez. Setu. E kement tavarn a zo war an douar emañ ma bro ivez. Hag e kement lec’h ma vez c’hoant da glevout istorioù. Ma c’hallfe bezañ skrivet war ma c’hartenn identelezh…
Petra eo an diaesañ/plijusañ d’ober er vicher a arzour a zo ho hini bremañ ?
Ar pep diaesañ a zo gounit e damm bara. Estreget ar mediaouegoù n’eus ket kement a lec’hioù ma vez degemeret konterien e-giz arzourien a-vicher. Ha start eo da gevredigezhioù ha da ouelioù ‘zo kavout peadra da c’hoprañ anezho. Arzourien hag a zeu pozioù e brezhoneg eus o beg ouzhpenn… Gwell a se deomp ez eus skolioù mennet da ober gant ar brezhoneg ha kengred etre an dud. Un dra diaes ivez eo ober war-dro an arc’hantaouiñ, ar paperennoù intermitañs ha traoù all ken torr-penn an eil re hag ar re all. Achu gant kontañ istorioù. Krog gant kontañ bilhedoù hag eurvezhioù na c’hallont ket bezañ kontet. Gant-se eo ret d’an arzour bezañ krog start en e zouar.
Eus an tu all, ar pep plijusañ a zo bezañ en e frankiz. Mont war-lerc’h e huñvreoù. Bezañ war an hent atav, e valizennad leun a c’herioù. Ober anaoudegezh gant kement a dud awenus. Hag an tu-mañ a zo kalz pouezusoc’h eget egile. Evit mont pelloc’h ganti ez eus un dra bennak hag a skoazell ac’hanon da zerc’hel mat e-kreiz al lagenn. N’on ket evit tremen hep soñjal e c’hallfe ar gonterien bezañ talvoudus d’ar gevredigezh dizale. Ma c’hoarvezfe ur gwallzarvoud en ur greizenn nukleel pe ur gwall-dra all… ha ma vefemp stanket e-barzh ur c’hav, hep gallout mont er-maez, en deñvalijenn ? D’an taol-se e vefe brav kaout tud gouest da gontañ, peotramant da ganañ. O mouezh er sal du penn-da-benn… e-giz neudenn ar vuhez. Gouzout mat a ran eo un tamm mat mezhus ar soñj-se. Meute, ur bagad alaman, a ra sonerezh tekno gant binvioù organek da skouer. Ar re-se a vo barrek da gas sonadegoù hep tredan. E-pad ma vevomp koulz an tredan, koulz ar skrammoù, koulz an energiezh e-leizh, ne soñjomp ket e c’hallfe degouezhout ur pikol freuzadur. Marteze eo levezon ar gollapsologiezh a ra din lâret seurt komzoù. N’eus tamm c’hoant ebet ennon bevañ ar freuzadur-se, evel-just. Seblantout a ra din bezañ ar vicher a gonter avat, bezañ e lec’h ma vez ezhomm anezhañ. Prestañ e benn hag e vuzelloù da istorioù hag a dremen drezomp… e-giz ma ra pep tudenn al levr Farenheit 451 o teskiñ dindan eñvor ul levr penn-da-benn, kuit da welet memor ar mab-den mont da goll.
Un atersadenn embannet en niverenn 751, d’ar c’hentañ a viz Du 2019.
_________