MOND

E yezh flour ar steredoniourien e talvez al lizherennoù MOND kement ha “MOdified Newtonian Dynamics”. Er bloavezhioù 1930 e verzas ar steredoniour Fritz Zwicky e oa diboell fiñvadennoù galaksiennoù zo e-barzh ar strollad stered anvet Blev Berenis.

Vera Rubin he deus studiet tizh ar sistemoù heol er galaksiennoù ha tapet ar priz Nobel evit he labour.

Fritz Zwicky a oa un den displijus ha reut, un imor fall spontus ha fent du gantañ. Sellout a rae ouzh labour e genseurted gant un tamm dismegañs ouzhpenn-se. Fritz Zwicky a savas ur vartezeadenn a c’hallfe displegañ ar fiñvadennoù-se dre un danvez teñval kuzhet en hollved, un danvez na c’halle ket bezañ gwelet, un danvez na gase ket gouloù. En abeg d’e imor fall marteze, ne voe ket selaouet ar steredoniour ranous. Tregont vloaz war-lerc’h e verzas ar steredoniourez Vera Levin, un afer un tamm heñvel gant tizh ar sistemoù heol hag a zo pell diouzh kreiz ar galaksiennoù. Re vras e oa an tizh muzuliet. Dont a reas en-dro kreñvoc’h martezeadenn an danvez du. Splujet e vefe objedoù bras an hollved e-barzh un danvez teñval he defe ul levezon gravitadurel war an danvez gwelet. Deuet eo bremañ teorienn an danvez teñval un elfenn a-bouez-tre evit displegañ ivez petra zo c’hoarvezet e penn-kentañ an hollved da lavaret ar variasionoù bihan muzuliet e skignadenn gozh an hollved. Un dra a dreuz a zo, memestra, ha n’eo ket un dra dister. Daoust da strivoù bras savet evit kavout roudoù eus an danvez teñval abaoe bloavezhioù, blev ! Abaoe bloavezhioù emañ ar fizikourien o klask en aner war-lerc’h partikulennoù a c’hallfe bezañ liammet gant an danvez teñval. Setu perak marteze oa bet savet e 1983 un deorienn disheñvel lesanvet teorienn MOND. Cheñchet ‘vije lezenn vurzhudus Newton pa vije buanadur an objedoù dindan 10-10ms-2, un dra dister eta. Kit da c’houzout perak ! Koulskoude e tisplegfe mat ar vartezeadenn nevez-mañ tizh ar sistemoù heol a zo pell diouzh kreiz o galaksienn. Siwazh, ken diaes all eo prouiñ anezhi ha kavout partikulennoù danvez teñval. Ne glot ket an deorienn-se kennebeut gant fedoù all eus an hollved evel doareoù ar gwagennoù gravitadurel pe stumm skignadur kozh an hollved. Betek bremañ e oa al lodenn vrasañ eus ar fizikourien kentoc’h a-du gant teorienn an danvez teñval. Padal, nevez zo, o deus savet steredoniourien eus Israel patrom un deorienn MOND gouest da verañ ar skoilhoù-se. Neuze, danvez teñval pe teorienn MOND, spi zo e vo dirouestlet ar gudenn !

Jean-Michel Sanner


Ur pennad embannet en niverenn 881, d’an 29 a viz Ebrel 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez