Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Muioc’h-mui a euskaregerien en Iparralde

E Mezheven en devoa embannet Ofis Publik an Euskareg e 7vet studiadenn sokioyezhel ha displeget petra e vefe amzer-da-zont an euskareg en tu-mañ d’ar Pireneoù. Diouzh un tu e c’hell ar stourmerien bezañ laouen rak dleout a rafe an niver a euskaregerien kreskiñ un tammig a-benn 2050. Koulskoude ez int ankeniet rak degemer a ra Iparralde kalz tud hag a zeu eus rannvroioù all ha dre-se e tigreskfe an dregantad a dud a vefe gouest da gaozeal ar yezh.

Diorren bezañs an euskareg er vuhez sokial eo pal kentañ Ofis publik an euskareg. © Euskararen Erakunde Publikoa

E 2050 ne vefe mui nemet 15 % eus poblañs Iparralde hag a gomzfe euskareg. Kalz muioc’h eget e Breizh eo evel-just met izel memes tra. Hervez an Unesco e tle un dregantad a gomzerien sevel da 30 % evit ma chomfe bev-mat ur yezh. 20 % eo an dregantad hiziv. « Disoc’hoù ar studiadenn sokioyezhel a ziskouez n’eo ket deuet a-benn ar politikerezh yezh da dalañ ouzh diskar an euskareg », eme Vichel Oronos, dileuriad ar gengevredigezh Euskal Konfederazioa. 3000 annezad nevez a zeu da Iparralde da chom bep bloaz, ar pezh a zo kalz evit ur vro vihan evel-se. An hanter eus departamant ar Pireneoù-Atlantel eo Iparralde gant ur boblañs a 310 000 annezad, 43 % anezho ganet er-maez eus an tiriad.

Etre 2018 ha 2022 e oa kresket an niver a euskaregerien eus 602 diwar un hollad a 54 262 a gomzerien. N’emaint ket e pep lec’h avat. Kresket eo an niver anezho e Labourd gant 1167 komzer nevez met un digresk a 566 euskareger zo bet e diabarzh ar vro (Amikuze, Nafarroa-Izel ha Soule). War goshaat ez a poblañs Iparralde, ha muioc’h c’hoazh e diabarzh ar vro rak nebeutoc’h a dud yaouank a zeu di da chom.


Bezañ sikouret muioc’h
Setu ar pezh a c’houlenn ar c’hevredigezhioù. Klemm a ra Elorri Arin eus ar gengevredigezh Konkotlotx a zo bodet enni 8 kevredigezh hag a zegemer babigoù ha bugale yaouank. « Ezhomm hon eus eus muioc’h a bostoù, ha palioù pleustrek », emezañ. Respontet he deus Maïder Behoteguy, prezidantez an Ofis, maerez Bardoze ha kuzulierez-departamant « eo ret derc’hel ganti, met gant strivoù kreñvoc’h c’hoazh ».
Peadra zo da vezañ laouen avat. « Kresk zo, e-touez ar rumm 16-24 bloaz peurgetket. Disoc’h strivoù bet graet abaoe 20 vloaz eo, gant Ofis publik an euskareg, gant ar rouedadoù evit kelenn ar yezh, ha gant an Deskadurezh Stad », eme Xalbat Itçaina, kargad a gefridi evit an deskadurezh en Ofis.


Mat er c’hentañ derez
E-pad ar bloavezh 2022-2023 e heulie 42,1 % eus bugale ar c’hentañ derez hag ar skolioù-mamm un deskadurezh divyezhek er skolioù publik pe er skolioù prevez (27 %) pe dre soubidigezh e Seaska (15,1 %). E 2023 e oa muioc’h a vugale en teir hentenn-se e bloavezh kentañ ar skol-vamm eget na oa e galleg. Displegañ a ra Xalbat Itçaina an emdroadur-se evel-henn : « Merzhout a reer e vez dedennet an tadoù hag ar mammoù yaouank gant an euskareg er skol. Sachañ a reomp evezh ar familhoù a zeu eus rannvroioù all, gouzout a reont ez eus eus ar yezh hag ar pezh a zegas d’ar vugale gouzout div yezh. »
N’eo ket kerkoulz er skolajoù avat. N’eus mui nemet 23,1 % eus ar re yaouank en hentennoù divyezhek publik pe brevez, ha 7,31 % dre soubidigezh. Ret eo ouzhpennañ ar 5,1 % a skolidi a heuilh kentelioù euskareg evel danvez. « Mont d’ar skolaj a zegas anken. Rak-se eur techet da zilezel an divyezhegezh. Padal evit ma rafe aes un den gant e yezh e rank mont d’an nebeutañ betek an trede klas. Ar re a zibab kenderc’hel ganti a ya betek penn avat », eme Xalbat Itçaina.

Evit talañ ouzh an tech fall-se ha gounit skolidi nevez e vez brudet an euskareg er rouedadoù sokial, en ur zisplegañ petra eo tu kreñv an divyezhegezh. Ur chañs o deus difennerien an euskareg memes tra, peogwir e vez kelennet ar yezh e 15 skolaj publik diwar 18.

Y. Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 997, d’ar 16 a viz Gouere 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez