E miz Genver e oa bet un devezh evit kontañ al laboused el liorzhoù. Estreget war ar maez ez a an niver anezho war vihanaat : e kêr eo heñvel an traoù.

Lavaret e vez ez eus nebeutoc’h-nebeutañ a atantoù. Neveziñ a reer krevier evit ober tiez anezho hep soñjal e vo kollet o lec’hioù annez gant al laboused. E kêr eo heñvel. En tiez kozh e teue a-benn al laboused da gavout lec’hioù goudor, met difuet e vezont muioc’h-mui evit o gwareziñ diouzh ar yenijenn pe diouzh an amzer domm. Pa vez savet savadurioù nevez ne vez ket soñjet e c’hellfed degemer laboused enno. Ret e vefe staliañ tiez-neizhiañ. Ral a wech e vez graet.
E kêr e kaver un dra ha ne vez ket merzhet war ar maez : kizhier. Chaseal a reont al laboused. Goulenn a ra Kevre Gwareziñ al Laboused (LPO) digant an dud ma ne vefe ket laosket o c’hizhier da vont er-maez diouzh ar beure na diouzh an noz, daou vare ma vezont da vat o redek war-lerc’h laboused. Lakaat ur c’holier liv en o c’herc’henn a vefe un dra vat ivez evit ma vefent gwelet, kement hag ouzhpennañ un ourouler evit ma vefent klevet o tostaat. Un dra na soñjer ket atav ennañ pa vez lakaet boued d’al laboused e-kerzh ar goañv eo en ober uhel a-walc’h, e penn ur peul da skouer, lec’h ma ne c’hello ket ur c’hazh mont aes hep bezañ gwelet.
Steuziadur an amprevaned
Steuziet e vefe 75 % eus an amprevaned en Europa abaoe 30 vloaz. N’eo ket un dra vat evit al laboused rak boued int evito. Soñjet e oa bet e vije kresket an niver a amprevaned gant tommadur an hin. Padal eo ar c’hontrol a zo c’hoarvezet. An doare da labourat an douar a c’hellfe bezañ un abeg, met an diouer a voued kement all. Ne chom ket mui a-walc’h a dakadoù gant bleunioù evit an amprevaned.
Teñval e oa he fenn gant un annezadez eus kêr Naoned en deiz all o welet ne oa ket deuet laboused da zebriñ al lard-teuz he devoa laosket e-kichen he zi. « Lakaet em boa greun war ur plad. N’eus deuet den ebet, nemet melc’hwed-krogennek », emezi.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1027, d’an 11 a viz C’hwevrer 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg