E penn-kentañ 2024 he doa krouet Solen Malrieu, kinklourez diabarzh an tiez, hec’h embregerezh Aorin. Neveziñ tiez, stalioù ha savadurioù a ra en ur mod ekologel, gant artizaned ha materi eus ar vro.
Pa erruer e ranndi Solen Malrieu, e kreiz-kêr Brest, e vez komprenet diouzhtu eo kinklourez a-vicher evit diabarzh an tiez. Sioul eo an aergelc’h, bleunioù ha lostoù-gad sec’h zo bet lakaet a-dreñv an daol ha kempennet eo brav gant arrebeuri e koad. Ar c’hoad zo unan eus an dafar a vez kavet e Breizh ha labourat a ra kalz Solen Malrieu gantañ. Lec’hel eo.
E miz Genver 2024 he doa lañset hec’h embregerezh, Aorin. Neveziñ tiez, stalioù ha savadurioù en ur mod ekologel, gant artizaned ha materi eus ar vro, eo he fal. “Va doare da labourat eo : kregiñ diwar ul lec’h hag a zo anezhañ dija, neveziñ lec’hioù fetis ha soñjal en doare m’emañ an dud o vevañ e-barzh, daoust hag-eñ eo plaset mat ar gegin, ar sal-dour, an digoradurioù… An dizain zo ul lodenn vihan eus va labour.” Tresañ a ra ar raktres, dibab a ra an artizaned hag heuliañ a ra ar chanter betek fin al labourioù.
Mirout hengoun al lec’h
Ispisializet eo Solen Malrieu war an neveziñ en ur zelc’her kont eus an efedoù war an endro, ha n’eus ket kalz a embregerezhioù mod-se e Breizh hag e Frañs hervezi. N’eus bet kelennet mann ebet dezhi pa oa studierez e skol an dizain e Naoned : “Frañs n’eo ket diwezhatoc’h eget ar broioù all, an holl zo diwezhat war se.”
“Plij’ ra din en va labour e vefe ul liamm kreñv etre an doare da grouiñ ha sevenadur al lec’h”, emezi. Labouret he doa war un ti mod “néobretonne” e Bro-Dreger. Miret eo bet an doenn e maen-glas, lakaet ez eus bet koad tro-dro d’an ti ha gloan koad thuya. Se zo kaoz he deus anvet ar raktres-se “Chupenn koad”. En he fajenn Instagram, @solenmalrieu hec’h anv, e weler fotoioù a-raok ha goude al labourioù gant deskrivadurioù e teir yezh, galleg, saozneg ha brezhoneg.
Er mare-mañ emañ o labourat war ur penn-ti er Vro-Vigoudenn. Pouezus eo dezhi tennañ gounid eus hengoun ar vro. En India he doa studiet ha labouret etre 2012 ha 2015. Merzhet he doa e oa kreñv an artizanelezh hengounel du-hont : “Kenderc’hel a reont da implijout kalz a zanvezioù hag a zo war al lec’h ha doareoù-ober ispisial hag a zo diouzh al lec’h ivez. Se zo dedennus-tre, setu unan eus an abegoù m’on bet eno, peogwir int deuet a-benn da viret o identelezh rannvroel ha santet e vez e-barzh o doare da sevel tiez.” Gant Aorin e klask ober ar memes tra e Breizh.
Manon Deniau
Mont e darempred : info@aorin.bzh
Ur pennad embannet en niverenn 982, d’an 2 viz Ebrel 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg