Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ninilchik

Ur rannyezh rusianek a zo chomet bev er Stadoù-Unanet, en Alaska ent-rezis, ma kendalc’h annezidi ur gêriadenn d’ober gant « rannyezh Ninilchik », ur seurt roudenn ag ar rusianeg a veze komzet da vare an impalaeriezh. Hiriv an deiz avat emañ ar yezh en arvar bras…

© Jet Lowe

Betek 1867 e oa an Alaska dindan an impalaeriezh rusian*. Prenet e vo gant ar Stadoù-Unanet ha lakaet da 49vet stad ar SUA e 1959.
Goude ar gwerzh e chomas rusianegourion en Alaska, anat. Met goude an Dispac’h e Rusia e voe troc’het ar liammoù etre bro ar c’hevala hag ar vammvro, ar pezh a lakaas rusianegourion an Alaska muioc’h en distro c’hoazh.

Ur rannyezh hep he far…

Hiriv an deiz e chom c’hoazh rusianegourion eno. E kêrioù Kodak ha Ninilchik emañ ar lodenn vrasañ anezhe o chom. Teir familh vras a ya d’ober poblañs Ninilchik : ar c’hKasnikoved, ar Rastorgouïeved hag an Oskoloved. Diskennidi implijidi ar gompagnunezh ruso-amerikan a oa bet fiziet enni trevadenniñ an Alaska int. Dibaoe 1847 e kendalc’hont d’ober gant ar rusianeg met an holl vugale a zo bet skoliataet e saozneg goude 1917 ha tamm-ha-tamm e yeas ar yezh-vamm da get, pe hogozik. Chom a ra un nebeud tud oc’h ober gant rusianeg Ninilchik met mont a reont àr-goshaat.

…met diamzeriet penn-da-benn

Gwashoc’h a zo : dishañval-krenn eo rusianeg Ninilchik diouzh ar rusianeg standard a-vremañ. Ha n’eo ket bet levezonet gant ar sovieteg a verkas ken don ar yezh. Frammoù zo a zo aet da get. Ar gourel, an neptu hag ar benel n’eus ket mui anezhe da skouer. Anez komz ag ar gerioù nevez forchet dibaoe an XIXvet kantved ha n’eus ket anezhe e rusianeg Ninilchik. Evel just e vez blaz ar c’hozh, ar vuhez start a wechall gant ar rannyezh.

Hag evel-just, goude kement ha bloavezhioù ne ouia ket mui tud Ninilchik skriviñ o yezh gant ar skritur sirilik. Ober a reont gant ar skritur latin.

Rusianegourion nevez

Rusianed nevez o deus divroet en Alaska dibaoe 1867 koulskoude. Tud a feiz ar « Gredourion Kozh » da gentañ, – tud fidel ag ur seurt is-chapel ar gristeniezh ortodoks anezhe – met ivez Rusianed o deus kuitaet o bro goude 1991 ha diskar an Unvaniezh Sovietek. Rusianegour int met ne faot ket d’ar re-se ober gant rannyezh kozh Ninilchik ha, forzh penaos, graet o deus o annez dreist-holl e Anchorage ha Fairbanks, pell a Ninilchik.

Ur diaz roadennoù gouestlet d’ar rannyezh

Kerkent hag er bloavezhioù 80 e taas ur yezhour iwerzhonat, Conor Daly, da studiiñ yezh Ninilchik. Hag e 1990 e taas Andrej Kibrik ha Mira Bergelson, ur c’houblad a enklaskourion rusian, da labourat àr ar rannyezh. Notennet zo bet gante forzh traoù betek sevel un diaz roadennoù** gant enrolladennoù, studiadennoù àr ar yezhadur hag ar c’heriaoueg hag ur geriadur enlinenn. Enklaskourion all zo daet er gumun dibaoe bout ma ya da get a vloaz da vloaz ar rannyezh rusianek nemeti komzet er-maez a Rusia hag ar broioù bet sovietek.

Fabien Lécuyer


*E gwirionez ne oa ket an Alaska an tiriad dindan beli Saint-Petersbourg. Evel en Afrika-ar-su, e oa bet fiziet d’ur gompagnunezh kenwerzhel hag a oa mestr àr ar vro

**http://www.ninilchikrussian.com/recordings/recordings.html

Ur pennad embannet en niverenn 798 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez