Ober dilhad nevez gant dilhad kozh

E 2019 e voe krouet ar gevredigezh Later gant daou Roazhonad, Benoit Tardif ha Benjamin Hooge. Dilhad prest da wiskañ a ginnigont, graet diwar dilhad kozh adaozet.

Benjamin Hooge ha Benoit Tardif, krouerien ar merk Later. © Later

« Pep tra a oa kroget en un davarn e Roazhon. Edomp hon-daou oc’h evañ ur banne asambles. An eil hag egile e oamp o sevel goulennoù diwar-benn ster hon buhez. Ezhomm cheñchamant hon devoa. En devezhioù war-lerc’h, goude bezañ en em soñjet, hon eus divizet mont betek penn gant ar mennozh produiñ ha gwerzhañ dilhad adaozet », emezo.


Mignoned gant pep a berzhioù-mat
Pa oa yaouank e krogas Benoit Tardif da labourat en ur stal eus Roazhon met buan-tre ez eas da Bariz lec’h ma prenas skiant e stalioù hag a vez o werzhañ merkoù brudet evel Prada, Hermès pe c’hoazh Yves Saint Laurent. « Goude on deuet da vezañ stilour fotoioù ha labouret em eus gant diskouezerien-giz », emezañ.
Diouzh e du n’en devoa Benjamin Hooge netra da welet gant bed an dilhad rak stummet e voe war skiantoù an niverel hag ar management. Kenwerzher danvezioù krai* e voe da gentañ, a-raok stourm a-enep ar gwennañ kevalaoù hag an arc’hantaouiñ sponterezh. Goude e voe o labourat e Daunat, un embregerezh eus an industriezh agrobouedel. « Eno an hini eo em eus komprenet pegen pouezus eo bezañ eko-atebek », a lavar-eñ.


Adaozañ meur a wech
Fellout a ra dezho kinnig ur merk 100 % adaozet, gant dilhad kaer war un dro. An holl neud a vez implijet gant Later a zeu diwar dilhad kozh. Gant an aozadurioù dastum e vez didoueziet ha drailhet an dilhad kozh. Goude e vezont kaset da greisteiz Frañs, e Castras, lec’h ma vez didroc’het gwiennoù an danvez hep berraat anezho. Goude e vezont gwiadet en un embregerezh all eus departamant an Tarn ivez. Alese e vezont kaset da Bortugal evit ober dilhad en-dro. « Gant ar pezh a ginnigomp e faot deomp prouiñ e c’heller adaozañ dilhad meur a wech », eme Venjamin Hooge. Evit kregiñ e oa bet produet ur patrom eus ur chupenn met abaoe eo kresket ar c’hinnig gant meur a batrom hag a liv.
2300 pezh dilhad o doa gwerzhet e 2024 met muioc’h e vo er bloaz-mañ rak kenlabourat a reont hiviziken gant un tregont stal bennak.

Y.Y. ar Gov

*matières premières


Ur pennad embannet en niverenn 1032, d’an 18 a viz Meurzh 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez