D’an 10 a viz C’hwevrer 2023 eo deuet er-maez « La nuit ne viendra pas », pladenn vihan gentañ ar strollad brestat Dérives. D’ar 14 a viz Ebrel o doa sonet er gouel « Band de Brestoazzz » er sal La Carène e Brest.
Leun-chouk e oa sal an davarn Les Enracinés e kreiz-kêr Brest d’ar Sadorn 4 a viz Meurzh 2023 evit sonadeg ar strollad brestat Dérives. Abaoe ur miz e vez c’hoariet o EP kentañ ganto, da lavaret eo pemp kanaouenn, anvet « La nuit ne viendra pas ». Kustumet int da c’hoari asambles ha santet e vez an dra-se war al leurenn. Kustum int da vousc’hoarzhin en ur c’hoari dirak an arvesterien·ezed. Er strollad Hoggyh e oa ar c’haner, ar skrivagner ha c’hoarier gitar Quentin Morvan, ar ganerez ha skrivagnerez Justine Morvan, e c’hoar dezhañ, hag an tabouliner Tangi an Dreo dija.
Cheñch stumm ar strollad
E 2020 o doa graet o soñj cheñch stumm ar strollad : « Un ehan zo bet d’ar mare-se evel kalzik a strolladoù gant ar C’hovid, eme gQuentin Morvan. Aet e oamp skuizh un tammig gant ar c’hanaouennoù hor boa graet betek-henn ha soñjet hon eus e vefe mat kaout ur soner all. » Er memes strollad mignoned e oant gant Mael Guégo. « An heuliadenn ‘C’hwi a gano’ eo an dra gentañ hon doa graet asambles », eme ar c’hoarier gitar.
Liamm gant an noz
« La nuit ne viendra pas » eo anv ar bladenn rak « al liamm gant an noz a zeu alies en hor c’hanaouennoù. » Awenet int gant strolladoù gall rock ha pop evel Odezenne ha Feu! Chatterton, ar c’haner egiptat ha belgiat Tamino peotramant ar ganerez vreizhveuriat PJ Harvey. « Levezonet omp gant tout ar pezh hon eus selaouet en a-raok hag ar pezh a veze selaouet gant hon tud ivez », eme Vael Guégo.
Kanaouennoù all a vez sonet er sonadegoù hag o soñjal emañ ar strollad sevel ur bladenn all. « Kanaouennoù zo skrivet met evit poent emaomp gant ar bladenn-mañ », eme ar c’haner.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 931, d’an 11 viz Ebrel 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg