Ar 46vet bloaz eo e vez lakaet pobloù ha tudoù minorelaet war wel e kêr-benn ar Pennoù Sardin da-geñver Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Eus ar 17 d’ar 24 a viz Eost paseet o doa bet tro an dud da welet ha da selaou a bep seurt filmoù, divizoù hag arvestoù war minorelezhioù eus Brazil.
E 1888 e oa bet torret ar sklaverezh e Brazil, unan eus ar broioù diwezhañ ouzh en ober. Doareoù stourm ha dizalc’herezh ar sklaved zo bet dibar e bro vrasañ an Amerika latin. Ar c’hQuilombos, da skouer, zo takadoù kumuniezhoù tud bet krouet gant sklaved hag o doa tec’het kuit. An hini brasañ eo hini Palmares, e Stad Alagoas, krouet er XVIIvet kantved. Zumbi, penn meur ar c’hilombo-se, zo deuet deiz e varv da vezañ « Devezh an emskiant du1« . Difennet e oa bet ar sklaverezh e 1850, ha ret e oa bet gortoz 48 vloaz ouzhpenn avat evit ma vefe torret da vat. Ouzhpenn roudoù eo zo bet laosket gant ar c’hantvedoù-se a vont en-dro ekonomikel diazezet war ar ouennelouriezh, e Brazil, hag er bed-holl.
Bev eo an trevadennerezh c’hoazh
Talvoudus eo jediñ sifroù, stadegoù, evit kaout ur sell gwirvoudel war mont en-dro ur gevredigezh. « E Frañs n’eo ket aes komz eus gouennoù. Gouzout a ouzomp n’eus ket a ouenn viologel. Gant ur sell sokial ha sokiologel eo e komzomp eus gouennoù », a lavar Paula Anacaona, embannerez ha skrivagnerez, e-kerzh an daol-grenn war ar venelouriezh du e Brazil. « An dud du zo gwelet evel tud du, ha neket evel tud. Ar stadegoù a brou ar gwirvoud a vremañ-se. » Gant stadegoù Brazil e teskomp ez eus 54 % a annezidi du, muioc’h evit an hanter enta. Koulskoude, abalamour d’an istor trevadennel ha d’ar soñj trevadennel a zo bev c’hoazh, e kendalc’h an droukziforc’hioù diazezet war ar ouennelouriezh. Ar re baour a vev er favelas a vez du, pa gaver stank an dud wenn e krec’h ar skeul sokial. Ur skouer splann eo hini feulster ar polis : lazhet e vez gant ar boliserien etre 6000 ha 7000 den bep bloaz ha 85 % anezho zo tud yaouank du. Sed aze ur stadeg spontus a ziskouez n’eo ket ken prizius korfoù zo e-keñver korfoù all, buhezioù zo e-keñver buhezioù all.
Ar sinema, senenn an droukziforc’hiñ
En teulfilm Sete años em maio e kinnig ar sevenour yaouank ha du Affonso Uchôa un doare dibar da seveniñ, etre teulfilm ha faltazi. Senenn fin ar film a sko ar spered, pa ziskouez un tropellad tud yaouank du en o sav, paotred ha plac’hed, skarzhet an eil re goude ar re all a feur ma kollont en ur c’hoari direizh dibunet e reolennoù gant ur poliser.
« E Brazil n’eus maouez du ebet e-touez ar sevenerezed filmoù », a embann Fernanda Lomba, produerez filmoù. Ur stadegenn vantrus ken ez eo en ur vro m’eo birvidik industriezh ar sinema. Evel an darn vrasañ eus an dud yaouank du a gas studioù, he doa bet Fernanda Lomba ur yalc’had evit mont d’ar skol-veur ha neuze pellaat diouzh ar vuhez tonket dezhi er favelas. Marielle Franco, dilennadez Carioca bet drouklazhet gant nav zenn pistolenn e 2018, he doa bet ur yalc’had ivez ha neuze gellet mont kuit eus ar vuhez er favelas. Abalamour d’ar ouennelouriezh ha d’an homofobiezh avat eo bet tennet he buhez prizius en un doare euzhus.
Politikel eo hor c’horfoù
« Setu unan eus al luganoù bet klevet ar muiañ e luskad 1968 », a zegas da soñj Yannick Reix, rener nevez Gouel ar Filmoù. « Pouezus eo reiñ ar gaoz d’an dud minorelaet eus Brazil, ha neuze ivez d’ar re eus ar c’humuniezhoù LGDTQEA+2« , emezañ a-raok reiñ ar gaoz da dud pedet d’an daol-grenn anvet evel al lugan. Gouennelouriezh, homofobiezh, treuzfobiezh ha revelouriezh zo kement a ideologiezhioù bet preget gant Jair Bolsonaro, politikour eus an tu dehoù pellañ bet prezidant Brazil betek miz Kerzu 2022. Daoust d’an tres degemerus e-keñver an dud heñvelreviat ez a war gresk e Brazil an torfedoù ha feulsterioù ouzh an dud LGDTQEA+, hag evel-just ne‘z a ket gwelloc’h stad an traoù abaoe resped3 ar prezidant e gomzoù faskour. Hervez an ANTRA4 eo treuzjener, du ha paour 80 % eus an dud LGDTQEA+ a vez drouklazhet.
Feulster ha tagadennoù a vez anduret ivez gant an dud yaouank bet pedet d’an daol-grenn, abalamour m’eo o c’horfoù er-maez eus an normoù. E Frañs ivez, a destenie unan anezhañ, bet skoet en ur straed e Roazhon nevez zo.
Eus ar gounnar d’ar stourm
Spi zo memes tra gant an « Efed Marielle », da-heul drouklazhañ an dilennadez lesbian ha du, en deus ar gounnar roet kalon ha nerzh da vaouezed du ha paour evit poaniañ ha klask bezañ dilennadezed o c’hêr pe o rannvro. En teulfilm Sementes : mulheres pretas no poder e ro Ethel Oliveira da welet poltredoù pemp maouez kreñv ha mennet bras gant ar c’hoant stourm ha difenn gwirioù ar re voustret gant ar sistem marvus-mañ.
Camille Argouarc’h
1« Día da consciência negra », d’an 20 a viz Du
2LGDTQEA+ : LGBTQIA+
3resped : mandat
4ANTRA : Associação Nacional de Travestis e Transexuais
Ur pennad embannet en niverenn 1004, d’an 3 a viz Gwengolo 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg