Betek-henn e veze implijet TikTok gant ar Rannvro evit tizhout ar re yaouank. Abegoù surentez, ha yec’hed dreist-holl, o deus roet c’hoant d’ar Rannvro da guitaat ar rouedad sokial sinaat.
E 2023 e oa ur miliard a dud a rae gant TikTok dre ar bed. Pouezus e oa eta evit Kuzul-rannvro Breizh ober gant ar savenn-se ivez. Ar re yaouank eo a ra gant TikTok dreist-holl. “N’hon eus ket kemeret an diviz diwar-skañv rak gouzout a reomp pegen pouezus eo mont e darempred gant ar re yaouank”, eme Loïg Chesnais-Girard. Jerom Hardy, kuzulier-rannvro e karg eus ar sibersurentez a lavar eus e du : “Fellout a ra deomp lakaat an dud d’en em soñjal. N’hellomp ket asantiñ da bep tra pa vez kaoz eus an amzer tremenet gant ar re yaouank gant o skrammoù hag ivez eus souvereniezh”, emezañ. Ma implij ar ger “souvereniezh” ez eo evit displegañ e vefe techet TikTok da ziskoachañ ha da zastum titouroù diwar-benn e implijerien.
Lakaet e oa bet ar gaoz war DikTok e-kerzh emvod Kuzul-rannvro ar re yaouank e miz Genver. Divizoù entanet a oa bet en hantergelc’h ar Rannvro. Anzav a ra Jerom Hardy ez eo TikTok an doare aesañ da dizhout ar re yaouank met doareoù all zo evel ar skrammoù etreoberiat bet staliet el liseoù. A-hend-all e talc’ho ar Rannvro d’ober gant Facebook, Instagram hag X (Twitter a-raok).
Enklask Amnesty Etrebroadel
Embannet e oa bet an disoc’hoù anezhañ e miz Du. Diwarnañ o deus prederiet ar guzulierien-rannvro. Rebechoù a vez graet da DikTok abaoe ur pennad ha n’eo ket hepken e Breizh. En e studiadenn e tiskouez Amnesty Etrebroadel pegen drastus e vez ar savenn sinaat evit ar vugale hag ar grennarded. A-raok e oa bet kaset un enklask heñvel da benn gant ar senedourien c’hall.
Pa vez kudennoù psikologel gant un den yaouank e vez muioc’h e dañjer ma sell ouzh TikTok, rak pa verzh TikTok an dra-se e kinnig dezhañ muioc’h a videoioù dañjerus. Dont a ra a-benn TikTok da lakaat ar re yaouank da chom pelloc’h da seurfiñ. An amzer ouzhpenn tremenet e-giz-se zo fall-tre evit an hini en deus kudennoù psikologel pe a zo e riskl da gaout anezho. Ne vez ket pourchaset ar memes tra d’an holl. Ma vez mennozhioù emlazh gant unan e vo kinniget videoioù hag a ra dave d’an dra-se, ken en em gavo 12 gwech muioc’h a videoioù diwar-benn an emlazh war e skramm. Ma vez strafuilhet unan gant ar boued e vo kaset danvez dezhañ diwar-benn an tem-se goude 8 mn o seurfiñ.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 991, d’ar 4 a viz Even 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg