Un enezenn a c’heller kas ur c’harr-tan warni gant ar c’harrlestr eo ar Gerveur. Re a girri zo en enezenn hervez tud zo. A-hend-all int re dev. Setu perak o doa soñjet lod aozañ ur saloñs war ar c’hirri skañv. E miz Here e oa bet dalc’het, en esper kizidikaat an enezidi. N’eo ket aes cheñch boazioù avat.

Hentoù teret zo er Gerveur evel-just. Gant ar c’hirri bras a ya ganto e vezont disleberet avat. Met n’emañ ket aze an dalc’h brasañ. Muioc’h-mui a girri-tan zo, ken e teuont da vezañ dañjerus, en tu-hont da vezañ ur skoilh evit kalite ar vuhez. « Daou pe dri c’harr-tan a vez e pep familh hiziv an deiz », eme Nicole Lenoble, a zo o chom en enezenn abaoe daou-ugent vloaz. Ne lavar ket Denis Bredin traoù disheñvel diwar-benn kudennoù ar monedone er pemzek enez bennak eus Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel. Rener kevredigezh Inizi ar C’huzh-Heol eo-eñ. « Ur gudenn eo ar c’hirri-tan. E lec’hioù zo ez eus re anezho, dreist-holl en inizi bras ma vez ur c’harrlestr oc’h ober hent etre int hag an douar-bras, rak kirri a vez kemeret e bourzh ar c’harrlestr. » Setu dres ar pezh a c’hoarvez er Gerveur.
Ne gav ket Nicole Lenoble kalz tuioù mat d’ar c’hirri-tan. « Dont a ra un eoullestr da gas trelosk d’an enez. Eus ar porzh e vez kaset d’ar wikadell gant ur pipeline. Ma c’hoarvezfe un dra bennak e tarzhfe ar Palez. Kalz elektronik zo enno ha ne vezont ket dreset gant karrdioù an enez, hag abalamour da se e vez ret kas anezho d’an douar-bras. »
Evit gwir ez eus bet ur cheñchamant e-skoaz gwechall. Kalz eo kresket ment ha pouez ar c’hirri-tan, ken e teu da vezañ diaesoc’h en em groazañ war an hentoù. Ha n’eo ket gwelloc’h ar c’hirri tredan, rak pounneroc’h int. Ne vez ket ur c’harr-tan hepken e pep familh hogen daou pe dri, en eiltiez zoken. Teret e vez an hentoù evel-just, met kozh ha strizh int chomet, evel pa’z ae an dud war o zroad pe gant kirri kezeg.
Broudañ d’ober gant kirri skañv
E 2018 e oa bet krouet ur gevredigezh hag a glask gwellaat ar vuhez en enez. Fellout a ra d’he izili delc’her kont eus an treuzkemm ekologel. Asambles gant ur gevredigezh all anvet In’VD (Innovation Véhicules Doux) emaint o paouez aozañ ur saloñs bihan evit diskouez penaos ober mod-all a-fet monedone. N’eo ket In’VD ur gevredigezh eus an enez. Labourat a ra e Frañs a-bezh. Klask a ra diskoulmoù da vont ha da zont war ar maez, dreist-holl er c’hornioù-bro meneziek un tammig, en ur ober gant kirri skañv.
Daou zevezh e oa padet an diskouezadeg e miz Here. Pedet e oa bet saverien kirri skañv kenetre da ziskouez o c’hirri d’an enezidi. Beloioù peder rod tredan, beloioù-samm, kirri-marc’hadourezh bihan, busoù bihan gant troadikelloù… Gellet o devoa tud ar Gerveur dont da welet. Daoust-hag-eñ e vo cheñchet o boazioù ganto ? Muioc’h a vo ezhomm moarvat. Pouezus eo kizidikaat evelato. « En un enez 20 km hed ha 9 km led dezhi ez eus ezhomm kirri evit mont ha dont. Ha ret eo kaout SUVoù avat ? Direizh eo mont gant kirri ken bras war un tiriad ken bihan. »
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1076, d’an 10 a viz C’hwevrer 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


