ROUE-D : Krouadenn nevez ar c’henstroll Pevarzek

Un trede oberenn zo bet savet asambles gant izili ar c’henstroll Pevarzek : un daol c’hoari. Staliet eo bet e mirdi Breizh e Roazhon. Ul lid a oa bet aozet eno d’ar 14 a viz Meurzh.

Div dablezenn zo evit c’hoari echedoù ha gwezboell. © Pevarzek


Ar c’henstroll Pevarzek, 14k, a oa bet krouet e 2023, 100 vloaz goude ma oa bet savet ar Seiz Breur gant Jeanne Malivel, Reun Kreston ha Suzanne Kreston. Arzourien, artizaned ha tresourien a oa bet bodet e 2021 gant Jacques-Yves an Touz eus Skol-Uhel ar Vro hag Andre Lavanant eus Istor ha Sevenadur Breizh. Fellout a rae dezho sevel ur gevredigezh nevez. Ganet e oa bet Pevarzek daou vloaz war-lerc’h eta.

Krouiñ asambles
A-stroll o deus labouret izili Pevarzek dija da sevel daou baravel : KOAD SAV ha GLAZ MOR. Diskouezet e oant bet e Roazhon e miz Gouere 2024 da-geñver ur werzh diouzh ar c’hresk, e Blaen e miz Even 2025 evit an diskouezadeg « Merenn Vihan », hag e Kemper e miz Gouere 2025 e-pad Gouelioù Kerne.


An daol c’hoari
Gant mirdi Breizh — a zo er greizenn sevenadurel Ar Maezioù Frank e Roazhon — eo bet urzhiet an oberenn nevez-se digant « mibien ar Seiz Breur ». Anvet eo ar « ROUE-D » ha gellout a reer c’hoari echedoù warni kement hag ur stumm kozh anezho c’hoariet er broioù keltiek, ar gwezboell.
« Kalz eurvezhioù zo bet gouestlet d’an empentiñ, evit prederiañ, en em vodañ, kendivizout… Lezet e veze pep hini da reizhañ ha da wellaat e ginnigoù, a-raok kenlodañ anezho en-dro, hag en em glevet war an hevelep raktres er fin. En holl ez eus bet ezhomm eus 150 eurvezh labour da Ifig Brand’honneur [ebenour ar c’henstroll], evit fardañ ha stagañ goude-se ar 600 pezh koad a ya d’ober an daol hag an div dablezenn », eme ar c’henstroll.

N. Gourvenneg

Gouzout hiroc’h : www.pevarzek.bzh


Ur pennad embannet en niverenn 1082, d’ar 24 a viz Meurzh 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez