D’an dregont a viz Du 1825 e voe krouet e Boulogne-sur-mer ar gevredigezh kentañ e Frañs da saveteiñ peñseerien. Kevredigezhioù lec’hel all a voe savet e porzhioù mor gant ar memes kefridi goude-se, evel hini an Havr-Nevez e 1839, ha reoù ledanoc’h o zakad, an SCSN (Unvaniezh Vroadel ar Saveteiñ War Vor) e 1865, hag an HBS, Saveteerien Ospitalerien Vreton, un aozadur liammet ouzh Urzh Malta, e 1873. E 1967, diwar intrudu ar ministrerezh karget eus ar modoù dezougen, e voe savet an SNSM, Unvaniezh Vroadel ar Saveteiñ War Vor, dre vodañ an SCSN hag an HSB. Un aozadur diouzh lezenn 1901 eo an SNSM hag ur gefridi a servij foran zo bet fiziet enni.

Savet e voe an SCSN e 1865 pa voe skoet ar speredoù gant gwallzarvoudoù mantrus c’hoarvezet war vor. Kerkent e voe ganti bigi saveteiñ e Breizh, e Gwaien hag e Sant-Maloù, ha nepell war-lerc’h e Groe, Rosko, Enez-Eusa, Konk-Leon hag Enez-Sun. E 1873 e oa bet savet an HSB. Un aozadur kenskoazell e oa homañ ivez ha bigi saveteiñ a voe ganti war aodoù all estreget re Vreizh. Pa oa bet distrujet e-kerzh an Eil Brezel-bed, gwaskedoù ha kalz binviji saveteiñ implijet gant an daou aozadur, ne c’helle ket ar re-se ober o micher diouzh ur mod efedus ken. Re goustus e oa taliñ outi. Seul vrasoc’h e oa deuet an ezhomm anezho da vezañ ma oa deuet ar c’hiz da verdeiñ evit ar blijadur hag e tastume micherioù ar mor ul lusk nevez. Dibabet e voe lakaat an SCSM hag an HSB da gendeuziñ. Dont a reas prezidant kentañ an SNSM, an amiral Amman, a-benn da gendrec’hiñ ar Stad da bourchas peadra da gregiñ gant ar gefridi pa oa bresk stad ar c’hef gant an daou aozadur bodet. Bigi saveteiñ an aozadur nevez a c’hellas degemer evit o c’hefridioù keleier digant Kreizennoù Rannvro Pare da Evezhiañ ha Saveteiñ (CROSS) pa voe savet ar-se.
Miliadoù a dud a-youl-vat da stummañ
N’eus nemet ur pevar-ugent a implijidi gant an SNSM. Tud a-youl-vat eo ar miliadoù a saveteerien karget da vont davet peñserien gant bigi an aozadur. Miliadoù all a ra o c’hargoù tostoc’h d’an aod pa vez neuñvierien en arvar. Pa rank ar saveteerien mont, ar buanañ ar gwellañ, war dakad ar gwallzarvoudoù e ranker gervel ar re o chom er biojoù. Ret eo dezho bezañ prest da ziborzhiañ dindan pemzek pe ugent munut. Ret eo, ouzhpenn-se, kaout tud n’eo ket dianav an dachenn dezho, merdeidi hag a oar e pelec’h emañ kement karreg a c’hell kas o bag d’ar strad. Eus ar re bouezusañ eo ar seurt barregezh e Breizh, abalamour d’an aodoù troc’h-didroc’h. Anat eo ne c’heller ket kas n’eus forzh piv davet peñserien, peurgetket pa vez dirollet ar mor. Stummañ a ra an SNSM he saveteerien hag emañ ar pol stummañ broadel e Breizh, e Sant-Nazer. Skiant prenet a rank ar savetaerien tapout goude-se war an dachenn, harpet gant kenseurted barrek. Ampartizoù zo a c’hell bezañ uheloc’h eget reoù all, evel ar re goulennet evit splujañ ha seveniñ kefridioù dindan vor. Ret eo deskiñ bezañ direbech el labour dre ma c’heller bezañ kaset dirak al lez-varn gant tud zo evit an disterañ fazi. Seul greñvoc’h eo talvoudegezh al labour stummañ gant an SNSM m‘eo tremenet dregantad ar voraerien a vicher eus 80 % da 20 % e-touesk he saveteerien war vor.

N’eo ket kefridioù diriskl hag a vez fiziet enno, na tost. Abaoe krouidigezh ar porzhioù bigi saveteiñ ez eus marvet 90 a saveteerien oc’h ober o c’hefridi. E 1986 e kollas, da skouer, pemp saveteer o buhez en Aber-Ac’h pa oant aet war sikour ur vag dre-lien skoet war ur garreg. Merket e voe ar speredoù gant un darvoud c’hoarvezet e 2019 e Vande. Beuzet tri savaetaer pa oa bet troet koulc’h o bag gant un taol-mor. Ret eo tuta danvez saveteerien ingal rak ne chomont ket ur viken e servij an aozadur, war-dro pemp bloavezh well-wazh hag ezhomm zo c’hwec’h bloavezh evit peurstummañ ur c’habiten. Degas a ra ar stummadur kinniget gant an SNSM koulskoude diplomoù anavezet gant ar Stad.
Roadennoù ha yalc’hadoù.
Daoust ma chom dic’hopr ar saveteerien he deus an SNSM ezhomm da zastum peadra da genderc’hel ganti. Emañ ar bigi o koshaat, ouzhpenn tregont vloaz lod anezho. Ret e vo prenañ reoù nevez hag uheloc’h eo aet rakprizioù ar chanterioù sevel bigi. Koustusoc’h eo aet ivez an diezel lakaet er c’hefluskerioù. Degaset e vez 73 % eus ar pourvezioù gant roadennoù prevez, 27 % gant yalc’hadoù. Meret e vezont diouzh un doare poellek. Implijet e vez 84 % anezho evit taliñ ouzh mizoù ar c’hefridioù saveteiñ. Dre chañs e c’hell an SNSM kontañ war strollegezhioù brokus. Paeet eo bet an hanter eus he bigi ganto e Penn-ar-Bed da skouer, ur c’hard gant yalc’hadoù an departamant, ar c’hard all gant re ar Rannvro. Talvezout a ra ar boan kreñvaat nerzhioù ar seurt aozadur. Mont a ra war sikour tregont mil a dud bep bloaz.
Paol ar Meur
Ur pennad embannet en niverenn 1067, d’an 9 a viz Kerzu 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


