Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Silioù, treid hag all

Pa oa o tont er sal-voued, kentañ gwelet gant Sofi, ar skolaerez, eo ‘oa bet reuz. Klevet a-walc’h he doa, hag hi er porzh. Setu perak ‘oa aet da welet. Jaklin ar Skol, ar vaouez a rae war-dro pep tra enni, ‘oa o klask sioulaat ar re vihan.

Petra ‘zo o c’hoari ganto ?, emezi.

Lavarit d’ho skolaerez !, eme Jaklin.

Anat ‘oa warni pegen dibasiant ‘oa aet.

Hini ebet eus ribitailhoù ar skol-vamm ne respontfe. Lod ‘oa mouzhet. Lod all ‘oa c’hoazh oc’h esaeañ leñvañ. War-nes kregiñ ganti adarre ‘oa lod, zoken…

Kaer da Sofi sellet. Fritez ‘oa da lein. Tik war ar fritez e veze ar vugale. Ma vefe bet legumaj all he dije komprenet aesoc’h. Heñvel e veze e kement skol all e kêr, emichañs.

Met fritez ! Ouzhpenn, ne wele ket ur friterenn ken. Ar sklabez ordinal ‘oa, e-giz da bep tro war-lerc’h d’ar re vihan drebiñ. Ne chome ken, a voued, nemed un asiedad bananez e-kreiz peb taolig ront. Ha c’hwec’h bugel tro-dro da bep hini.

Ginet ’oant holl.

Ur sell a reas Sofi ouzh Maiwenn. Ar baotrez furañ ‘oa. An hini ‘ veze da dostañ dezhi ivez, kentañ o tont da bokat dezhi, diwezhañ o lavaret kenavo. Ha kalz nebeutoc’h a vall bezañ gant he mamm.

– ‘M eus ket naon ken !, eme ar baotrez, war-lerc’h sellet ouzh ar pemp all ‘oa ganti ouzh taol. Hag hi kroaziañ he divrec’h.

Ha gwiskañ a-nevez ar masklad kintoù en he dremm. Na !

Ar re all a reas pep a hej d’o fenn, kerkent ha gwelet ar pemp all oc’h ober. Pehini da gentañ ?

Ne gomprenan ket, eme Jaklin. N’eo ket un afer naon. Ma pije gwelet anehzo o kargañ fritez. 

Divinañ a-walc’h a ran, eme ar skolaerez.

Hag hi ober ur sell da glask an eur.

Mat, bugale ! ‘Benn pemp munut emañ ar poent distaliañ. Ar re vras ‘zo o c’hedal o zro da leinañ. Int-i ivez a gav mat fritez. Hastit buan debriñ ar bananez-mañ, ha… 

N’hon eus ket c’hoant debriñ anezho, eme Vaiwenn.

Hañ ? Ha perak ‘ta ? 

Den ebet ne responte. Kefridi an div vaouez ‘oa ivez ober war-dro aezamant ar ribitailhoù. Memestra e kaven anezho farsus a-walc’h da welet, mouzhet holl evel-se. Bremañ ‘oa kroaziet e zivrec’h gant pep hini. Diskrog-debriñ ganto, evit doare.

Ba, eme Sofi, evit bananez, n’eo ket kalz a dra. Moaien kas anezho en-dro ‘zo. Pe o lezel evit warc’hoazh.

Warc’hoazh ne zrebimp ket anezho !, eme Vaiwenn.

Ale, an holl war ar porzh, neuze !

Kerkent e tec’has an holl… nemet Maiwenn, paket krog en ur vrec’h dezhi gant ar skolaerez. Etre daou he doa sellet pishoc’h. Den ebet n’en oa staget da zigroc’henañ ur vananezenn. Dare-klok ‘oant, koulskoude, ul liv melen dudius dezho.

‘Welez ket ?

Petra ‘zo bet, Maiwenn ? 

N’hon eus ket c’hoant dont da vezañ evel Sabrina. 

Sabrina ? Petra ‘zo gant Sabrina ? 

Ur baotrez en eil klasad koshañ ‘oa Sabrina. Unan ganet en India. Laouen. Dichipot. Prest atav da c’hoarzhin. Ha da ober, dre fent, aon d’ar vugale vihan. Soñj he doa Sofi, pa oa nevez en em gavet Sabrina er skol-vamm he-unan. Pegeit ‘oa ? Seizh vloaz ‘oa abaoe… Ne oa ket bet pell o hardishaat. Droug ebet oc’h ober anezhi. Ha c’hoarzhin yac’h, da bep tro pa gave un digarez. Ar re all a c’hoarzhe ganti : a-walc’h klevet Sabrina oc’h ober.

Petra ‘peus klevet gant Sabrina ? 

N’hon eus ket c’hoant bezañ du e-giz Sabrina ! La ! 

Met Sabrina n’eo ket du !, eme Sofi.

Kerkent ‘oa deuet da soñj dezhi e oa teñval rezonabl liv he c’hroc’hen, ‘mestra. Liv ar c’histin darevet-brav, da greiz an diskar-amzer, ‘oa Sabrina. Ur baotrez vrav ouzhpenn… Ale !!

Ha petra ‘n ‘eus liv kroc’hen Sabrina da welet gant bananez ? Ar re-se ‘zo melen o c’hroc’hen. Me a zreb bananez ha n’eo ket deuet melen va c’hroc’hen. Na du. Na liv all ebet na oa ket a-raok ! 

Mouzhet ‘oa Maiwenn. Istorioù bugale etrezo ! Ma ! Petra vefe graet ken ? Lavaret da Vaiwenn mont da gerc’hat Sabrina.

Dale ebet da houmañ difoupañ, d’he heul ur c’hwezhiadenn aer a-herr. Oc’h echuiñ ur c’hoarzh e oa. Santet ‘veze oa prest da darzhañ ar c’hoarzh nesañ.

Ya ? emezi. Ezhomm ac’hanon ‘zo ? 

Petra ‘peus kontet d’ar re vihan, Sabrina ? 

Me ? Netra ebet.

Petra eo an istor-se gant ar bananez ? Ne fell ket dezho debri anezho ! 

 – A ! A ! A !

Dirollet c’hoarzhadenn Sabrina. Bet justik da Sofi chom hep ober, hec’h-unan, ken kalonek e c’hoarzhe ar baotrez. Plac’hig yaouank dija, koulz lavared. An eil brasañ ‘oa hi, er porzhiad bugale. Ha brasoc’h eget he skolaerez kentañ.

A-greiz he c’hoarzh ‘oa tardet krenn. Alies e rae evel-se. Un digeriñ bras d’he daoulagad. Ha tostaat ouzh ar skolaerez o klask derc’hel d’ur feson rust un tamm. E-giz ma vefe o vont da gontañ ur sekred dezhi e pleg he skouarn.

Re wir eo, ouzhpenn ! Klevet gant va zad ! 

Petra ‘zo “re wir” ?

‘Eñ ne ‘z a ket bananez gantañ. Ma trebfe diouto, ‘zo lavaret dezhañ gant ur medisin, e teufe da vezañ du. E ! Petra ‘ri, Sofi ? Holl e tiskennomp eus ar gwez eo chomet kludet ar varmouzien warno. Nemet lod ‘zo n’eus ket keit-se ‘zo int diskennet, anat. Ha n’o deus ket re a c’hoant ‘vefe degaset da soñj dezho !

War an douar ! Ganet en tu all eus ar blanedenn. Padal e teue brezhoneg ganti ken aes, ha digatar ha gant ar skoaerez. Reishoc’h, end-eeun, he hini !… Hag ijin ! Ha pebezh teod maouezig !

Diskredik e chome Sofi. Bep abardaez e welet tad Sabrina. A-bell, dre ar porrastell bihan, e gorre ar porzh-skol, e teue da gerc’hat e verc’h. Un den sirius, da welet. Feson rust dezhañ ivez zoken. Ur pezh barv. Dic’hoarhz a-bezh. Ne chome ket da varbilhat gant ar mammoù, sur.

Ken sklaer e groc’hen hag ar braz eus ar Vretoned all. Tec’het ‘oa Sabrina dija, kaset he c’hoarzh ganti ha pa chomfe war he lerc’h un tamm.

Eus a belec’h an diaoul ‘oa bet oc’h ijinañ an drocherez-se ?

Ne oa ket tost e vefe ar wech kentañ kennebeut. Plijadurus e tiskoueze Sabrina kavout lakaat ar re vihan da grediñ traoù burzhudus. Emichañs ar re he doa lonket, higenn hag all, pa oa hi en o flas. Petra he doa kontet dezho, ur wech ? Kontet ‘oa pesked, silioù o anv, hag o doa treid, blev outo. Hag ar re-se, treid, blev hag all, ‘oa mat da zrebiñ. Un dudi ! Sabrina, maout da c’hoari, ouzhpenn kontañ, a gemere ur « silienn » etre daou viz. Treid, blev hag all, e save anezhi a-zioh he fenn ‘biou he lost. Digoret he genou ganti, ha ploup ! Mantret, ar re vihan, ken digor all o genoù, hag a rae urc’ helc’h tro-dro dezhi.

Ha pa felle dezhi ober an neuz da vezañ sirius, ne oa ket par dezhi. Evel he zad ?

En abardaez, Sofi, c’hoant ganti boueta he sarmon d’ar re vihan antronoz, estreget gant he c’homzoù-hi, ‘oa chomet da straniñ e gorre ar porzh. Gellet evel-se bazhkrogañ tad Sabrina, a-barzh dezhañ ober sin d’e verc’h, ha tec’het kerkent.

Div pe deir gwech hepken ‘oa bet un tammig marvailhoù etre an den-se ha Sofi. Lentet ‘veze gantañ. Etre ar vamm (ken sklaer he c’hroc’hen hag hini he gwaz..) ha Sofi e veze aes ar gaoz. Meur a wech ‘oa bet, ha n’eo ket hepken pa veze dav, e-keit ha ma oa Sabrina er skol-vamm. Dre ar porrastell bras ‘z ae ar vamm. Chom a rae eno da ober ur varvailhadenn gant ar merc’hed all. Betek pemp eur e veze bepred un dek bennak anezho, bodet eno. Tro-dro dezho ‘veze bugale o c’hedal ‘vefe graet gant o mamm he soñj ‘oa poent mont kuit.

Petra ?, lavaras an tad, en ur zigeriñ ur mousc’hoarzh, ledan, dic’hortoz, etre e zivskouarn, e-touez e varv. A ! Kompren a ran ! 

Ha dirak Sofi, souezhet un tamm, e reas an den un dizoleiñ d’e vrec’h zehou betek e ilin. Pikotet ‘oa homañ, a dachadoù, e-giz ma vez merket e groc’hen eno gant pikoù-panez, nemet ‘oa teñvaloc’h ar merkoù-se. Ne veze ket merzet. Ouzh e vizaj ne oa ket merkoù.

E pep lec’h em eus evel-se, tost , emezañ.

Petra ‘n eus ar re-se da welet gant kontadenn Sabrina ? 

Feiz, un tamm eo aet amplik ganti. N’eo ket ouzhpenn dezhi, gouzout a rit a-walc’h. Met gwir eo, sañset. Ur medisin kroc’hen ‘moa gwelet e Paris, pa oa nevez-difoupet ar re-se. An ali nemetañ en doa gellet reiñ din ‘oa chom hep drebiñ bananez ken. Un dra bennak ‘zo enno hag a zeu d’en em stagañ em c’hroc’hen, ha da livañ anezhañ. Ker buan all eo evel-se eo deuet liv o c’hroc’hen d’ar re zu, piv ‘oar ?

Ha dre douez e varv rust e tremenas adarre ur pehz mousc’hoarzh ledan. Gwir pe c’haou ?

Antronoz he doa diskouezet Sofi d’he c’hlasad ur c’hasedigad video graet en ur gêr vras en India.

Met da lein eo yaourtoù vanilha ‘oa…

Mikaël Madeg

  • Un danevell embannet en niverenn 507 – d’ar 27 a viz C’hWevrer 2015.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez