Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Skoilhoù war an hent evit ar marc’hoù-houarn

Muioc’h-mui a dud a ya war velo, pe e vefe er c’hêrioù bras pe war ar maez. Gant se e klask ar strollegezhioù sevel pe digeriñ muioc’h-mui a hentoù marc’hoù-houarn. N’eo ket evit plijout d’an holl avat. Tabut zo savet e Perroz-Gireg hag er Forest-Fouenant n’eus ket pell zo.

Hent doujus Beg an Duchenn. © Ti-kêr Sant-Ke-Perroz

E Perroz-Gireg ez eus bet soñjet kemer ul lodenn eus an HD788 digant ar c’hirri-tan evit lakaat ar marc’hoù-houarn da vont gantañ. Un taol-arnod eo a-berzh an departamant. Etre Sant-Ke-Perroz ha Perroz-Gireg eo bet strishaet an hent peder forzh evit ar c’hirri-tan. Labourioù bihan zo bet graet evit ma c’hellfe an dud mont ha dont war varc’h-houarn. 6 mizvezh e pado an taol-arnod. Goude e tivizo ar departamant hag-eñ e vo dalc’het pe ne vo ket, gant cheñchamantoù pe hep hini ebet, diwar an niver a varc’hoù-houarn bet kontet ha diwar soñj an dud. Diouzhtu ez eus bet tud a-enep. E-pad al labourioù ez eus bet foeltret traoù bet staliet, ar pezh en deus lakaet André Coënt, besprezidant an departamant, da imoriñ : « Diboell e oa ober an dra-se. Gwallzarvoudoù grevus a c’hellje bezañ bet c’hoarvezet. » Abaoe ez eus bet roet lañs d’ur c’houlennadeg gant ar vleinerien kirri-tan a zo a-enep. « Foranañ arc’hant hon taosoù eo, kement ha saotrañ ar gweledva. 95 % eus ar re a ya gant an HD788 o deus kounnar ouzh ar raktres », emezo. Hervezo n’eus ket ezhomm eus an div roudenn velo-se, e-lec’h peder rak ne dremenfe ket muioc’h eget un dek den bennak war varc’h-houarn pe war droad dre eno bemdez, tra ma vez war-dro 10 000 karr-tan (14 000 e-kerzh an hañv).

A-hed an aod er Forest-Fouenant

Er Forest-Fouenant e oa bet lidet ez-ofisiel digoradur an hent nevez etre ar porzh kozh hag ar porzh bigi-dre-lien e miz Even. « Ledanaet eo bet an hent un tammig », eme maer ar Forest-Fouenant, Daniel Goyat. « Aezet ‘vo bremañ d’ar varc’hhouarnerien mont gant hent bord an aod. » Soñjal a ra-eñ en hent marc’hoù-houarn a yelo eus Benoded da Gonk-Kerne pa vo peurechu, rak an dra-se eo pal kumuniezhoù-kumunioù Fouenant ha Konk-Kerne. En ur gontañ al labourioù da ledanaat an hent, astenn ar roudenn evit ar marc’hoù-houarn hag ober ul lec’h-arvestiñ e sav raktres ar Forest-Fouenant da 710 000 €. Ul lodenn zo bet arc’hantaouet gant ar Stad hag ar Rannvro.

Koulskoude n’emañ ket an holl a-du, evel e Perroz-Gireg, met n’eo ket evit an hevelep abegoù. An ekologourien an hini eo a sav o mouezh ar wech-mañ. Hervezo e oa un doare all d’ober al labourioù. « N’omp ket bet selaouet », emezo. An div gevredigezh Forest Glas ha Gwarez Bro Fouenant a gav abeg e ledander an hent. « 4 metr zo re. Gant 3 pe 3,5 metr e vefe bet trawalc’h. Tost ur gourhent eo, graet evit 3000 tremeniad bemdez, ar pezh a zo mont pell ganti memes tra. » A-hend-all e kinnigont sevel klemm dirak al lez-varn rak « echuet eo bet al labourioù er mare ma oa an evned o neizhiañ ».

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 944, d’an 11 viz Gouere 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez