N’eus ket pell zo, pa oan o klask ur reolenn da dreiñ frazennoù evel « cette formule permet de calculer le volume de… », « un tel calcul permet d’obtenir la largeur de… », em boa resevet ur postel a-berzh François Louis hag a oa o c’houlenn gant e informatourion kustum penaos e lavarfent « la faim l’empêchait de dormir » (ur soudard e-pad ar brezel all). Erruout a raer gant ar memes diaezamant pa vez kel a dreiñ an daou verb « permettre » hag « empêcher » e brezhoneg.
Amañ da heul un nebeud frazennoù galleg gant an daou verb-se, hag o zroidigezh, reizh pe direizh (ar re-mañ gant *), gant rener (=sujet) ar verb galleg er penn :
– Cette clef lui permettait d’entrer chez le voisin.
– Jean Louis ne permet pas à sa fille d’être dehors à 11 heures.
– La formule permet de trouver la masse de sodium.
– La faim l’empêchait de dormir.
– Le chien empêche le facteur d’entrer.
– Un gros furoncle empêche Kévin de s’asseoir.
– J’ai empêché le gamin d’aller dans l’eau.
Troidigezhioù :
– An alc’hwez-se a aotree anezhañ da vont e ti e amezeg.*
– J.L. ne ro ket koñje d’e verc’h da chom er-maez da unnek eur.
– Ar formulenn a bermet kavout mas ar sodiom.*
– An naon a vire outañ a gousket.*
– Ar c’hi a vir ouzh paotr al lizhiri a vont e-barzh.
– Ur mell hesked a vir ouzh Kevin a azezal.*
– Harzet am eus ouzh an hini bihan a vont en dour.
Diwar ar 7 frazenn, n’eus nemet 3 a gement a santer reizh. Perak ?
Ar verboù permetiñ, reiñ koñje/droed, aotreiñ, lezel/laoskel, etc (= permettre) hag harzañ, ampech, miret, etc, (= empêcher) a verk ur volontez a-berzh ar rener.
Jean Louis, ar c’hi, me, a ziskouez o bolontez da harzañ pe da aotreiñ.
An alc’hwez, ar formulenn, an naon, an hesked n’o deus tamm bolontez ebet.
Ret eo sevel ur goulenn a-raok treiñ an daou verb « permettre » hag « empêcher » : daoust hag-eñ e c’hell o rener diskouez ur volontez bennak pe ne c’hell ket ? Un den, ul loen a-wechoù, a c’hell diskouez o bolontez. Un dra, un droug, ur c’hleñved, un doare ober ne c’hellont ket, ha setu ar seizh frazenn reizh :
– Gant an alc’hwez-se e c’helle mont e ti e amezeg.
– Jean Louis ne ro ket koñje d’e verc’h da chom er-maez da unnek eur.
– Gant ar formulenn e c’heller kavout mas ar sodiom.
– Ne c’helle ket kousket gant an naon.
– Ar c’hi a vir ouzh paotr al lizhiri a vont e-barzh.
– Kevin ne c’hell ket azezal abalamour d’ur mell hesked.
– Harzet am eus an hini bihan a vont en dour.
Aze e weler mad an diforc’h bras etre doare soñjal ar brezhoneg hag hini ar galleg : e galleg e c’hell gerioù evel « la clef, la formule, la faim, un furoncle » bezañ rener hini pe hini eus an daou verb « permettre » hag « empêcher ». E brezhoneg ne c’hellont ket, hag e teu ar gerioù kenglot da vezañ renadennoù benveg (gant an alc’hwez, gant ar formulenn) pe renadennoù abeg (gant an naon = a-gaozenn d’an naon, abalamour d’un hesked).
Dav eo diwall mad, memestra : evit treiñ « la foule qui revenait du pardon m’empêchait d’avancer » e vo lavaret :
Ne oan ket evit mont war-raok gant an dud o tont en-dro eus ar pardon, evel ma vefe lavaret :
Ne oan ket evit mont war-raok, gant ar bern atredoù-se e-kreiz an hent.
Rak ma c’hell pep hini eus tud ar pardon diskouez e volontez, ha bolontez vad alies, un engroez ne ra ket. Ur skoilh eo war an hent, tra ken.
Notenn 1 : klevet e vez herzel ouzh unan bennak (F.Kervella, §628) pe harzañ unan bennak.
Notenn 2 : rener = sujet, renadenn = complément.
Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ war lec’hienn Keit Vimp Bev.