D’ar Meurzh 16 a viz Genver en devoa pedet EDF ar gazetennerien evit kinnig e steuñv evit produiñ tredan nevezadus e Breizh. Bezañ an emrenañ posupl e-keñver energiezh eo pal Rannvro Breizh, met fellout a ra dezhi produiñ energiezh nevezadus ivez. E Frañs e talvez an energiezh fosil kement ha 60% eus an energiezh implijet, ha n’eo ket gwelloc’h ar sifr-se e Breizh.

« Gouest omp d’ober kalz gwelloc’h », en deus lavaret Frederic Thebault, rener kenwerzhel EDF Kornôg. Ne vez ket implijet en e bezh an tredan a vez produet e Frañs ha setu perak e oa bet ezporzhiet 89 TWh d’ar broioù tost e 2024 ha 93 TWh e 2025.
A-hend-all eo diorroet kalz muioc’h an tredan karbon izel en Alamagn ha koulskoude eo gouest Frañs da broduiñ gant prizioù dereat. Diwar ar 80 TWh energiezh bevezet e Breizh bep bloaz n’eus nemet 20 TWh tredan. « Kalz zo d’ober, seul vui ma vez implijet nebeutoc’h a dredan hiziv dre ma’z eus bet gwellaet traoù zo. Digresket eo ar c’hementad tredan bevezet eus 8%. Ret eo deomp soñjal e raktresoù nevez », eme Frederic Thebault.
Raktresoù war ar stern
Er mare-mañ e pled EDF war ur pemzek raktres bennak e Breizh. War teir zachenn emaint, lec’h ma vez eztaolet kalz CO2, da lavarout eo ar sevel tiez, an treuzdougen, hag ar gounezvouederezh. Kresket eo an niver a vonnoù-adkargañ a-hed an hentoù. Staliet e vez muioc’h-mui a bompoù gwrez e-lec’h kaoterioù fioul. Kontradoù zo bet sinet gant uzinoù an agrobouederezh ivez.
Lieskementiñ dre 7 an energiezhoù nevezadus
Rodoù-avel nevez a vez staliet da gemer plas ar re gozh evel e tachenn Kergrist er Mor-Bihan. Eno e oa 11 rod-avel. Ne vo mui nemet 7 anezho met teir gwech muioc’h a energiezh a vo produet. En holl e vo graet labourioù war 6 tachenn gant ar pal tremen eus 100 MW da 150 MW e 2026. Tregont raktres zo war ar stern gant EDF evit produiñ energiezh nevezadus, 10 gant an avel war zouar hag 20 dre greizennoù heoldredan. Dre se e vo produet 300 MWh ouzhpenn a-benn 2030. E Breizh e klask EDF lieskementiñ dre seizh ar produadur energiezh nevezadus ac’hann da 2040 evit tizhout war-dro 5000 GWh. Hiziv e vez produet 765 GWh (235 GWh gant an avel ha 530 GWh gant kreizennoù heoldredan).
Labourioù a vo graet e mordredanva ar Renk ivez, e-kichen Sant-Maloù. En ur ober 6 vloaz e vo lakaet 60 milion a euroioù evit neveziñ ar mekanikoù. 530 GWh a vez produet bep bloaz eno. 17% eus an energiezh produet e Breizh eo.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1075, d’an 3 a viz C’hwevrer 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg



