Alies e kavan fazioù en implij ar stagell-isurzhiañ pa, a c’hell treiñ ar stagell c’halleg “quand”, diouzh un tu, hag ivez ar stagelloù “du moment que, puisque, étant donné que, alors que, tandis que”…
Amañ da heul e studiin an amzer-vremañ hepken.
1) Aes eo ober an diforc’h etre an div dalvoudegezh pa deu unan eus furmoù ar verb bezañ / bout da heul :
a) N’on ket prest da vont er-maez pa ‘z eus erc’h war an douar (pa = “étant donné que”…)
b) En deizioù-mañ, p’eo brav an amzer, e c’hellin touzañ al leton. (pa = “vu que, puisque”...)
c) Hiziv, p’emañ brav an amzer, e c’hellin touzañ al leton. (evel er frazenn a-raok, nemet e c’heller goulakaat e oa fall an amzer dec’h, a-gaozenn da emañ)
d) En deizioù-mañ, pa vez brav an amzer, e ran un tamm kempenn da bolejoù an ti (pa = “quand”)
Aes eo gwelet e vo troet pa gant “quand” pa vez heuliet gant ur stumm-boas hepken.
Hervez stumm ar verb bezañ da heul pa, e c’hell cheñch ster ar verb er bennlavarenn (= “proposition principale”) :
Pa n’eus den all ebet, e c’hoarian ganeoc’h neuze (Pa = “du moment que”, an ober zo un amzer da zont tost, prest eo an den da gemer ur re voulloù, lakaomp)
Pa ne vez den all ebet, e c’hoarian ganeoc’h (un degouezh hag un ober kustum eo)
2) Pa ne vez ket eus ar verb bezañ / bout er frazenn :
- Ne gemeran ket amzer da zebriñ adlein zoken, pa labouran evitañ !
- Hag hemañ all o c’hortoz e yafen d’e sikour, pa labouran noz-deiz dija !
Er frazenn gentañ e kaver daou ober kustum : kemeret amzer da zebriñ, ha labourat. Amañ e tal pa kement ha “quand”.
En eil frazenn, e kaver un dra a zo o tremen bremañ, ha bremañ hepken : hemañ all o c’hortoz. Pa a dal kement hag “alors que”.
Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ war lec’hienn Keit Vimp Bev.