Keleier e brezhoneg abaoe 2005

« Tan de’i », al liamm etre skrivañ ha tresañ

D’ar Sadorn 25 a viz Meurzh 2023 e oa deuet er-maez « Tan De’i », levr kentañ ar skrivagnerez Loeiza an Duigou hag an dresourez Anna Duval-Guennoc. Krouet e oa bet e-pad ur chomadenn arzel e 2022 war Roc’h Gored, un enezenn e norzh Penn-ar-Bed. Gant an ti-embann Al Liamm e oa bet aozet.

E-pad ur chomadenn dre soubidigezh e oa bet krouet levr kentañ Loeiza an Duigou (a-gleiz) hag Anna Duval-Guennoc. © Manon Deniau


Ar mor a welent bemdez dre prenestroù tour-tan Roc’h Gored. E genoù an Aber-Ac’h emañ an enezenn, e-tal Plougerne, e norzh Penn-ar-Bed. Teir sizhunvezh e oa chomet eno ar skrivagnerez Loeiza an Duigou hag an dresourez Anna Duval-Guennoc, e miz Genver ha miz C’hwevrer 2022, evit krouiñ asambles o levr kentañ, Tan De’i, bet embannet gant an ti-embann Al Liamm.
Ar wech kentañ e oa dezho labourat asambles ha sevel ur raktres er mod-se. « Normalamant eo echu al labour skrivañ pa vez kaset din, ha morse ne vez graet al labour tresañ er memes koulz, eme Anna Duval-Guennoc. Diouzhtu ‘m eus gellet reiñ va ali diwar-benn an istor, tresañ a raen an tudennoù ha Loeiza ‘doa mennozhioù nevez en ur welet ma zresadennoù ! »

Difenn ar c’hoadoù
N’eus liamm ebet ouzh ar mor el levr rak en a-raok e oa bet soñjet an istor. Levezonet eo bet Loeiza an Duigou gant maezioù Breizh memes tra, rak plijout a ra dezhi an istorioù faltazius liammet ouzh an natur. « Me ‘moa kinniget diverradennoù d’an ti-embann Al Liamm ha goude bezañ bet dibabet ganto ‘moa kaset anezho da Anna, emezi. Ne oa ket ar pal liammañ an istor ouzh an endro. »
El levr ez eus kaoz eus ur gêr-uzin ma produer alumetez, anvet Tan De’i, en ur bed faltazius en XIXvet kantved. E penn-kentañ an istor e fell da berc’henn an uzin « diskar an ervennoù kozh ‘zo ‘tal ‘kichen ». Klask a raio tri c’hrennard liammet « gant ur sekred bras » talañ outañ ha gwareziñ ar c’hoadoù. Evit en em zifenn e klaskint ober traoù a-stroll.

A-enep ar sistem kapitalour
Bodañ div arzourez evit lakaat anezho da skrivañ ul levr evit ar re yaouank e oa pal Al Liamm. Loeiza An Duigou, 30 bloaz anezhi, zo unan eus ar skrivagnerien vrezhonek yaouank, ha n’eus ket kalz anezho : « Un nebeud re a ginnig traoù met ul labour all o deus ivez e-kichen. N’eo ket ken aes se. » Skrivañ a ra istorioù evit ar re yaouank hag ar grennarded. Gant an tiez-embann Keit Vimp Bev hag Al Liamm e vezont embannet. « El levr emañ ar goulenn : piv eo an hini sivilizet ha piv eo al loened ? Ar rener zo sañset bezañ paotr an dazont hag an ekonomiezh. Un dro-spered vantrus eo evidon », emezi. Asambles gant Anna Duval-Guennoc e ro ur sell disheñvel d’al lennerien ha d’al lennerezed, pell diouzh ar sistem kapitalour ha tostoc’h ouzh an natur.

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 930, d’ar 4 viz Ebrel 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez