Goude an hip-hop hag ar punk, tamm-ha-tamm, en em zisparti ar brezhoneg diouzh e skeudenn liammet ouzh ar sonerezh hengounel.

Eus pelec’h e teu hoc’h anv ? Ne dalv netra e brezhoneg.
Avatar ma breur eo en ur c’hoari video bennak !
Petra eo istor ar strollad ?
Kroget hon eus da seniñ da 13 vloaz asambles gant Eflamm. Da gentañ e veze sonet ganeomp tonioù brudet Iron Maiden pe c’hoazh Metallica. Goude em eus goulennet digantañ hag-eñ e oa a-du da grouiñ sonioù hon-unan. E 2020 e oa bet krouet ar strollad. E-pad ar c’hufunamant e oa ha kerkent hag e oa echu hon eus komañset da bleustriñ. D’ar poent-se e oa ma breur ganeomp. Hennezh a oa aet kuit eus ar strollad e 2022. Ar memes line-up hon eus abaoe penn-kentañ 2024. Liv hor sonerezh zo da vat hini an Death Metal : levezonet omp bet gant ur bochad strolladoù e-giz Sepultura, Obituary, Morbid Angel.
Din da c‘hoût, c’hwi zo ar strollad kentañ Death Metal a gan e brezhoneg. Sikour a ra evit bezañ lakaet war programm ar festivalioù ?
N’eo ket un arguzenn, n’eo ket ar pal. Memes tra e ranker lavaret e ro tro deomp da seniñ war daou seurt leurenn : reoù Metal hag ar re vrezhonek. Ar festivalioù a blij dezho kaout arzourien hag a gan e brezhoneg. E penn-kentañ, n’hor boa ket soñjet kaniñ e brezhoneg. Da gentañ e oa e
saozneg rak al leurenn metal a zeu forzhik eus ar Stadoù-Unanet hag eus Bro-Saoz. War an albom a zeu ne vo nemet tonioù e brezhoneg. E penn-kentañ ar bloaz nevez e teuio er-maez. A-benn ar fin eo kalz aesoc’h deomp skrivañ e brezhoneg evit e saozneg. Ouzhpenn skrivañ pozioù e brezhoneg a servij deomp da binvidikaat hor yezh.
Justamant, c’hwi ho peus chañs da vezañ bet lakaet war roll ar festival Motocultor, un sapre taol-kaer ?
Digredapl e oa rak ne oamp ket brudet. Bamet-bras omp bet. Ar sonadeg zo bet gwelet gant tud eus an estrenvro ha reoù all eus Bro C’hall a-bezh. Ur bochad tud o deus gwelet ha selaouet ac’hanomp. Un taol bruderezh mat rak ma fal din zo beviñ gant ar sonerezh. Met diaes eo en ober, dav eo poanial en ur ober ur bern sonadegoù. War an hent emaomp evit bezañ a-vicher.
Petra zo disheñvel gant ar festival ?
P’en deus dilojet ar festival o deus lavaret an aozerien n’eo ket ken ur festival metal hepken. A bep seurt stiloù a vez bremañ gant forzhik a strolladoù punk. Da skouer e oa Les Wampas war al leurenn er bloaz-mañ !
Klevet ez peus anv eus ar jeu a sav tro-dro d’ar strollad Slaughter to Prevail*, war roll ar bloaz a zeu ?
N’omp ket evit barniñ aozerien ar festival. Forzh penaos ne blij ket din ar strollad-se. Ar strollad-se a ra berzh bras er mare-mañ. Aes eo d’an aozerien desachañ kalz tud en ur brogrammiñ anezho. Siwazh, Slaugher to Prevail a sav a-du gant gouarnamant Poutine hag ar c’haner zo homofobour…
Hervez kont e vije dibaseet patrom an Hellfest a zo deuet da vezañ ur seurt mekanik bras d’ober moneiz forzh pegement ?
Sevel a ran a-du. Deuet eo da vezañ kêr-ruz evit mont d’an Hellfest. 300 euro, hep kontañ an evaj hag ar boued. N’eus ket kement-se ken a vetalourien hag a ya d’ar festival. Disheñvel eo ar publik bremañ e-skoaz pemp bloaz zo. Ur bern tud o deus lavaret din ne yafent ket ken d’an Hellfest.
Pelec’h e vo moaien da sellet ouzh sonadegoù Tanork ?
A-drugarez d’an Taol-Lañs e vimp programmet er festival Deus ‘ta! e Brest, er Samain Fest e Magoer hag er Muscadeath e Gwaled. Chañs hon eus da gaout e Roazhon ur gumuniezh, ul leurennig Metal. Bevet ar Metal, bevet Breizh ha bevet ar brezhoneg !
Komzoù dastumet gant Julien Meffre
*NGAS : E miz Eost e embanne Mediapart ur pennad diwar-benn ar strollad-se : https://www.mediapart.fr/journal/france/260825/le-festival-breton-motocultor-annonce-un-groupe-prorusse-et-masculiniste-en-tete-d-affiche-de-son-edition
Ur pennad embannet en niverenn 1055, d’ar 16 a viz Gwengolo 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg