Tommoc’h-tommañ an amzer

Deuet eo er-maez teuliad Arsellva an Endro e Breizh. Bep bloaz e tispleg deomp petra e vo an amzer-da-zont evit a sell ouzh an hin. N’eus ket da vezañ souezhet gant ar pezh a brometer deomp evel-just. Ur c’hresk ouzhpenn 4°C a vefe tizhet e Frañs e 2100. E Breizh e vefe peuzheñvel.

42.0°C a oa bet e Naoned d’an 18 a viz Gouere 2022, ur rekord e-skoaz an 40.3°C a oa bet enrollet e 1949. © Erwan Korr

Forzh peseurt mare eus ar bloaz e vefe, e c’heller lavaret e vo tommoc’h, ken e vo fresk bloavezhioù heñvel ouzh 2022, hag a oa bet ur bloavezh tomm koulskoude pa vez keñveriet ouzh ar pezh a anavezemp betek neuze. Rekordoù temperadur 46°C, ha zoken 51°C hervez skiantourien zo, a vefe muzuliet e 2100. Prantadoù ken tomm hag e 2022 a c’hoarvezfe bep tri bloaz. Ne vo ket ezhomm da dommañ kement an tiez, ar pezh a zegaso un digresk en dispignoù eus 32 % met ret e vo freskaat anezho 4,5 gwech muioc’h.
Hervez ar skiantourien e tlefe live ar morioù kreskiñ eus 36 cm, pe zoken 69 cm hervez lod, e-skoaz hiziv. Kollet e vo douar war bord ar mor rak pa vo barroù-amzer e teuio an tarzhioù-mor da dizhout tachennoù hag a veze gwarezet betek-henn.
Kenderc’hel a raio an dour-mor da drenkaat muioc’h-mui. Kreskiñ a raio an temperadur anezhañ ivez. E hanternoz ar meurvor Atlantel e vefe +1,5°C, pa vez keñveriet gant ar bloavezhioù 1994-2015, gant un efed drastus evit ar vevliesseurted.
Ne vo ket ken unton an amzer e Breizh a-hed ar bloaz. Re a zour a vo mareoù zo ha pennadoù sec’h a vo mareoù all zo. Gant muioc’h a zour er goañv (+14 %) ha glav-pil kalz muioc’h eget hiziv (etre 9 % ha 44 %) e vo dourioù-beuz da-heul. Kreskiñ kalz a raio ar prantadoù sec’hor, gant efedoù war an douaroù, ar gweleadoù freatek, hag ar stêrioù. Ur mizvezh ouzhpenn e pado ar sec’hor ha 47 % startoc’h e vo. 37 % nebeutoc’h a zour a vo er stêrioù. Tanioù-gwall a vo sur ivez rak 25 devezh ouzhpenn bep bloaz e vo riskloù evit ar c’hoadeier.


Stourm a-enep tommadur an hin hag en em azasaat
Setu ar pezh a c’houlenn Arsellva an Endro e Breizh ober.
Koulskoude, war a lavar Jean Jouzel, klimatologour brudet anezhañ, n’a ket an traoù war an tu mat. Ur pal a oa bet lakaet, chom dindan ur c’hresk a 1,5°C e 2100 pa veze keñveriet gant ar prantad a-raok an industrieladur. « N’eus ket kalz chañs e chomfed dindan 1,5°C na zoken e teufed en-dro da 1,5°C. Azalek 2040 e tlefe bezañ 2°C. » Evel-just ez eus traoù mat ivez. Er bloaz-mañ an hini eo e vefe taolet ar muiañ a zilaoskadennoù gaz efed ti-gwer gant Sina. Goude ne greskfe ket mui. Met ne vo ket trawalc’h ar strivoù. « Ret eo diorren an energiezhoù nevezadus er bed a-bezh », eme Jean Jouzel.
E Breizh eo eus ar mor e vo tennet energiezh nevezadus. Setu ar pezh a zo bet graet en ur sevel parkadoù rodoù-avel Sant-Brieg ha Sant-Nazer. Meur a hini, bras-tre, a zo war ar stern. Savet e vo unan a-vaez da Vontroulez. 110 rod-avel a vefe lakaet eno a-raok 2035, abalamour da broduiñ 2000 GWh e-pad ar bloaz. 287 metr e vefe uhelder ar rodoù-avel. Bastañ a rafe ar parkad rodoù-avel-se da dost 10 % eus ezhommoù rannvro Breizh e 2035.

Stourm a-enep tommadur an hin ne seblant ket bezañ pouezus d’an holl evelato. Ur gevredigezh zo bet savet evit enebiñ, Nemo hec’h anv (Nann d’ar Rodoù-avel er Gwalarn). « Disneuziet e vo bord ar mor gant ar rodoù-avel. Ur dagadenn drastus e vo d’an endro. Direizh eo. Klask a reer ober an traoù hep derc’hel kont eus hon ali », eme ar re a zo er penn anezhi.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1044, d’an 10 a viz Even 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez