11 kanaouenn a vo war pladenn nevez ar ganourez brudet eus Douarnenez. « Ar preñv glas » eo anv he fladenn a zeuio er-maez d’ar 7 a viz Even, produet gant al label Aztec Musique.
Ya! : C’hwec’h vloaz zo tremenet abaoe « Avel azul », ho pladenn embannet e 2018. Penaos eo ganet ar 7vet pladenn-mañ ?
Nolwenn Korbell : Tamm-ha-tamm e gwirionez… ha goustadik ivez. Lod eus ar c’hanaouennoù klevet war ar bladenn nevez ‘moa skrivet pellik zo dija, ha kanet war al leurenn meur a wech asambles gant Hélène Brunet, ar gitarourez ampart. Un daouad a oa ganeomp, hag a zo c’hoazh. Kanaouennoù e-giz Kintsugi, Mr Hope, A quoi bon, Tired, ne oant ket bet enrollet morse na lakaet war pladenn ebet. Nebeut darvoudoù kasaus zo deuet siwazh da stankañ ma hent pa ‘moa c’hoant da sevel ur bladenn nevez. Ar prantad Covidus evel-just, ha dreist-holl ar fed ‘vefe aet Coop Breizh (ma label betek-henn, estreget evit « Avel Azul ») d’ar strad. Setu me en em gavet hep produktour, ha blijet mat da gavout unan all. Ha kavet Aztec Musique a-benn ar fin, e 2023. Aze, o c’houzout e oa deuet da vezañ posupl produiñ ar bladenn, da lâret eo paeañ ur studio, un ijinour war ar son, ar sonerien, deomp dezhi ! Echuet ‘m eus skrivañ ar c’hanaouennoù a vanke, pleustret un tamm gant ar strollad ha dao d’ar studio e miz Kerzu 2023. Poent e oa !
Ya! : « Ar preñv glas – Lampyris noctiluca » eo anv ho pladenn nevez. Perak bezañ dibabet anv an amprevaned-se ?
Nolwenn Korbell : A-viskoazh on bet bamet, sabatuet gant an amprevaned-se, pe gentoc’h gant o gouloù, o sklêrijenn vihan c’hlas ‘kreiz an noz e-pad an hañv. N’eus ket pell zo on bet skoet gant ar soñj ne welen ket anezho mui war maezioù ma bro. Gouezet ‘m eus neuze e yele ar ouenn anezho da get, war zigresk da nebeutañ. Na trist ‘m eus kavet ar c’heloù-se. Evidon-me ez eo ar preñv glas (el liester amañ, e Douarnenez ne vez ket graet gant « preñved » dre ret) un arouez eus braventezioù ar bed-mañ o vont da get, o vezañ distrujet. Traoù a denn eus an Natur, met ivez tud karet o vont kuit, o vervel, pe ur yezh dilezet, flastret, disoñjet, hag all… Setu perak e lâran e diskan ar ganaouenn Ar preñv glas : « Dalc’hit soñj eus ar preñv glas ». Derc’hel soñj deus braventezioù ar bed evit nompas ankouaat anezho, evit derc’hel anezho bev zoken.
Ya! : Peseurt liv a vo gant ho sonerezh ? Kentoc’h rock ? Pop ? Pe meur a hini a vo, marteze ?
Nolwenn Korbell : Stil sonerezh ar bladenn zo ur meskaj pop, rock, trip-hop, ha nebeut tonioù dous. Ya, ur meskaj meur a liv ‘vez kavet enni. Ha livet gant muzisianed dreist ha donezonet. Hélène Brunet war ar gitar tredan. Ha daou baotr yaouank (27 vloaz anezho !) eus Douarnenez hag o chom eno, Thomas Saouzanet war ar c’hlavieroù hag ar mekanikoù, ha Matthieu ar Moal (Komodor, Komodrag and the Mounodor) war ar gitar tredan, ar gitar boud, hag ar pedal steel. Deuet omp a-benn asambles da gavout ur son a-vremañ mesket gant ur son folk, rock ha pop war un dro.
Ya! : Penaos ho peus krouet ar strollad-se just a-walc’h ?
Nolwenn Korbell : Gant Hélène e sonomp abaoe pellik bremañ. Evit ar bladenn nevez ‘moa c’hoant eus sonioù resis : klavieroù, mekanikoù, urzhiataer da sevel al luskoù (ne felle ket din kaout taboulinoù klasel, met ur son muioc’h elektronek), ha son ar pedal steel a garan da vat. Pa ‘m eus komzet eus ma raktres nevez tro-dro din e tavarnioù Douarnenez eo deuet Thomas ha Matthieu da lâr’ ‘vefent laouen da gemer perzh ennañ. Ha me fier-ruz, kontant-tre e teufe yaouankizoù evelto da zegas o mennozhioù hag o stil war ma c’hanaouennoù. ‘Pezh o deus kinniget ‘neus plijet din da vat. Hag ouzhpenn omp bet eürus o labourat holl asambles, plijadur zo bet, hag e vo c’hoazh ‘michañs war al leurenn !
Ya! : Kanañ a rit e meur a yezh. Petra a zegas an dra-se deoc’h ?
Nolwenn Korbell : Degas a ra din plijadur da ganañ fonemoù disheñvel, sonioù disheñvel. N’eo ket din-me e tegas un dra bennak met d’ar ganaouenn hec’h-unan. Stil, lusk ur ganaouenn zo livet, blazet, gant he yezh, anat. Ha plij’ ‘ra din ivez ijinañ tud, mignoned din ha n’int ket brezhonegerien anezho, o selaou ma c’hanaouennoù e galleg, pe e saozneg, hag o kompren anezho war eeun. Ur c’hoari n’eo ken, forzh penaos. Ha kanañ e yezhoù disheñvel zo ur mod da ledanaat an dachenn c’hoari, da lieskementiñ an doareoù da livañ ar bed hag ar santimantoù ‘m eus ezhomm da zispakañ.
Goulennoù savet gant Nikolaz Gourvenneg
Ur pennad embannet en niverenn 990, d’an 28 a viz Mae 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg