Ur fest bras en enor da Erik Marchand

D’an 30 a viz Here 2025 e oa marvet ar c’haner bras Erik Marchand. Tri devezh da enoriñ anezhañ zo bet e Poullaouen e-pad dibenn-sizhun Yaou-Bask. Pouezus-bras eo e hêrezh muzikel e Breizh ha pelloc’h c’hoazh. Aet eo kazetenner Ya! war an dachenn da doullañ kaoz gant tud a bep seurt.

Erik Marchand gant ar strollad Before Bach war leurenn ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez e 2019. © Jérémy Kergourlay

Gi Peñseg, labourer-douar bio ha kaner eus Skaer : « Me zo deuet amañ evit delc’hel soñj eus an den hag ar pezh en deus degaset d’ar vro. » Gi n’en deus ket bet tro da ganañ gant Erik Marchand gwech ebet : « ar bed a veve-eñ ennañ ‘oa bed ar sonerien a-vicher. Ha me zo ur paourkaezh peizant hag a gan. » Hervez Gi, an hengoun zo bet levezonet gant tud eus an diavaez : « tout ar re o deus degaset ur sell nevez war sevenadur ar bobl zo bet ‘ba’ Pariz. » Gwelet a ra Gi ar festoù noz o cheñch : « an doare kanañ zo ‘vont war an tu folk, memes ar c’han-ha-diskan hag ar gavotenn. »


« Ur mit »
Tud all, bet o chom e kêr-benn gavotenn ar Menez a oa deuet ivez.
Francis Favereau, bet kelenner skol-veur ha savet gantañ un dezenn diwar-benn brezhoneg Poullaouen. « Pouezus e oa din-me dont amañ ‘blamour ‘m eus anavezet Erik Marchand. Gwelet ‘m eus anezhañ e Poullaouen pa oa krennard. Kelenner ‘oan e Karaez met ne oamp ket er memes renk hag e oan koshoc’hik. A-benn ar fin ‘noa kavet labour toer ‘pad bloaz pe zaou ha buan ‘noa bet ar chañs da vezañ brudet. » Anavezet-mat e oa gant tud ar vro : « Yvette eus Plourac’h ‘lâre din Erik zo en tu all da mor don, pelec’h ? er C’hosovo ! Ur galouper e oa. Erik ‘oa un tamm bihan ur mit », eme Francis Favereau.


« Tud eus pell » 
« Ar pezh a zo pouezus evit an hêrezh eo Kreiz Breizh Akademi (KBA) kar ar pezh a gont zo lakaat ar re yaouank da gregiñ e-barzh », eme ar c’haner Loeiz Ber Le Kras. Aet eo Loeiz d’ar pred kanet a oa da Sadorn kreisteiz. « D’ar Gwener da noz e oa un nozvezh dreistordinal. Klevet eo bet Gwerz, an Taraf… ». Bez’ e oa tud eus pell hag o deus bet plijadur oc’h en em gavout ha rannañ eñvorennoù. Tud eus Albania, Svetlana Spajic eus Serbia, Titi Robin.
Alan Rouz, bet komper Marsel Gwilhoù, en deus bet tro da ganañ asambles gant Erik Marchand. « ‘Moa ket gallet mont da interamant Erik ha kontant on kar eo gwelloc’h ober un tamm java kentoc’h evit un interamant. Ret eo merkañ an taol memes tra. An dud a zo amañ a ziskouez ar cheñchamant a zo er remziadoù. Erik a oa ur pennad-mat eus istor muzik ar vro. Kement a dud ‘deus desket gantañ. » Evit Alan, Erik Marchand ne oa ket evel « le dernier des Mohicans » : « ‘ne vije ket plijet dezhañ e vije lâret an dra-se diwar e benn. Eñ ‘noa desket gant Manu Kerjean hag hennezh a oa e-touez ar ganerien diwezhañ e Bro Fisel. Erik ne oa ket hiraezus, tamm ebet. Ar pezh a gonte evitañ a oa krouiñ traoù. »


« Ar folk ‘oa ket e geusteurenn »
Pelloc’hik e tispleg Alan ne oa ket sot ar c’haner gant ar wirionded1 : « evel-just e oa mont d’ar gwrizioù donañ eus an traoù. Met diwar-se e save ‘bep seurt traoù. » Evitañ, a-benn ar fin, e oa ar pep pouezusañ digeriñ muzik ar vro da draoù eus lec’h all. Ur perzh all diouzh hêrezh ar c’haner foeter bro eo ar muzik modal : « Kontet e vez kalz war ar muzik modal en deiz a hiriv met un dra nevez-flamm degaset gantañ e oa ». Er bloavezhioù 90 e veze kaoz kalz eus ar folk, Erik Marchand zo aet war un tu all : « ar folk ‘oa ket e geusteurenn. Soñj ‘m eus, war tonioù zo e plije dezhañ adkemer tonioù a oa bet kinklet gant Alan Stivell met war un tu disheñvel a-grenn. Marteze ‘noa un tammig gwarizi ouzh Stivell rak hemañ zo bet brudet bras hag a-bell zo. » Erik Marchand a ouie mat treuzkas : « pa oan krog da labourat da vat war an traoù-se e oa ‘ba’ stajoù er Chapel-Nevez. Aozet gant ur gevredigezh he anv « Mod all ». Erik zo bet enni ‘pad ur c’hrogad mat hag eñ a lakae an dud da labourat asambles gant Marsel Gwilhoù. » Daou pe dri bloaz e ranke an danvez kaner kaout da zeskiñ micher an danvez kaner : « meur a don, meur a stumm ‘m eus desket gantañ. Gout a rae reiñ c’hoant d’an dud met goulenn a rae kalz diganto. Ne oa ket un den da virout an traoù evitañ. »


« Ur mod ispisial da gempenn ar muzik »
Da echuiñ hon eus gallet kaozeal gant ar soner Yann-Ewen L’Haridon en deus graet KBA 7. Evitañ eo ken pouezus all an hêrezh war ar sonerezh : « ar mod da gempenn ar muzik ‘vez ispisial diwar ar muzik modal, klask nompas son akorioù ‘giz barzh ar muzik tonal, klask kempenn ar muzik gant lusk bourdonioù. Peseurt mod ober mod-all ‘benn ar fin. Ouzhpenn an dra-se Erik ‘oa intereset-tre gant skeulioù2 mod kozh eus Breizh. A-benn ar fin skeulioù mod-kozh ‘vez ket moaien d’ober son anezhe gant ur piano ‘tempéré' ». Ouzhpenn-se, Erik Marchand en doa kavet liammoù gant broioù ar Reter, ar broioù arab, Turkia ha kement zo : « ‘ba’ du-se vez skeulioù ispisial, ‘vez ha serten re tost a-walc’h eus re eus Breizh ». Saver KBA a glaske pediñ tud eus ar broioù-se evit deskiñ d’ar re GBA peseurt mod kempenn ar muzik evelte. Erik Marchand a veze kustum ivez da reiñ an dorn d’e ziskiblien : « be’ neus prestet din binviji, eñ lâre din : klask seniñ gant treujenn-gaol Turkia », eme Yann-Ewen.
An niver a gevredigezhioù o deus graet war-dro an devezhioù enoriñ a ziskouez mat perzh bras levezon ar c’haner foeter bro : Ar Stal Vras Langoned, DROM, KBA, paotred an dreuzenn gaol.
Hêrezh Erik Marchand a gendalc’ho da henchañ ar rummadoù nevez da zifraostañ tachennoù dic’hortoz…

Julien Meffre

1gwirionded : authenticité
2skeulioù : gammes


Ur pennad embannet en niverenn 1091, d’ar 26 a viz Mae 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez