Ur fest-noz evit souten Radio Kerne

D’ar Sadorn 3 a viz a Here e vo dalc’het ur fest-noz da souten Radio Kerne, a zo brudet abalamour ma kinnig 50 eurvezh abadennoù e brezhoneg bep sizhun ! Ur pennad kaoz gant Marianne Vaidie, kenurzhierez ar radio, ha Tunvezh Grandjean, ezel eus ar c’huzul-merañ.

Ar wech kentañ eo da Radio Kerne sevel ur seurt abadenn ?

Ne voe ket bet dibaoe pell zo bras, unan ‘voe bet e 1998 d’ar mare ma voe bet savet ar radio. Ar fest diwezhañ ‘voe bet e 2014 : doare « Kerne party ». An taol-mañ eo deuet ar soñj deomp da sevel un dra bennak p’hon eus komprenet e vije un digresk gant ar yalc’hadoù moneiz eus ar strollegezhioù lec’hel.
Er penn-kentañ e voe evit degas arc’hant. A-benn ar fin eo un doare da gaozeal eus ar radio. Un digarez ivez da dizhout tud a-youl-vat evit ar c’huzul-merañ, pe danvez animatourien evit kinnig abadennoù nevez. Ur radio gevredigezhel zo d’an holl a faot dezho kemer perzh er jeu. Pep hini a c’hell kinnig traoù. Adlakaat ar radio etre daouarn ar selaouerien, sed aze ar pal pennañ. Da dostaat ouzh an dud eus ar radio e vo graet dorioù digor ivez. Sed amañ ur skouer all a ziskouez emañ Radio Kerne digor d’he izili : un abadenn nevez zo ganeomp, un eurvezh gant tud Kemperle a ginnig nevezenti Bro Kemperle, barzhonegoù ha traoù all. Enrollet e vez an abadenn-se e studio Radio BOA.
Bez’ e vo ul leurenn digor a-raok ar fest-noz. Tud divicher a vo degemeret mat. Ral eo e vefe beilhadegoù e Kerne : m’o defe c’hoant konterien zo da zont war al leurenn e vefent degemeret mat.

Ur respont da digresk an arc’hantaouiñ er bed kevredigezhel eo ?

Ar rannvro n’he deus ket kresket he yalc’hadoù. Ar pezh a dalvez ez a an arc’hantaouiñ war zigresk. Daou bost labour zo bet sarret : daou zen zo aet kuit ha den ebet n’en deus kemeret ar plas. En deiz a hirio e labour c’hwec’h den er radio e Ploneiz, daou all e Naoned hag unan all e Roazhon. Radio Kerne zo bet lakaet diaes gant afer digeriñ un astenn e Roazhon. E-pad tri bloaz hon eus ranket arc’hantaouiñ hon-unan ur post labour e Roazhon da c’hortoz kaout ur frekañs gant an ARCOM. Ouzhpenn-se eo ret kaout arc’hant digant ar strollegezhioù lec’hel : ar rannvro, an departamant, ar c’humunioù. Pa glaskont kaout muioc’h a argant e vo lamet digant ur gevredigezh all. N’eo ket aes asantiñ seurt traoù.

Gouzout a rit penaos emañ kont a-fet selaouerien ha pesort imaj zo gant ar radio ?

Siwazh, n’omp ket pinvidik evit paeañ sontadegoù Mediamétrie, ar gevredigezh a vuzul an niver a selaouerien. Dek vloaz zo e veze selaouet Radio Kerne bemdez gant 5000 den dre an FM. Alies en em gavomp gant tud na brêgont ket brezhoneg hag a selaou Radio Kerne evit ar sonerezh. Anavezet omp gant an nann vrezhonegerien, gras d’ar programmiñ sonerezh. Dibaoe penn-kentañ ar radio e sav Gael, programmour sonerezh ar radio, ar roll kanaouennoù. Hennezh zo unan eus eneoù ar radio. Bezañ staliet dibaoe pell zo war ar memes lec’h zo pouezus : anavezet mat omp war dachenn Bro-Gerne.

O prepariñ un dra bennak emaoc’h e ken kaz e teufe an RN e penn ar galloud ?

A-fet labour ne cheñcho netra. A-wechoù e vez lakaet sujedoù antifaskour war-wel. Sklaer eo linenn-stur ar radio a zo ur radio gant talvoudegezhioù araokour eus an tu kleiz, embannet sklaer eo war garta ar radio. Kendelc’her a raimp da vont en-dro, kousto pe gousto.
Neuze, d’ar Sadorn 3 a viz Here, deuit da Bloneiz evit souten Radio Kerne !

Komzoù dastumet gant Julien Meffre

D’an 3 a viz Here e Ploneiz, sal an Dourigoù, gant : Brulu, Crepillon/Bigot, Landeau/Verveur, Le Breton/Helias, Stervinou/Broustal, Spilig, Gwenole ha Morvan.
7 € ar mont-tre (digoust evit ar re yaouank). Boued hag un davarn a vo war al lec’h.
Dorioù studioioù ar radio a vo digor etre 4e ha 7e.


Ur pennad embannet en niverenn 1103, d’an 29 a viz Gwengolo 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez