Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur mizvezh divanne

E 2013 e voe roet lañs d’an “Dry January” — miz Genver sec’h, da lavaret eo hep alkool — evit ar wech kentañ e Bro-Saoz. Un doare d’ober ur poent war e emzalc’h e-keñver ar boeson eo. Bep bloaz e vez muioc’h-mui a dud hag a dremen 31 deiz hep takenn alkool ebet. E Breizh ivez…

Titouroù a c’heller kavout e lec’hienn www.alcool-info-service.fr © Pixabay


E Frañs hag e Breizh ivez, ya, daoust m’en deus nac’het ar prezidant Emmanuel Macron lakaat an darvoud da ofisiel e 2020… evit chom hep feukiñ tud lobioù an alkool hag ar gwin. “Gouzout a reomp e vez prenet 80 % eus an alkool gwerzhet gant 20 % eus ar re a ev anezhañ, da lavaret eo gant ar re a ev kalz, gant ar re a zo adikt. Al lobioù o deus ezhomm-bras anezho.” a lavare Michel Reynaud, adiktologour, e 2020.


Yec’hed foran
E 2019 e oa prest Santé publique France da reiñ lañs d’an darvoud e miz Genver 2020 — raktreset mat ar budjed, prest ar skritelloù, ar bruderezh evit ar chadennoù skinwel hag ar radioioù. Met e miz Du 2019 e kemer Emmanuel Macron an diviz da nullañ pep tra : ur spont hervez ar c’hevredigezhioù a glask kizidikaat an dud. Hervez sifroù 2021 Ministrerezh ar Yec’hed e varv 49 000 den bep bloaz abalamour da gleñvedoù a zo ar boeson ar pennkaoz anezho, met ivez abalamour da zarvoudoù stag outañ, en o zouez ar feulster a-enep ar merc’hed pe ar vugale. N’eo ket ‘met ur gudenn hiniennel, ur gudenn a yec’hed foran eo. Hep sikour ofisiel ar Stad ez a war-raok an traoù memes tra. Aozet e vez an darvoud gant 50 kevredigezh e Frañs : 9 milion a dud o doa graet an difi e 2020, 24 milion e 2022. D’an 9 a viz Genver 2023 ez eus bet roet lañs d’ar c’houlzad “Ur yec’hed mat n’en deus netra da welet gant an alkool” gant Santé publique France memes tra. Hervez un danevell gant an Observatoire français des drogues et des tendances addictives e 2022 eo an alkool an abeg kentañ a laka an dud da vezañ kaset d’an ospital. Koustus-tre eo d’an asurañs kleñved : 118 miliard a euroioù e 2010 hervez ar gouarnamant.


Ar madioù
“An avu — en deus ur perzh ret-holl evit dilemel an toksinoù — a ya war wellaat adalek 15 deiz hep alkool. Ar c’housked a zeu da vezañ gwelloc’h-gwellañ o vezañ donoc’h ha kalz diskuizhusoc’h. An imor a zeu da vezañ gwelloc’h ivez rak ur mignon faos eo an alkool” eme Myriam Poutrieux, adiktologourez. “E-giz un dienkrezer1 eo hervez ar gwel met un diwaskader2 eo.” Lod a lavar n’eo nemet ur c’hiz. Lod all o deus c’hoant cheñch ha dont da vezañ yac’hoc’h. Lod a glask cheñch o emzalc’h. Muioc’h-mui a dud a baouez da evañ zoken. Met an traoù n’int ket ken simpl se, evel ma vez lavaret e brezhoneg : “Neb zo re vignon d’ar gwin mat zo enebour da vab e dad.”


N. Gourvenneg


1dienkrezer : anxiolytique
2diwaskader : dépresseur


Ur pennad embannet en niverenn 921, d’an 31 a viz Genver 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez