Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur porched nevez evit ar glad

Pep Breizhad·ez a c’hello degas ar pezh a anavez eus glad e vro. Setu pal ar porched nevez-krouet gant ar Rannvro.

Aes a-walc’h eo implijout an arload. © GM

Posupl e vo kaout anezhañ e-touesk an arloadoù poellgomzerioù pe en ur vont d’al lec’hienn glad.bretagne.bzh Kinniget e oa bet e dibenn miz Du gant Anne Gallo, besprezidantez e karg eus an touristerezh, ar bageal hag ar glad. Abaoe 2015 he deus graet ar Rannvro war-dro renabliñ ar glad, en ur c’houlenn digant strollegezhioù lec’hel, kevredigezhioù, skolioù-meur, klaskerien war o c’hont… degas ar pezh a anavezent. Kalz zo bet dastumet dija. 358 240 € e koust ar raktres, arc’hantaouet 80 % anezhañ gant Europa.


Pep hini a c’hell kemer perzh
Soñjet ez eus bet e vefe un dra vat lakaat tud ordin da zegas traoù eus o zu, ha pa vefent baleerien, annezidi, gweladennerien, tud a vicher war-dro ar glad, pe tud emouestlet. Evit en ober e ranker mont d’al lec’hienn, krouiñ ur gont e-giz kendaoler ha kas ul luc’hskeudenn eus un ti, ur pont, ur feunteun, ha traoù all c’hoazh… ha na vijent ket bet renablet dija. Ur gartenn zo, gant pikoù bihan bewech ma vez bet lakaet un dra bennak. Arabat eo na vefe kaset forzh petra gant an neb a gar ha setu perak e vez gwiriet gant tud varrek goude, evit ma chomfe skiantel an doare ober.
Brav eo an disoc’h ha forzh piv a c’hell dre se pourmen dre Vreizh en ur c’houzout pelec’h ez eus traoù da weladenniñ. N’eus nemet sellout ouzh ar gartenn war ar poellgomzer ha klikañ war al lec’h m’en em gaver.


Ur skouer eus al labour-se e Pondi
400 kendaoler o deus kemeret perzh e Breizh a-bezh betek-henn met e Pondi nemetken e oant 80, bodet er gevredigezh Bro Arz hag Istor ar Roc’haned. War ar stern edont abaoe 2015 gant ar pal tapout ul label Bro Arz hag Istor. Ha deuet e oant a-benn eus o zaol rak e 2019 e oa bet aotreet al label dezho. Kentañ o deus graet zo bet sevel fichennoù eeun, en ur resisaat pelec’h e oa an elfenn eus ar glad a zezrevellent, skrivañ eus petra e oa kaoz hag ouzhpennañ ul luc’hskeudenn. Goude ez eus bet degaset traoù nevez c’hoazh evit klokaat ar fichennoù.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 972, d’an 23 viz Genver 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez