E-kreiz ar bloavezhioù 1970 e oa bet anzavet e lakae ar CFCoù (« chlorofluorocarbones » e galleg) ar gwiskad ozon da danavaat. Ur c’henlabour bedel en deus roet tro dezhañ da adsevel e-kerzh an dekvloaziadoù diwezhañ.

Silañ a ra ar gwiskad ozon stratosferek skinoù uslimestra1 an heol, ar pezh a c’hell bezañ pennkaoz da grignoù-bev, gwanaat ar reizhiadoù immunekaat, ha zoken gwallañ TDNoù ar boudoù bev. Hervez un danevell emañ an ABV — Aozadur bedel ar veteorologiezh — o paouez embann ez a ar gwiskad ozon war adsevel. « Hiziv an deiz emañ ar gwiskad ozon o pareañ », en deus lavaret Antonio Guterres, sekretour-meur an ABU — Aozadur ar broadoù unanet. « Ur c’heloù kalonekaus evit yec’hed ar poblañsoù hag ar blanedenn. »
Ur c’henlabour etrebroadel
Abaoe ar bloavezhioù 1970 ez ae ar gwiskad-se war fallaat abalamour da veur a zanvez kimiek, ar CFCoù dreist-holl, implijet er yenerezioù, an aerreizhañ2 hag an aerosolioù. Danevell an ABV a oa bet embannet d’ar 16 a viz Gwengolo, da-geñver Devezh etrebroadel gwareziñ ar gwiskad ozon. Ennañ e lenner eo deuet a-benn protokol Montréal — un emglev etrebroadel sinet e 1987 evit gwareziñ ar gwiskad ozon — da lakaat echuiñ produiñ ha beveziñ an danvezennoù a baoura ar gwiskad ozon. E-tro 2050 e vefe distro d’ar stad ma oa e 1980, hervez an ABV.
An toull
Evit ar pezh a sell ouzh an toull er gwiskad a-us Antarktika, hag a zeu war-wel bep bloaz en nevezamzer, bihanoc’h e oa e 2024 eget ar re a oa bet gwelet etre 2020 ha 2023, hag e zonder a oa bihanoc’h eget ar geidenn e 1990-2020. E 2026 e vo graet ar briziadenn a zeu.
« An araokadenn-se a laka ac’hanomp da soñjal e c’heller mont war-raok pa selaou ar broadoù evezhiadennoù ar skiantourien », en deus disklêriet Antonio Guterres.
N. Gourvenneg
1uslimestra : ultraviolet
2aerreizhañ : climatiser
Ur pennad embannet en niverenn 1056, d’an 23 a viz Gwengolo 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg